Kaozeadenn Implijer:Ben Herzog
Salud, Ben Herzog, Un degemer c'hwek a roomp dit war ar Wikipedia e brezhoneg | |||
Demat, Ben Herzog. Trugarez da gemer perzh er raktres. Spi hon eus e vi plijet o labourat ganeomp hag e vi en da vleud amañ. | |||
Un holloueziadur savet a-stroll eo Wikipedia e brezhoneg. Frank a wirioù eo an danvez a gaver ennañ. Savet eo bet d'an 22 a viz Mezheven 2004; abaoe ez eus bet diazezet gant ar gumuniezh meur a bennaenn evit kenlabourat. Ma'z out nevez war ar wiki, kemer un tamm amzer evit lenn diwar-benn an temoù da-heul, a-raok kregiñ da gemer perzh da vat e Wikipedia. Gra gant patromoù Babel evit lakaat war wel ar yezhoù komzet ganit. | |||
Kregiñ ganti Ober e gammedoù kentañ |
Takad pleustriñ Evit ma c'hallfes ober taolioù-esae | ||
Program skoazell. Goulenn bezañ skoazellet gant unan bennak evit kregiñ ganti |
Desk penaos degas kemmoù en ur bajennn Titouroù evit cheñch traoù war pajennoù ar wiki | ||
Fazioù boutinañ a ranker diwall outo Diverrañ eus ar fazioù boutinañ stadet war ar wiki |
Foar ar Goulennoù Goulennoù a vez graet gant an holl | ||
Reolennoù Wikipedia Reolennoù aprouet gant ar gumuniezh |
Tavarn Ma c'hallez goulenn tra pe dra ouzh ar wikipedourien all | ||
Pemp pennaenn Wikipedia Reolennoù diazez mat da c'houzout |
Skoazell Dornlevr hollek Wikipedia | ||
Homañ eo da bajenn gaozeal, ma c'hallez resev kemennoù a-berzh Wikipedourien all. Mar fell dit leuskel ur gemennadenn d'ur wikepedour all eo ret dit skrivañ war e bajenn gaozeal dezhañ; a-hend-all, ne ouio ket. E traoñ da gemennadenn e tleez sinañ gant peder ~~~~ pe pouezañ war ar bouton-mañ : . Dalc'h soñj ne vez ket sinet ar pennadoù. |
Spi hon eus ez po plijadur war Wikipedia e brezhoneg.
Salud dit. Merzet em eus ne oa bet den o tegemer ac'hanout. Evel ma lâre Jakez ez eo gwelloc'h un hanter ziwezhat evit ur biskoazh penn-da-benn. ;-)--Kadwalan 1 Eos 2011 da 16:22 (UTC)
- Trugarez. --Ben Herzog 1 Eos 2011 da 17:15 (UTC)
Salud, n'em eus ket sellet a dost ouzh afer embanner an Uhel, met mat e vije mirout anvioù Donatien Laurent hag an embanner parizian, pa'z eus bet anezhe. Bianchi-Bihan 14 Eos 2011 da 04:03 (UTC)
- Ya, evel-just. Un adembannadur all ez eus bet nevez zo (2010) gant Nabu Press. A galon. --Ben Herzog 14 Eos 2011 da 04:07 (UTC)
Viloni
[kemmañ ar vammenn]Kavet em eus ar viloni-mañ : http://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Wikipedia:Kumuniezh/An_davarn/sizhunvezh_45,_bloaz_2011&diff=prev&oldid=1106469. Pa n'out ket gouest da brouiñ pezh a lavarez e vefe gwelloc'h dit marteze tremen hep adober. Fent am eus pa soñjan e teu goude un evezhiadenn dister db ul liamm. Ne vez ket pell lod o vagañ sac'hadoù kasoni evit an disterañ tra dre amañ hag o wallvrudañ ar re all. Bianchi-Bihan 20 Du 2011 da 08:58 (UTC) Evel-just e c'houlennan diganit en em zigareziñ warar bajenn e-lec'h ma'c'h eus graet da zroukprezeg. Bianchi-Bihan 23 Du 2011 da 08:56 (UTC)
- Respontet em eus en davarn. --Ben Herzog 4 Kzu 2011 da 09:06 (UTC)
Poblañs
[kemmañ ar vammenn]Demat. Trugarez. Ne gomprenen ket pegiz e kerzh an traoù. Klask a rin heuliañ hoc'h ali fur. A galon. 109.218.123.194 29 Her 2013 da 09:09 (UTC)