Kaozeal:Stadoù-Unanet

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Adlakaat a ran an adkas evel ma oa bet graet da gentañ holl. An hini nemetañ talvoudus evit ar Wiki-mañ. An holl liammoù Stadoù-Unanet bet kavet ganin betek-henn (hag ur bern a zo: skouerioù e-touez kant all: Frank Miller, Yezhoù siouslawek, Skilgog Gunnison...), bet savet gant kenlabourien disheñvel, a rae dave bepred da Stadoù-Unanet Amerika. Degas rouestl evel ma vez graet o ticheñchañ ar pajennoù adkas n'eo ket ur rikour.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 28 Mez 2012 da 19:33 (UTC)[respont]

Fentus eo, adalek ma ne vezer ket a-du ganto e vez prest lod da gomz eus lakaat rouestl, pe reuz, pe me oar. N'eus nemet reizhañ ar pennadoù ma'z eus un dra bennak a-dreuz. Bianchi-Bihan (kaozeal) 28 Mez 2012 da 21:41 (UTC)[respont]
Mont da reizhañ 5697 adkas gant an dorn? Kinnig graet gant un den a lavar eo ret ober gant Stadunanad met eo arabat ober gant Stadoù-Unanet.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 29 Mez 2012 da 07:19 (UTC)[respont]