Mont d’an endalc’had

Kaozeal:Stella Maris

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

E Breizh eo un anv a vez graet eus ar Werc'hez Vari

Hag aozer ar bajenn-mañ a embann bout kelenner war ar brezhoneg, hag a gred tabutal diwar-benn brezhoneg an implijerien all ? 2.13.222.199 6 C'hwe 2013 da 20:15 (UTC)[respont]

Trugarez, aotrou dizanv, eus hoc'h evezhiadenn ha n'eo ket gwall sklaer. Ma c'hallit displegañ e vo gwelloc'h. A-hend-all n'embannan netra er wikipedia. Bianchi-Bihan (kaozeal) 7 C'hwe 2013 da 07:23 (UTC)[respont]

Evit sklaeraat, distroit d'an diazezoù, rak ezhomm zo (en urzh diaesoc'h-diaesañ da gompren evit an deskarded) : Yezhadur berr ar brezhoneg RH § 84, Trepos § 484 & 487, Kervella § 208 (p. 138) ha Yezhadur istorel ar brezhoneg RH § 168 (p. 249) ; faziet eo Desbordes (§ 106) evel boas. Unan eus reolennoù rekis evit brezhonegañ eo implijoù reizh stummoù ar verb bezañ/bout.
N'embannit netra er wikipedia ? Kemmet eo bet er pennad... mat ... n'on ket sur eo aesoc'h da gompren... Me 'garje e vije soñjet ober pennadoù sklaer evit an deskarded, ha n'eo ket pennadoù diaes da gompren hag a spont anezho ... eus ar re a laka an dud da dec'hout pell diouzh ar wikipedia brezhonek ... Ar stumm kozh a implijin-me d'ober skol. Aesoc'h a gavan ... Bianchi-Bihan (kaozeal) 27 Eos 2012 da 12:14 (UTC) > Gwelit pajenn "Kaozeal" Kemmadurioù ar brezhoneg mard hoc'h eus disoñjet bezañ embannet bout kelenner(ez) war ar brezhoneg. Fac-simile labour F. Kervella eo ar bajenn-se, anat eo din bepred ; poent eo deoc'h distreiñ d'ar skol vrezhoneg c'hallek mard eo YBBFK re gemplezhek evidoc'h.[respont]
"Trugarez, Aotrou", mar plij ganeoc'h, rak ur bennlizherenn zo ret pa'z eer war-eeun d'un den dre skrid. A hent all, Itron a vije dereatoc'h, rak ur gelennerez war ar brezhoneg, hag unan wirion, on-me da vihanañ. 2.13.222.199 7 C'hwe 2013 da 21:31 (UTC)[respont]

Menegiñ niverennoù n'eo ket arguzenniñ. Kalz linennoù evit lavarout nebeud a dra... Bianchi-Bihan (kaozeal) 8 C'hwe 2013 da 04:28 (UTC)[respont]

Ne welan netra er yezhadurioù meneget a rofe da soñjal ez eus un dra bennak direizh gant ar frazenn skrivet uheloc'h. Marteze n'eo ket bet komprenet mat ar frazenn-se gant 2.13.222.199 ? --Llydawr (kaozeal) 8 C'hwe 2013 da 21:18 (UTC)[respont]

Setu pezh a soñjañ ivez. Bianchi-Bihan (kaozeal) 9 C'hwe 2013 da 10:05 (UTC)[respont]

Souezhet on gant ar respontoù-se, p'emañ ar gwir gant an itron Guzh a-fed yezhadur ; gwiriet em eus he daveennoù, evel pa vije bet ezhomm, ha gallet he devije menegiñ ur yezhadur all, hini D.W.F. Hardie, Ph.D., A Handbook of Modern Breton (Armorican), University of Wales Press, Cardiff, 1948 (p. 97) ha kement hentenn-deskiñ sirius (Brezhoneg buan hag aes ivez zoken, mard em eus soñj mat) : ne c'hall ket eo bout heuliet gant ur rener amresis, (ez) eus zo ret en degouezh-se.
Lagad an naer — hag an teod ivez, war a hañval — zo gant an itron, pa 'z oc'h bet tapet gant azoniad ar rinc'halleg da 'm meno : troidigezh ar galleg En Bretagne c'est un nom usuel de la Vierge Marie eo ar bomm ; gwell e vije bet menegiñ ar rener e-lec'h delc'her d'ar goustav > "E Breizh ez eo Stella Maris un anv a vez graet eus ar Werc'hez Vari" ha reizh e vije bet. Mar ne felle ket d'ar skriver advenegiñ Stella Maris e oa tu dezhañ da skrivañ "E Breizh ez eo an anv a roer alies d'ar Werc'hez Vari" ha mat e oa ivez. — T42N24T (kaozeal) 9 C'hwe 2013 da 16:38 (UTC)[respont]

Faziañ a c'hallan, evel an holl, ha da itron ivez. Evit deskiñ ar yezh ez afen kentoc'h da glask gant brezhonegerien eget e pajennoù ur yezhadur saoznek dianav d'an darn vrasañ eus ar vrezhonegerien, ha n'eo ket graet evito ouzhpenn panevet-se e vije bet skrivet en ur yezh all, met pep hini 'ra pezh a gar. Un dra zo sur : n'eo ket bet gouest an itron (desket)-se, kelennerez (wirion , sic) da zisplegañ pelec'h e kave si, na da gompren ma frazenn. N'eo ket trawalc'h klask tabut eta, evit komz fur.

