Kastell Bronllys

Eus Wikipedia
Kastell Bronllys

Kastell Bronllys zo ur voudenn-gastell e kumuniezh Bronllys, e Powys e reter Kembre. Emañ ar c'hastell er c'hreisteiz da gêriadenn Bronllys.

Soñjal a reer e voe savet ar c'hastell kentañ e dibenn an XIvet pe e deroù an XIIvet kantved. Adkempennet e voe er XVvet kantved, goude emsavadeg Owain Glyndŵr. Eus an XIIIvet kantved eo an tour bras a weler bremañ.

Gant an aozadur Cadw e vez graet war-dro an aspadennoù. Digor e vez d'an dud etre miz Ebrel ha miz Here.

Liamm diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]