Mont d’an endalc’had

Kaozeal:Trenkenn dezoksiribonukleek

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Galleg treuzwisket eo *sitozin ; gwelloc'h eo kitozin, diwar gr:kutos, "kellig".

Ma teu eus ar ger gregach kutos eo kutozin an anv deveret e brezhoneg. Ha ma teu eus ar ger gallek cytosine eo sitozin ar ger brezhonek.
N'eo ket ar pennad sitozin hepken e vije da gemmañ met ivez : geriaoueg ar skiantoù hag an teknikoù gant Kreizenn Ar Geriaouiñ, an dornlevrioù implijet er skolioù brezhonek, hag ar gerioù bet desket gant ar c'hantadoù a vrezhonegerien a zo bet e lise Diwan. Prest out da gregiñ e-barzh ? --Ben Herzog 7 Her 2012 da 07:15 (UTC)[respont]
> κυτοσίνη eo ar ger, evel a ouzez hep mar > br:kutosin ez-reizh. Troet eo κ da s diwar levezon distagadur ar c gallek dirak ur vogalenn, ar pezh a zo direizh e brezhoneg. Ken direizh all eo s troet da z diwar levezon an distagadur gallek. Ne'm eus reizhet nemet k, hogen gwir eo e rankjec'h reizhañ pep tra — krogomp da skrivañ likez e-lec'h *lise, ha piv a reizho *santimetr (sm) e-lec'h kantimetr (cm) e dornlevrioù Diwan, evel ma 'z eo dleet pa zoujer da reolennoù ar brezhoneg ha da reizhiad etrebroadel an unanennoù fizikel ?

Un holloueziadur etrebroadel eo Wikipedia, un astenn eus Diwan n'eo ket, zoken pa 'z eo ar reizhiad Diwan unan vat. — T42N24T (kaozeal) 7 Her 2012 da 09:04 (UTC)[respont]

Wikipedia n'eo ket ur benveg geriaduriñ pe geriadurouriezh. Ha mar seller ouzh ar yezhoù all a ra gant al lizherenneg latin n'eus hini ebet a ra gant "k" (en o zouez an alamaneg hag an euskarek), nag ar re girillek kennebeud-all a ra gant "Ц = ts" (evel talvoudegezh "c" alies): [[ca:Citosina]], [[cs:Cytosin]] [[da:Cytosin]] [[de:Cytosin]] [[en:Cytosine]] [[eo:Citozino]] [[es:Citosina]] [[eu:Zitosina]] [[fi:Sytosiini]] [[fr:Cytosine]] [[gl:Citosina]] [[hr:Citozin]] [[hu:Citozin]] [[id:Sitosina]] [[it:Citosina]] [[jv:Sitosin]] [[lt:Citozinas]] [[nl:Cytosine]] [[no:Cytosin]] [[oc:Citosina]] [[pl:Cytozyna]] [[pt:Citosina]] [[sh:Citozin]] [[sk:Cytozín]] [[sl:Citozin]] [[sv:Cytosin]] [[tr:Sitozin]] [[ur:Cytosine]] [[vi:Cytosine]] [[zh-min-nan:Cytosin]].--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 7 Her 2012 da 09:21 (UTC)[respont]
«ha piv a reizho *santimetr (sm) e-lec'h kantimetr (cm) e dornlevrioù Diwan, evel ma 'z eo dleet pa zoujer da reolennoù ar brezhoneg ha da reizhiad etrebroadel an unanennoù fizikel ?» Skrivadur ar ger hag ar berradur n'o deus netra da welet: e kembraeg e skriver cilometr hag ar berradur a zo km (ha neket "cm", ar pezh a vefe diskiantel-rik!).--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 7 Her 2012 da 09:26 (UTC)[respont]
Ya, κυτοσίνη eo ar ger e gresianeg (ne ouien ket) met n'eo alese e teu ar gerioù er yezhoù all, brezhoneg hag all. Ar ger alamanek Cytosin a oa bet savet da gentañ, diwar cyto (gregach ha n'eo ket gresianeg), -ose hag -ine. Dont a ra -ose eus glucose ha klotañ a ra gant al lostger -oz e brezhoneg ("glukoz" e geriadur Roparz Hemon ; "aldoz", "alloz", "pentoz" hag all e lec'hienn Ofis Publik ar Brezhoneg, memes tra gant Kreizenn ar Geriaouiñ). Marteze e fello dit "reizhañ" ar geriadurioù-se ivez. --Ben Herzog (kaozeal) 8 Her 2012 da 15:23 (UTC)[respont]