Kaozeal:Yuzevien

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Moarvat e c'hellfe bezañ ur pennad dindan an titl Yuzevien ha n'eo ket un adkas da Yuzevegezh hepken. En ur bern yezhoù all ez eus gwir pennadoù (en:Jew, af:Jood, ar:يهود, an:Chodigo, bs:Jevreji, bg:Евреи, ca:Jueu, cs:Židé, cy:Iddew, da:Jøde, de:Juden, et:Juudid, el:Εβραίοι, es:Judío, eo:Judoj, eu:Judu, fr:Juif, ko:유대인, hi:यहूदी, hr:Židovi, id:Yahudi, ia:Judeo, is:Gyðingar, it:Ebrei, he:יהודים, ka:ებრაელები, la:Populus Iudaicus, lt:Žydai, mk:Евреи, nl:Joden, ja:ユダヤ人, no:Jøder, nn:Jødar, nrm:Juis, pl:Żydzi (naród), pt:Judeu, ro:Evrei, ru:Евреи, scn:Abbreu, simple:Jew, sl:Judje, sr:Јевреји, sh:Židovi, fi:Juutalaiset, sv:Judar, tl:Hudyo, th:ยิว, tr:Musevi, uk:Юдеї, yi:ייד, zh:犹太人). --Llydawr 9 Meu 2007 da 21:54 (UTC)[respont]

Ya, da gopmpren mat a ran ha rezon 't eus diouzh un tu ha lemel a rin ma'c'h eus c'hoant an adkas met ret e vo diverkañ ar bajenn ivez rak pa'm eus soñj mat e oa goullo ar pennad bet savet an adkas diwarnañ o vezañ ma oa anezhi unan eus ar pennadoù muiañ-goulennet an hini e oa. Savet em boa an adkas da c'hortos evit ma vefe kaset an neb a lenne ur pennad ennañ ar ger "yuzevion" betek ar bajenn "yuzevegezh" kentoc'h evit na neplec'h. Respont din hag e rin evel m'a'h eus c'hoant (a-raok ma vije kemmet tra pe dra ganin evel-just), pe tu zo dit 'hen ober war-eeun evel-just hep goulenn tamm "aotre" ebet diganin.

--Neal (Kaozeal) 10 Meu 2007 da 07:37 (UTC)[respont]

Goulenn sklaeraat[kemmañ ar vammenn]

ar Yuzevien a zo izili (…) pe ur gumuniezh a zo amjestr. Mat e ve sklaeraat pe reiñ daveoù. Ma komprener implijoù anavezet mat evel "kumuniezh Yuzevien New York" pe "kumuniezh Yuzevien ar vro-mañ-bro", lakaat anezho holl evel bezañ ur "gumuniezh hollek" a seblant bezañ kalz politikeloc'h, hag amjestr (implijet e vez da skouer e-touez metoù 'zo, n'eus ket ezhomm brudañ anezho kaer).--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 30 Du 2014 da 19:56 (UTC)[respont]

Yuzev pe Yuzevez a vezer dre ar mammoù : mard eo ar vamm un ezel eus ar pobl yuzev ez eus Yuzevien eus he bugale dre yuzevegezh ; n'eo ket ret e vije ar vugale-se heulierien ar yuzeviezh, pa c'hallont bezañ dizoue, kristen, muzulmat, Jedi hag all. Ur skouer a gaver er romant Dominion gant C. J. Sansom (2012), ma 'z eus un den na oar ket ez eus ur Yuzev anezhañ peogwir ne oar ket e oa ur Yuzevez eus e vamm.
Amjestr eo ar ger "kumuniezh" en degouezh-se evit gwir, pa ne ra ket an diforc'h etre yuzevegezh ha yuzeviezh dres a-walc'h : puniñ tud en ur sac'h flaerius eo skrivañ kement-se, dre ziouiziegezh pe zismegañs. Gwelit : enepyuzevegezh (emzalc'h an dud a argas ar Yuzevien, dre ziouiziegezh pe dre ideologiezh) hag enepyuzevouriezh (an ideologiezh ).

Mankout a ra sinatur an den a-us . Bianchi-Bihan (kaozeal) 10 Kzu 2014 da 16:17 (UTC)[respont]