Mont d’an endalc’had

Kaozeal:Verb damskoazell

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Verb damskoazellañ, e Yezhadur Bras ar Brezhoneg, met petra 'vern? Ganin eo gwelloc'h verb-damskoazellañ, n'eus forzh penaos. Bianchi-Bihan 26 C'hwe 2009 da 21:18 (UTC)[respont]

Rezon ac'h eus d'am soñj. Graet em boa gant "verb damskoazell" diwar skouer "verb skoazell" kavet ganin e geriaoueg Diwan, met d'am soñj e vefe gwell ober gant "verb skoazellañ" diwar patrom Y.B.B. "verb damskoazellañ", rak d'am soñj eo reishoc'h da heul, da skouer "verb doareañ" evit "verb doare". Graet e vo gant an tired bewezh ivez evit reiñ da c'hoût ec'h eo gerioù kevrennek anezhe holl - un dibab mat ivez d'am soñj diouzh hoc'h ali. Adwelet e vo ganin tamm ha tamm ivez ar pennadoù bet savet nevez 'zo ganin o tennañ d'an tuioù evit a sell ouzh implij an tired. Trugarez vras dit evit da labour ha da alioù war ar c'hraf-mañ a dalvezo da welaat ar wikipedia dre lakaat un tamm poell/urzh ha da aesaat ar c'hlaskoù. A galon, Neal (Kaozeal) 27 C'hwe 2009 da 07:35 (UTC)[respont]
N'on ket sur e vo gallet lakaat poell, ha ne gredan ket eo ret lakaat atav, kousto pe gousto: ne bleg ket ar yezh da youl un den, dre chañs. Met lakaat un tamm ne ray ket droug. Pezh zo, tud all a vo, en un tu pe du, o lakaat ur poell all. Klaskomp penaos e ra hemañ-hen, na glaskomp ket (re) krouiñ traoù nevez ma ne vez ket ret, dibabomp etre an traoù a zo ma n'int ket re ziboell, ha ne vo ket re fall dija. Bianchi-Bihan 27 C'hwe 2009 da 08:08 (UTC)[respont]
A-du mui-pe-vui war.bouez un draig: gwir eo na bleg ket ar yezh da youl un den, met ken gwir all an hini eo n'eo ket ar reizhskrivañ un dra a denn da framm don ar yezh ha lakaat poell/urzh un tammig war ar c'hraf-mañ ne ra nemet aesaat ar c'hlaskoù. Gober a c'heller gant ar pezh 'zo bet graet dija, met dre m'eo bet labouret dreist-holl war dachenn strizh-pe-strisoc'h ar yezhadur hah gini yezhadur ar brezhoneg dreist-holl ne dalvez ket evit mont gwall bell alies evit sevel pennadoù war tachenn ledan-pe-ledanoc'h ar yezhoniezh hag neuze eo mat klask reolennoù er pezh 'zo bet graet betek-hen evit gallout krouiñ war an hevelep patrom (seul wezh m'eo reizh ar pezh 'zo bet savet betek-hen, evel-just). Pe a-hendall chom hep sevel pennadoù a dennfe da draoù dianv da gKervella hag Hemon, da skouer, met d'am soñj e vefe un tammig berr ar peuriñ neuze war meur a dachenn skiantel a-vremañ. A galon, Neal (Kaozeal) 27 C'hwe 2009 da 08:24 (UTC)[respont]
Marteze ne gomprenan ket mat an traoù-se, met chom hep urzhiañ pe reoliañ betek re n'eo ket chom hep studiañ. Ne gredan ket em bije skrivet se nag uheloc'h na neblec'h. Bianchi-Bihan 27 C'hwe 2009 da 08:31 (UTC)[respont]