Kartenn gevregañ

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Kartenn c'hrafikel)
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Ar gartenn gevregañ (kartenn grafek, kartenn video) a zo he roll e-barzh un urzhiataer amdreiñ ar roadennoù niverel da wereañ e roadennoù kevregat (eleze peurvuiañ kemblac'hel) e c'hello un drobarzhell wereañ korvoiñ anezhe. Gant ar c'hartennoù kevregañ kentañ e veze kaset pikselioù kevregat d'ur skramm hag e veze sevenet gante un hollad embregadurioù eeun : dilec'hiañ ar blokoù (da skouer, reti al logodenn....), tresañ linennoù, * tresañ poligonoù .... Bremañ e vezont aveet gant ur c'hewerier arbennik a vez gouest da seveniñ riñvadennoù kevregañ kemplezh betek ar skeudennoù teir mentek (3D).

Parzhioù ur gartenn gevregañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Setu amañ parzhioù pennañ ur gartenn gevregañ.

  • Ur c'hewerier kevregañ, anvet Graphical Processing Unit (GPU) e saozneg, hag a zo kalon ar gartenn. Karget eo da geweriañ ar skeudennoù hervez an diarunusted (resolution) hag al live bonegañ diuzet. Ur c'hewerier arbennik eo ar GPU, ennañ ditouroù diorroet da geweriañ ar skeudennoù betek ar re 3D. Ur gwenter a vez a-wechoù marc'het warnañ d'e yenaat.
  • Ar vemor video, karget da gadaviñ ar skeudennoù keweriet a-raok o gwereañ (unvez gwereañ). Seul vuioc'h a varr he deus ar vemor video, seul gempleshoc'h e c'hello bezañ gwiadezh ar skeudennoù 3D keweriet gant ar gartenn gevregañ. "Marilh iriennoù" (frame buffer) a reer eus darn ar vemor implijet da gadaviñ ar skeudennoù a-raok o gwereañ. Seul vuanoc'h eo ar vemor video (an amzer haeziñ - gwelet "Memor elektronek", seul vuanoc'h e c'hello ar skeudennoù bezañ gwereet ; pouezus eo evit ar c'hoarioù dreist-holl.
  • Ar RAMDAC (Random Access Memory Digital-Analog Converter), karget d'amdreiñ ar skeudennoù kadavet er marilh iriennoù en arhentoù kemblac'hel (analogic signals) da gas d'ar gwereer. Savelañ a ra talm ar RAMDAC niver skeudennoù dre eilenn a c'hell ur gartenn gevregañ keweriañ ; e Hertz e vez muzuliet an talm.
  • Ar BIOS video (video Basic Input/Output System) a zo ennañ arventennoù ("parameters") ar gartenn gevregañ.
  • Ar c'hetal (interface) eo ar bus arveret da gennaskañ ar gartenn ouzh an urzhiataer. Peurliesañ e vez arveret ar bus AGP (Accelerated Graphics Port) ergrafet da dreuzkas ur c'has uhel a roadennoù neuze azas ouzh ar skeudennoù 3D. Ar bus PCI-E (Peripheral Component Interconnect Express) a zeuio a-benn nebeut da erlerc'hiañ ar bus AGP.

Kennaskerioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Ar c'hetal VGA (Video Graphics Array) skoueriegezhel : aveet eo ar c'hartennoù kevregañ gant ur c'hennasker VGA 15 broch (mini sub-D) glas e liv a ro an tu da gennaskañ ur skramm CRT (Cathode Ray Tube). Kevaraezañ a ra da gas arhentoù kemblac'hel a glot gant an tri liv ruz, glas ha gwer rekis da wereañ ur skeudenn liv.
  • Ar c'hetal DVI (Digital Video Interface) e kaser drezañ roadennoù niverel d'ar skrammoù ergrafet a-ratozh evit-se hep ober un amdreiñ niverel/kemblac'hel. Ne vez kavet ketalioù a-seurt-se nemet gant ul lodenn eus ar c'hartennoù kevregañ.
  • Ar c'hetal S-Video (Super Video pe Y/C), ul lugell arveret da wereañ ar skeudennoù gant ur skinweler.
  • Ar c'hetal HDMI (High-Definition Multimedia Interface), arveret da wereañ arhentoù video koazhet hag arhentoù klev niverel koazhetpe get.

Kartennoù kevregañ 3D[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Nevez a-walc'h eo domani an 3D, a ro an tu d'ober gant galloudezhioù riñvañ uhel. Argerzh riñvañ un arvest 3D e c'heller dielfennañ e 4 lankad.

  • Ar skrivañ : an elfennoù e vez lakaet en o lec'h.
  • Ar "ventoniezh" (geometry) : an ergorennoù (objects) didres a vez krouet.
  • Ar setup : didroc'hadur e tric'hornoù 2D.
  • Ar rendering : ar rentet eo, da lavaret eo plakiñ ar gwiadezh. Seul vui a lankadoù a-us a vez keweriet gant ar gartenn gevregañ herrekaer, seul fonnusoc'h e vez ar gwereañ. Gant ar c'hartennoù kentañ ne veze graet nemet ar rendering gante. Abaoe e vez keweriet an daou lankad kentañ gant ar c'hartennoù herrekaer 3D dre c'hras ar setup engine. An dalc'h eo diskargañ kewerier kreiz an urzhiataer ha riñvañ al lankadoù keweriañ 3D.

Termenoù teknikel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • 2D Graphics : gwereañ derc'hennadur (representation) kevregad un arvest hervez 2 ahel x ha y.
  • 3D Graphics : gwereañ derc'hennadur kevregad un arvest hervez 3 ahel x, y ha z