Kaozeal:Troad (disheñvelout)

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

D'am soñj e vije ret skrivañ troad ha trôad. Ur c'hinnig n'eo ken. Bianchi-Bihan 6 Meu 2009 da 13:56 (UTC)

Ha perak ne skriver ket "brôad" ha "rôad" neuze? Ha gerioù all ez eus ma vez implijet an tog evel ma kinigez-te? Neal (Kaozeal) 6 Meu 2009 da 16:03 (UTC)
E levrioù zo e vez kavet: geriadur Vallée. Broad ha road zo un tamm disheñvel: n'eus ger all da zisheñvelout diouto. Bianchi-Bihan 6 Meu 2009 da 16:11 (UTC)
'c'hanta, ha neuze e c'heller implijout an tog evit disheñvelaat gerioù e KLTGw unvan? Ha skouerioù all 'zo? Neal (Kaozeal) 6 Meu 2009 da 16:19 (UTC)
Ha n'eo ket ar peurunvan eo a ranker implijout amañ? Setu ar pezh bet skrivet war ar pennad "peurunvan":
"Implij an doare-skrivañ-se a oa bet degemeret er bloaz 1941 gant an holl skrivagnerien gwitibunan, war-bouez tri eus ar rummad kozh : Taldir, Vallée ha Meven Mordiern, na felle ket dezho lakaat kemm d'an doare-skrivañ evit reiñ digor d'ar gwenedeg a oa endeo war e dalaroù."
A galon, Neal (Kaozeal) 6 Meu 2009 da 16:23 (UTC)

Fentus[kemmañ ar vammenn]

Setu kaozioù fentus. 'Meus aon e vefomp aet war hon zalaroù war-lerc'h ar re-se a-raok ar gwenedeg, a zo kelennet un tammig ha skignet dre skingomz hiziv pa ne oa ket er bloaz 1941, pa oan yaouank c'hoazh. A-hend-all ez eus un tamm kemm er peurunvan hervez an embannerien: gwelout/gwelet, elgez/elgezh, moulañ/moullañ, hep ankouaat ar peurunvan gwenedek. Ha peurunvan Roparz pe Kouli n'eo ket tre evel hini Roparzh pe Koulizh. Ma! d'am soñj eo klozet mat an aferig hag en un doare fur. Bianchi-Bihan 6 Meu 2009 da 17:38 (UTC)

Ur c'hinnig ne oa ken... Neal (Kaozeal) 6 Meu 2009 da 19:43 (UTC)

Implij sinoù diakritek[kemmañ ar vammenn]

Ha n'eo ket an daouboent a dalvez peurliesañ da lakaat an diforc'h etre an hiatus hag an diftongenn, daoust ha ma vez implijet peurliesañ war ar vogalenn <u>? Neal (Kaozeal) 6 Meu 2009 da 20:31 (UTC)