Mont d’an endalc’had

Kaozeal:Unkorneg Roz Diwelus

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Lakaat Marc'h-kornek roz diwelus da ditl, evel e yezhoù all ? --Llydawr (kaozeal) 26 C'hwe 2015 da 17:52 (UTC)[respont]

Evel-just; ne gomprenan ket perak n'em boa ket gwelet; Bianchi-Bihan (kaozeal) 26 C'hwe 2015 da 18:20 (UTC)[respont]
An Unkorneg Roz Diwelus eo anv an oberenn. — 2.13.201.223 26 C'hwe 2015 da 18:26 (UTC)[respont]

Anv testeniaekaet gant an aotrou 2.13.201.223 hepken?Bianchi-Bihan (kaozeal) 26 C'hwe 2015 da 19:17 (UTC)[respont]

Skrivet eo er pennad end-eeun :   (e saozneg : Invisible Pink Unicorn = Unkorneg Roz Diwelus.
Brezhoneg evit licorne : unkorneg An Here ; unkorn, unkorneg Vallée ; unkorneg Le Gléau, hag unkorn diwar Dafar evit ur c'heriaoueg a'n Ardamezouriezh Yelle & Abhennez (1965) ; likorn & aerlin (Luzel) Favereau
*Marc'h kornek : anv testeniekaet gant an ao. Bianchi-Bihan hepken ? — 2.13.201.223 26 C'hwe 2015 da 20:03 (UTC)[respont]
War ar marc'had, n'eo ket ur "marc'h", hag en em gaver gant deskrivadurioù tremen souezhus evel "marc'h-kornek kiheñvel", "marc'h-kornek heizezheñvel", "Marc'h-kornek glas, damheñvel ouzh un chacal» (sic) er pennad gouestlet d'al loen-se.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 26 C'hwe 2015 da 20:13 (UTC)[respont]

>>Petra c'hoari Bianchi-Bihan aze ? Diverket hiziv skrid Marc'h-kornek ma reer 'unkorneg a-hed ar pennad, a echu gant "lesanvet marc'h-kornek a-wechoù", gant un notenn ! Sur a-walc'h e oa Unkorneg titl orin ar pennad, met gantañ ez eo bet divizet mont diouzh tu R. Hemon en enep d'an holl c'heriadurourien all, daoust d'an notenn sklaer !
Diverket en doa danvez ar pennad, e lakaet em eus war wel en-dro, pa ne blij ket din seurt emzalc'h, tamm ebet. Dizonestiz hag untuegezh a welan-me aze, ar pezh a zo kontrol-krenn da spered Wikipedia, ha da forzh pe holloueziadur. — 2.13.201.223 26 C'hwe 2015 da 20:23 (UTC)[respont]

Gwelet mat: ur pennad "unkorneg" a oa aze da gentañ [1], cheñchet an titl gantañ hep reiñ an disterañ displegadenn, ha bremañ e tisverk kement na blij ket dezhañ (hep displegadenn ebet kennebeut). Hag ar pezh a oa «An unkorneg a zo ul loen mojennel, skeudennet evel ur marc'h pe ur c'havr, gwenn peurliesañ, dezhañ korf ur marc'h, bouchig ur bouc'h, karnioù faout, lost ul leon hag ur c'horn hir, sonn, troellennek ha begek, e kreiz e dal, hag a zo e arouezenn bennañ.» a zo deuet da vezañ gantañ: «Ar marc'h-kornek, pe unkorneg, zo ul loen mojennel hag a denn d'ur marc'h dreist-holl, ha da loened all un tamm ivez.» kement ha tuiñ gant an titl dibabet gantañ.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 26 C'hwe 2015 da 20:34 (UTC)[respont]

Edgar o komz eus onestiz, peadra da c'hoarzhin. Evel komz ur marc'h-kornek diwelus. Marteze n'eo ket amaén lec'h kaozioù ar c'houblad Trec'hledgar, Marc'h-kornek zo ur pennad all. met perak kement a gasoni ouzh Roparz Hemon? Bianchi-Bihan (kaozeal) 27 C'hwe 2015 da 07:23 (UTC)[respont]