Karl Ludwig Friedrich von Baden
Karl Ludwig Friedrich von Baden (Karlsruhe 1786–1818 Rastatt), a oa ur priñs alaman en XIXvet kantved, ha dug-meur Baden etre 1811 ha 1818.
E vuhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Mab e oa da Karl Ludwig von Baden ha da Amalie von Hessen-Darmstadt. Mab-bihan e oa da Karl Ludwig von Baden, Dug-meur Baden. Pa varvas e dad e 1801 e teuas da vout priñs pennhêr.
Prometet e oa da Augusta Bavaria hogen torret e voe ar promesa gant Napoleone bionaparte a felle dezhañ dimeziñ Augusta d'e advab Eugène de Beauharnais.
Dimezet e voe Karl e miz Ebrel 1806 da Stéphanie de Beauharnais (1789–1860), merc'h da Claude de Beauharnais, adverc'het gant Napoleone Buonaparte. Da gentañ ne voe ket evurus ar priedoù. Ouzhpenn e oa Karl dindan levezon e eontr Ludwig Iañ von Baden (1763-1830), rouler ha gastaouer.
Breur-kaer da roue Sveden ha d'an Tsar, hogen daoust da se e roas harp da Napoleone Buonaparte ha n'en dilezas nemet war an diwezhadoù.
Goude marv e dad-kozh e 1811 e renas en dugelezh evel Karl II. Mervel a reas seizh vloaz goude, e 1818, d'an oad a 30 vloaz.
Krouiñ a reas Urzh Leon Zaeringen e 1812.
E vugale
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pemp bugel o doe:
- Luise Amelie Stephanie von Baden (1811-1854), dimezet en 1830 d'ar priñs Gustav Sveden (1799-1877);
- ur mab, ganet d'an 29 a viz Gwengolo 1812, marvet d'ar 16 a viz Here (hervez a ouzer), hag a c'hallfe bezañ bet Kasper Hauser.
- Josephine von Baden (1813-1900), a zimezas en 1834 da Charles-Antoine von Hohenzollern-Sigmaringen (1811-1885)
- Alexandre von Bade (1816-1817)
- Marie von Baden (1817-1888), a zimezas en 1843 d'an dug William Douglas de Hamilton (1811-1863)
Goude e varv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E eontr Ludwig Iañ von Baden (1763-1830) an hini a renas war e lerc'h
En e raok: Karl Ludwig von Baden |
Dug-meur Baden 1811 – 1818 |
War e lerc'h: Ludwig Iañ von Baden (1763-1830) |