  • Skrivañ a rez: ne c'hall ket eo bout heuliet gant ur rener amresis, ... , hag a-du e vo an holl ganit, ha da itron marteze ivez.
  • Skrivañ a rez: (ez) eus zo ret en degouezh-se, hag aze ne vin ket a-du.

M'am bije bet c'hoant da lavarout eo an anv em bije skrivet gaou, rak meur a anv zo. M'am eus skrivet eo un anv eo peogwir ez eus meur a hini. Un dra a seblantez kompren, ha ne seblant ket an itron: pa lenner E Breizh eo un anv a vez graet eus ar Werc'hez Vari eo splann n'eo ket ur rener eo ar ger anv.
Lagad ar c'hoz, kentoc'h eget lagad an naer. Bianchi-Bihan (kaozeal) 10 C'hwe 2013 da 08:35 (UTC)[respont]

Respont Lagad ar c'hoz
  1. N'on ket itron T42N24T, ha dismegañsus eo e-keñver an daou.
  2. Dismegañsus eo Bianchi-Bihan e-keñver D. W. F. Hardie, hag e-keñver Roparz Hemon war an dro. Mard heulier e arguzenn douellus n'eus ket eus A Historical Morphology and Syntax of Breton un daveenn wiriek evit ar Vretoned. Ha da sutal gant labourioù Skolioù-meur Cardiff, Dublin, Leipzig, London, Oxford, Paris, Tokyo hag all.
  3. Gouest on bet da zisplegañ pelec'h e kavan si, pa 'm eus roet daveennoù resis — da Vianchi-Bihan da wiriañ ha kompren, hogen ker c'hwezhet eo ma ne c'hall ket anzav emañ faziet — ur si gall brudet er bed eo kement-se, a-hend-all.
  4. A-du penn-da-benn gant T42N24T e savan, splann eo an displegadenn a ro. Setu amañ un den a oar lenn levrioù yezhadur brezhonek.
  5. M'am bije bet c'hoant da lavarout eo an anv em bije skrivet gaou, rak meur a anv zo. Mard eus meur a anv (daveenn ebet er pennad diwar-benn Stella Maris evel lesanv ar Werc'hez Vari, ret eo d'al lennerien krediñ Bianchi-Bihan), e oa rekis skrivañ E Breizh evel e meur a vro ez eo unan eus an anvioù hag a vez graet eus ar Werc'hez Vari, daoust pegen pounner eo ar frazenn ("hag a vez graet eus" > a roer d'ar W. V., tra ken). Evidon da gaout lagad ar c'hoz em eus merzet ez eo bet kemmet ar frazenn, met chomet eo ar fazi.
  6. An hevelep fazi c'hoazh : n'eo ket ur rener eo ar ger anv. > n'eus ket ur rener eus ar ger anv. Brezhoneg kamm adarre.
  7. Hag echuiñ gant un taol dismegañsus all.
Daou dra am souezh amañ : a) a-hed an amzer e vez lezet Bianchi-Bihan d'ober fae war an implijerien all ha d'o zagañ a-hed hag a-dreuz hep arguzenniñ en un doare onest ha didroell ; b) lezet e vez da embann pennadoù peuztroet ha dizave en ur brezhoneg kamm e yezhadur — n'eur ket aotreet da reizhañ, war a hañval.
Petra bennak ma embann pajennoù a-vil-vern, moñsennoù goullo ha dizave ar pep niverusañ anezho, emañ Bianchi-Bihan o kas ar Wikipedia brezhonek d'an traoñ hag o kas danvez-kenlabourerien a-ziwar-dro ar raktres-mañ. Lagad ar c'hoz (kaozeal) 10 C'hwe 2013 da 21:22 (UTC)[respont]

Displegadur ebet c'hoazh: un daveeenn hepmui n'eo ket un arguzenn. Fentus eo gwelout unan o tamall d'ar re all ober ar pezh a ra: tagadennoù personel (difennet goñs) hep arguzenn. War a seblant ne gav ket mat hon aotrou/itron brezhoneg ar re all, ne ra ket kemm etre rener ha doareenn, hag e lenn em gerioù traoù ha n'em eus ket skrivet: feiz fall pe dallentez? Bianchi-Bihan (kaozeal) 11 C'hwe 2013 da 06:32 (UTC)[respont]