Kaozeal:Stad
Kaozeadenn treuzkaset eus an davarn:
[kemmañ ar vammenn]Diouzh a welan ez eus brezelig etre Rufus hag Kadwalan da c'houzout penaos skrivañ, stad pe Stad. Dre ma n'eo ket bras ar c'hemm ha dre ma ne cheñch ket danvez ar pennad, e kav din e vije mat dezho paouez ur pennad, amzer da dud all reiñ o soñj ha klask kavout un diskoulm a blijo d'an holl (:-)). Evidon-me ne seblant ket din bezañ pouezus, ha war a seblant n'eus nemeto diwar ar pemp den zo bet o labourat war ar pennad-se, o defe ur soñj resis war se (sellit ouzh istor ar pennad http://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Stad&action=history). Klaskomp kavout un diskoulm a-stroll, ma c'hellomp...--Llydawr 14 Gwe 2007 da 16:17 (UTC)
- N'eus brezelig ebet eus ma ferzh met tremen a ra Rufus war ma lerc'h evit kemmañ ar reizhadennoù am eus degaset, hep klask kaozeal tamm ebet. Displeget em eus c'hoazh ar rag hag ar perag un tu bennak. War bajenn kaozeadenn Benoni, me 'gred. Kavout a ra din edo a-du ganin. Kit da lenn ar pennad Stad e geriadur an Here pe e geriadurioù all ha 'weloc'h e vez implijet ar bennlizherenn evit ar ger Stad pa dalvez kement hag un aozadur. An doare-se da skrivañ a gaver dija en Notennoù diwar-benn ar Gelted kozh gant Mordiern. Ne ran eta nemet heuliañ ur boaz kozh a-walc'h hag implijet c'hoazh e peurunvan. Skuizhus ha bugel a-walc'h e kavan emzalc'h Rufus, ret eo lâret, rak traoù all am bez d'ober amañ. --Kadwalan 15 Gwe 2007 da 12:52 (UTC)
D'am soñj eo ret lakaat Stad pa vez kaoz eus an aozadur politikel. Koulskoude eo stad ur ger gant meur a ster dezhañ. Kavout a ran gwelloc'h ober gant riez bewech ma vez ar c'haoz war ur Stad "souverain". Ret eo mirout Stad evit ar Stadoù kevredadel hag ar gerioù kevrennek (deskadurezh-Stad, da skouer). Ya, difennet eo lakaat lizherennoù bras e kreiz ar gerioù hervez ar c'hod tipografez gall, met n'hon eus ket da skrivañ e galleg amañ. ;-) --Ch. Rogel 15 Gwe 2007 da 21:02 (UTC)
Respont ha kinnig
[kemmañ ar vammenn]Sellet em eus ouzh an Notennoù diwar-benn ar Gelted Kozh, meneget gant Kadwalan. War ar bajenn 145 em eus kavet ar ger skrivet « Stad », gant ul lizherenn vras. Met war ar bajenn 136 em eus gwelet anezhañ skrivet « stad », gant ul lizherenn vihan. Setu m’eo diaes lavarout e vije un dibab sklaer gant an oberenn-se. Ha war ar bajenn 145 ivez em eus gwelet ar gerioù « Impalaeriez » ha « Douar-bras » skrivet gant lizherennoù kentañ bras. Ne gav ket din e c’helljed lavaret e ranker skrivañ an daou c’her-se atav gant lizherennoù-tal bras. Ar pezh a c’hoarvez en degouezhioù-se eo ar pezh a anver e galleg « antonomase inverse » (sellit ouzh http://fr.wikipedia.org/wiki/Usage_des_majuscules_en_fran%C3%A7ais a ro skouerioù Nation, État, Dieu, Homme pe ouzh http://en.wikipedia.org/wiki/Capitalization a ro skouerioù gallek État hag Église). E galleg e vez kavet stank evit ar ger État. N’eo ket heñvel avat er yezhoù all (en:State. ca:Estat...).
