Mont d’an endalc’had

Kaozeal:Treuz-kontre

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Disverket e vez ingal ur goulenn eeun savet ganin: reiñ un daveenn d'an droienn lakaet da ditl [1]. Ar pezh a zo reizh war-lerc'h an diviz a oa bet amañ: [2]. Wikipedia n'eo ket ur greizenn c'heriaouiñ nag ur greizenn dermenadurezh. N'eo ket "didalvoud" neuze sevel ar goulenn-se, ha ne cheñch netra e danvez ar pennad war ar marc'had, nemet reiñ muioc'h a gred dezhañ. (Anat eo ouzhpenn ivez n'eo ket ganin eo bet kroget ar "brezel" war ar pennad-mañ.)--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 14 Eos 2012 da 12:28 (UTC)[respont]

Anat eo e oa kroget ar brezel gant kaozioù a feiz fall diwar-benn kontre ha country ha gwlad en deiz all.
Anat eo ivez e vez krouet gerioù amañ a-wechoù: kantadoù zo, evel gerontofiliezh paneveken. Anat c'hoazh ne savez nemet a-enep unan savet ganin gant brezhoneg aes da gompren, pa'z eus e-leizh a re all. Bianchi-Bihan (kaozeal) 14 Eos 2012 da 12:41 (UTC)[respont]
E-lec'h koll amzer o pismigañ brezhoneg mat e c'hallfes klask tabut e yezh an arouez {{Tabut}} Bianchi-Bihan (kaozeal) 14 Eos 2012 da 12:45 (UTC)[respont]
Tabut

Tabut zo savet er bajenn-mañ. Bez' e c'hellit skrivañ hoc'h ali er bajenn gaozeadenn a zo stag outi.


Hervez an evezhiadenn-mañ (https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Treuz-kontre&diff=1544124&oldid=1521431) n'eo ket testeniekaet "redek war ar maez", ur fars. Din ha d'am ziegezh eo testeniekaet a-walc'h gant hon zreid. A-hend-all emañ e lavar pemdeziek un toullad brezhonegerien. Bianchi-Bihan (kaozeal) 25 Kzu 2013 da 18:41 (UTC)[respont]

Ma vez lakaet "Treuz-kontre" da ditl ([3]) d'ur pennad kevatal d'ar pennad saoznek en:Cross-country running (="Redek a-dreuz maezioù"), penaos e vo troet titloù ar pennadoù en:Cross-country cycling, en:Cross-country skiing ha en:Cross-country equestrianism (pe "cross-country riding") ? --Llydawr (kaozeal) 27 Gen 2014 da 16:49 (UTC)[respont]

Din eo marc'hhouarnañ a-dreuz maezioù (pe a-dreuz menezioù, a-wechoù), marc'hegañ a-dreuz maezioù. Bianchi-Bihan (kaozeal) 27 Gen 2014 da 18:48 (UTC)[respont]
Treuz-kontre m. e geriadur Martial Ménard, p. 344-a > marc'h-houarnañ/skiañ/marc'hegañ treuz-kontre ; ster ur redadeg zo gant en:cross-country, ur bourmenadenn n'eo ket. — Sad Edgar (kaozeal) 27 Gen 2014 da 19:13 (UTC)[respont]
Un ali. Met re all zo. Ar ster "redek" e saozneg ne welan-me ket, gant ma daoulagad fall, er gerioù saoznek cross-country (pa emañ er ger-se e galleg), pa en gwelan mat-tre avat e cross country running, ha ma vije e-barzh dija, ne vije ket ret lakaat "running" ouzhpenn. "Cross country skiing" zo "ski de randonnée", ha n'eo ket ur redadeg a gredan. Pa vez redadeg e larer : cross-country ski competition. http://en.wikipedia.org/wiki/Cross-country_skiing. Bianchi-Bihan (kaozeal) 27 Gen 2014 da 19:28 (UTC)[respont]
Hag amañ n'eo ket ur sport nag ur redadeg: http://en.wikipedia.org/wiki/Cross_Country_Route . Bianchi-Bihan (kaozeal) 27 Gen 2014 da 19:42 (UTC)[respont]

Awright. Let's grab that good ol' Random House Webster's dictionary and have a look:
cross-country
adjective 1. directed or proceeding over fields, through woods, etc ., rather than on a road, track, or run: a cross-crountry race. 2 from one end of the country to the other: a cross-country flight.
noun 3 a cross-country sport or race [1760-70]

Now any average English-speaking guy or gal can understand that Treuz-kontre is an acute translation of cross-country (noun), given the topic of the article. Game over.
Please do not bug me about this : I'm an American fellow — and yeah, I do speak Breton. — Sad Edgar (kaozeal) 27 Gen 2014 da 20:38 (UTC)[respont]

Pep hini a lar pezh a gar, Edgar. I'm a Breton man and I do speak Breton too. Ha ne welan ket ez afe da Webster kontrol d'ar pezh am eus laret. Evit ar ger "kontre" e welan peadra da gavout abeg ennañ. Bianchi-Bihan (kaozeal) 28 Gen 2014 da 07:16 (UTC)[respont]