Santa María (1492)
Neuz
Ar Santa María zo ul lestr spagnol, ar brasañ eus an tri a eas gant Kristof Kolomb da Amerika e-kerzh e veaj kentañ en 1492, hag an hini a dreizhas warnañ. Ur c'harak, pe nev, e oa ar Santa María, ha div garavelenn a oa ouzh e heul, La Pinta ha La Niña.
Graet e oa gant koad eus Kantabria, ha perc'hennet e oa gant Juan de la Cosa. Goude ur veaj a zaou viz hanter er Mor Karib e reas peñse, da noz Nedeleg 1492, war aod Hispaniola. Ne zistroas ket al lestr da Spagn e Kerzu 1492 eta, evel an daou lestr all, peogwir e servijas da sevel ar Fuerte Navidad, ar c'hentañ annez spagnol er Bed Nevez.