Mont d’an endalc’had

Karantez er c'hrennlavaroù

Eus Wikipedia

Setu un dornad krennlavaroù diwar-benn ar garantez

  • Kemer hep reiñ A laka ar garantez da dreiñ
  • Gwelloc'h karantez leizh an dorn Eget arc'hant leizh ar forn.
  • Gwelloc’h karantez etre daou Eget madoù leizh ar c’hraou
  • Karantez dost, karantez laosk Karantez bell, karantez well.
  • Dousoù e pep lec’h Karantez e nep lec’h.
  • Gant karantez zo plijadur Ha gant madoù tamalladur.
  • Ar vleunienn a dro a-wechigoù Karantez plac’h a dro atav.


  • Ar garantez oc’h en em gaout An ibil kig o vont er faout.
  • E-lec’h ma vank naetadurezh Ne chom ket bev ar garantez.


  • Karout hep bezañ karet A zo kriz ha kalet.
  • Karout ar merc’hed hag ar gwin A denn peurvuiañ da wall fin.
  • Karout kened ne bad ket pell Karout onestiz a zo gwell.
  • Ha pa vijec'h ken du hag ar mouar Gwenn-kann oc'h d'an hini ho kar.