Kaozeal:Ya !
Yann Fañch Jacq a zo echu gantañ bezañ prezidant Keit Vimp Bev, ur brezidantez a zo bet lakaet en e blas nevez zo (peseurt anv he deus avat n'ouzon ket, furchal a rin). Er bajenn drokein e vez boulc'het ar gaoz dindan stumm un "emgav gant", al lodenn vrasañ eus an dud aterset a zo brezhonegerien anezho, n'int ket tout avat.
- Ya gwir eo n'emañ ket Yann Fañch Jacq prezidant Keit Vimp Bev ken, ar brezidantez nevez a zo anvet Charline Burnouf. Lenn a ran war ho lec'hienn an aozadur nevez (amañ). Mat e vefe deoc'h sinañ pa skrivoc'h ur gemennadenn, aesoc'h eo evidomp respont deoc'h, trugarez. --Y-M D (kaozeal) 27 C'hwe 2010 da 20:55 (UTC)
Un draig zo er frazenn a ginnig ar gazetenn Ya! :
"Ya ! eo ar gazetenn vrezhonek sizhuniek nemeti, krouet e miz Mae 2005 gant an ti-embann brezhonek Keit Vimp Bev, staliet e Laz (Bro-Gerne - Penn-ar-Bed)."
Ar gazetenn vrezhonek sizhuniek nemeti war baper eo Ya!, war Internet avat ez eus ur gelaouennig hollvrezhonek a vez embannet bep sizhun abaoe 2004, Bremaik. Tu a vefe da ouzhpennañ ar meneg "war baper" marteze en deskrivadur neuze ? --Ed 30 Meu 2010 da 17:11 (UTC)
Lennerien zo ?
[kemmañ ar vammenn]"Lennerien zo a gav iskis lenn pennadoù-kaoz brezhonek gant gallegerien, pa ne vez ket resisaet eo bet troet o c'homzoù" a lennan a zo bet ouzhpennet er pennad. N'on ket 'vit lavaret ha gwir eo pe n'eo ket, setu perak ez eus ezhomm ouzhpennan daveoù evit reiñ seurt titouroù. Pelec'h ez eus bet anv eus an dra-se, peur, pet a dud... ? A galon --Y-M D (kaozeal) 22 Gwe 2010 da 15:39 (UTC)
- Lennet marteze e korn lizhiri al lennerien? Bianchi-Bihan 22 Gwe 2010 da 16:03 (UTC)
- Mat 'vefe kaout, er WP brezhonek, patromoù evel-henn evit an holl frazennoù da wellaat, diresis, personel, da neptuekaat, da spisaat, da zaveenniñ... ha kement 'zo. [1].--Trec'hlid mitonet 22 Gwe 2010 da 16:07 (UTC)
- Lennet marteze e korn lizhiri al lennerien? Pe ez eo ur fed (ne vez ket resisaet d'al lennerien) pe n'eo ket. Ma'z eo ur fed, lakaat er pennad, tennañ afer al "lennerien zo", ha mat pell zo! 'welan ket p'lec'h 'mañ 'n dalc'h.Bianchi-Bihan 22 Gwe 2010 da 16:03 (UTC)
- Mat 'vefe kaout, er WP brezhonek, patromoù evel-henn evit an holl frazennoù da wellaat, diresis, personel, da neptuekaat, da spisaat, da zaveenniñ... ha kement 'zo. [1].--Trec'hlid mitonet 22 Gwe 2010 da 16:07 (UTC)