Hag e brezhoneg neuze ? Mard eo gwir e kaver Stad gant un S bras e geriadur an Here, ha ma’m eus lennet Stad ivez el levr Istor-Geografiezh 6vet embannet gant TES, ne’m eus kavet roud ebet eus an dra-se em levrioù yezhadur. Frañsez Kervella, un den a ouie diouzh reolennoù ar brezhoneg skrivet koulskoude, en deus skrivet « stad » atav gant ul lizherenn vihan en e heuliad pennadoù embannet war al Liamm dindan an titl « Un damsell war istor Stadoù Unanet an Amerik » (er bloavezhioù 1977-1978). Ne vez ket graet heñvel gant an holl eta ! Klasket em eus skouerioù gant Google ivez evit gouzout petra a gaver er skridoù zo bremañ (o kemer ar ger « stadoù », aesoc’h eget « stad » zo ur ger re verr) : ma lakaer a-gostez ar skouerioù gant « Stadoù-Unanet », em eus kavet an hanter gant ul lizherenn vras hag an hanter all gant ul lizherenn vihan. E-touez ar skouerioù gant « stadoù » (gant ul lizherenn vihan) e c’heller menegiñ http://www.udb-bzh.net/article.php3?id_article=57&lang=fr (lec’hienn an UDB), http://perso.orange.fr/rbg/istgeo/6iprgm01.doc (kentelioù istor ha douaroniezh), http://segoubreizh.free.fr/temoignages.htm (danvez ur pennad embannet war ar gazetenn Ya !)...
War Wikipedia e vez kavet an daou ivez, e pennadoù embannet a-raok na vije Kadwalan ha Rufus o sevel pennadoù...
Dre ma welan e vez kavet an daou, ha dre ma n’hon eus abeg ebet da heuliañ skouer ar galleg, e kinnigfen a-walc’h, n’eo ket erbediñ skrivañ « Stad » nag erbediñ skrivañ « stad », met lezel an dud d’ober evel ma karont… Kement-se a dalvez evel-just e rankfed doujañ d’an daou zibab ha chom hep degas kemmoù er pennadoù. E pennad ar ger « stad » end-eeun e vefe ret menegiñ e vez kavet an daou. --Llydawr 18 Gwe 2007 da 06:43 (UTC)
- Llydawr ker, trugarez da gemer perzh er gaoz gant arguzennoù resis. Seblantout a ra din avat e kaver Stad gant ur bennlizherenn e geriadur Vallée, e geriadurioù an Here (2 embannadur zo bet), e geriadur ar Glev, er geriadur Broadel savet gant R. Hemon, e geriadur brezhoneg-saozneg R. ar Porzh, e geriadur an armerzh, e geriaoueg enlinenn an Ofis. Seblantout a ra din ez eo a-walc'h evit erbediñ implij ar bennlizherenn.
