Karavelenn

Eus Wikipedia
Ar garavelenn Vera Cruz war an Tejo, e Lisboa

Ur garavelenn[1](caravela e portugaleg) zo un doare lestr dre lien graet gant Portugaliz er XVvet kantved hag er XVIvet kantved, e Marevezh an Dizoloadegoù, evit ober beajoù pell.

Implij[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Les caravelles en haute mer
Karavelennoù en uhelvor, e-barzh al levr Christophe Colomb vu par un marin

Moraerien vrudet o deus merdeet gant karavelennoù.

Bartolomeu Dias a erruas e Kab ar Spi Mat en 1487-1488. Gant div garavelenn, ar Pinta hag an Niña, hag ar c'harak Santa Maria, eo ez eas Kristof Kolomb da Amerika en 1492. Vasco da Gama e voe an Europead kentañ da zegouezhout en Indez gant ur garavelenn.

En 1522 e voe hedet aodoù Aostralia gant teir c'haravelenn Cristóvão de Mendonça.


Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Karavelenn e lodenn c'hallek Geriadur Hemon-Huon e 2005, hogen karavellenn e Geriadur Al Liamm 2014, pajenn 424.