Kavet em eus ivez :
- "peder c'holonenn ar Stad" (GWALARN 10 p33)
- un doare Stad kevredet (SKETLA SEGOBRANI III p.55)
- ne chomas eus a Stadoù sant Per nemet ur pannik krenn a zouar en-dro da Rom Istor hor Mamm zantel an Iliz. Kerne. Desmoulins. Landerne. 1893..p.231
- hep kretadur a-berzh ar Stad, tr. « sans garantie du gouvernement , Vallée p 329
- yezh an embannoù graet gant ar Stad (Notennoù db ar Gelted kozh, p 146)
- enskrivadurioù a-berz-Stad (Notennoù db ar Gelted kozh, p 145)
- peder c'holonenn ar Stad, Gwalarn X p 33 (Abeozen)
- Ar Stad ledenezat (Enez ar vertuz)
- - N’ez eus nemed ar Stad hag a hallfe ober an dra-ze. Ni n’or-beus ket aotre (Keit ha ma vo esperañs LAGADEG Yann-Vadezour)
- "Ar Mell Pod Melen ?" a c'houlennis, souezhet. "Morse ne glevis meneg eus un anv ken iskis bet roet da unan bennak eus listri ar Stad gant ar C'hallaoued! Ha n'eo ket eus Melpomène a vennit komz ?"(Kontadennoù Kerne p 92)
- « O ! ra vehet milliget, pennoù Stadoù », (Kammdro an Ankou, 3-09-1915.- embannadurioù disheñvel zo : « O ! reveet miliget, penneu Stadeu »)
- - Ret eo deomp sevel gwer an dorioù ha derc'hel hor mouchedoù àr hor fri : nend eus ket a harz. Nag a Vretoned a zo kouezhet amañ, e-kreiz o nerzh, evit difenn ur Stad ha n'en deus graet, a-c'houde kant ha kant vlez 'zo nemet c'hoari an dall d'o bro !, (Kammdro an Ankou, 16-09-1914)
Anv a rez eus disoc'hoù un enklask war Google. A-du e vi ganin moarvat evit lavaret e kaver a bep seurt war ar gwiad e forzh petore yezh hag ez eo arvarus-kenañ gwiriañ reizhskrivadur ur ger war-bouez un enklask gant Google. Kavour a reer a-wezhioù kement a skouerioù skrivet fall hag a skouerioù skrivet mat. Lakaomp e c'hallomp stadañ e vez graet hanter-hanter memes tra. N'eo ket abalamour da se e c'haller ober un dibab eus an doare-se da skrivañ da'm soñj. Pas evit ar pep brasañ eus an dud d'an nebeutañ. Ne soñj ket din o dije bet tro kalz a dud d'en em soñjal war ar c'hraf-se. Skrivañ a reont hep pennlizherenn abalamour ma'z eo un anv divoutin e-giz ma c'hoarvez ivez e galleg gant kalz tud. (menegiñ a ran ar galleg amañ abalamour ma kaver ivez ar ger Stad gant ur bennlizherenn ennañ, ne gemeran ket skouer diwarnañ)
Evit a sell pennadoù Kervella hag ar fed ma kaver hag an Notennoù, ne nac'han ket ez eus bet skrivet hag e vez skrivet c'hoazh mod all gant tud zo. C'hoarvez a ra vat gant ar brezhoneg evel gant ar yezhoù all pa'z int bet kelennet er skolioù d'un niver bras a dud. Diazezet e vez reolennoù pe doujet e vez muioc'h ouzh ar re a oa evit na veze graet a-raok. Ar skridoù n'int ket tra un nebeud lenneien ken, gant o doareoù skrivañ dezhe o-unan a-wezhioù, met hini un niver a dud o deus ezhomm gouzout penaos skrivañ er memes doare. Abalamour da se e soñj din e ranker mont da-heul al levrioù dave a-vremañ a ya o-unan da-heul ur boaz kozh a-walc'h ha pa ne vefe skrivet du war wenn. Kalz a draoù a-hend-all n'int ket skrivet er yezhadurioù. Gortoz a rimp ur Grévisse brezhoneger evit displegañ an traoù-se dimp tout... Setu aze. Skrivañ a ri evel 'teus c'hoant, evel just, met din-me ez eo gwell lakaat ur bennlizherenn. A galon --Kadwalan 21 Gwe 2007 da 08:41 (UTC)
Yezhadur ha kinnigoù
[kemmañ ar vammenn]- Evezhiadenn: Ma c'hall pep hini skrivañ evel ma kar, ne vo ket evel ma karfe Kadwalan e rafent, ha neuze e ranko-eñ paouez da gemm skridoù ar re all diwar e santimant.
- Yezhadur: Arabat e vije ankouaat sellout un tamm ouzh ar yezhadur, ha n'eo ket ouzh ar skridoù kozh hepken.
- Hervez ar boaz kozh (abaoe Vallée hepken) e vez skrivet Stad e doare ar galleg.
- Boazioù kozh zo (boazioù hengounel, eme lod) ha n'eo ket mat derc'hel dezho peogwir int boazioù, ha boazioù fall, ha poell ebet dezho, rak n'eo ket ar boellegezh eo perzh talvoudusañ ar boazioù e bro ebet.
- Hervez reolenn an anv boutin, a zo poellek, ne vez skrivet gant ur bennlizherenn nemet an anvioù boutin implijet evel pa vijent tud, pe doueed, pe traoù sakr, divoaz (divoutin eta):
an Iliz, an Aoter, ar Stad, an Arme, ar Galloud, al Levr (ar Bibl).
Da neuze, e-lec'h ar boaz (pe ar Boaz), e kinnigan lakaat ar reolenn ( pe ar Reolenn) da dalvezout, ha n'eo ket hec'h ankouaat e mirdi ar c'hozh traouachoù, met en un doare hag a vo komprenus, hep bezañ re strizh :
- skrivet e vo ar Stad pe ar stad hervez a garo an dud
- koulskoude, evel ma skrive Rogel gant furnez, e vije ret ober ar c'hemm etre ar Stad (lakaomp ar Stad alaman hiriv an deiz) hag ar stadoù (al lënder) ennañ, ha heñvel gant stadoù unanet Amerika (50 anezhe, hep Irak) ha Stadoù-Unanet Amerika (ar stad dizalc'h),
- tud zo a ra ar c'hemm etre riez ha stad,
- da neuze n'eus mui a "Stad": ar Riez, hag ar stadoù, ha mat pell zo, ur gaoz all eo, met tost-kar ;
- skrivet e vo ur stad, evel-just, evel un iliz, un arme, ur votez,
- ne vo ket difennet (en anv petra?) skrivañ ur Stad, e degouezhioù zo, evel e-barzh : Azeuliñ a rez ur Stad, hollc'halloudek evel un Doue, pe tud desket-meurbet evel ur Roparz Hemon ;
- evel-just, e vije ret skrivañ ur bibl, evel ur geriadur, met n'eo ket me a yelo da glask laou e penn an dud a fell dezho, pouez ar gizioù kozh, ober gant ur Bibl. D'o heul, bepred, n'in ket ;
- skrivet e vo "stad" war lerc'h anv Rio de Janeiro, evel ma vez skrivet "kêr", gant lizherennoù bihan :
- Rio de Janeiro (stad) , ha Rio de Janeiro (kêr)
- tre evel gant Meurzh (doue) , Meurzh (deiz), Meurzh (planedenn).
Bianchi-Bihan 21 Gwe 2007 da 13:20 (UTC)
Evezhiadenn Kadwalan
[kemmañ ar vammenn]- Llydawr ker, trugarez da gemer perzh er gaoz gant arguzennoù resis. Seblantout a ra din avat e kaver Stad gant ur bennlizherenn e geriadur Vallée, e geriadurioù an Here (2 embannadur zo bet), e geriadur ar Glev, er geriadur Broadel savet gant R. Hemon, e geriadur brezhoneg-saozneg R. ar Porzh, e geriadur an armerzh, e geriaoueg enlinenn an Ofis. Seblantout a ra din ez eo a-walc'h evit erbediñ implij ar bennlizherenn.
Kavet em eus ivez :
- "peder c'holonenn ar Stad" (GWALARN 10 p33)
- un doare Stad kevredet (SKETLA SEGOBRANI III p.55)
- ne chomas eus a Stadoù sant Per nemet ur pannik krenn a zouar en-dro da Rom Istor hor Mamm zantel an Iliz. Kerne. Desmoulins. Landerne. 1893..p.231
- hep kretadur a-berzh ar Stad, tr. « sans garantie du gouvernement , Vallée p 329
- yezh an embannoù graet gant ar Stad (Notennoù db ar Gelted kozh, p 146)
- enskrivadurioù a-berz-Stad (Notennoù db ar Gelted kozh, p 145)
- peder c'holonenn ar Stad, Gwalarn X p 33 (Abeozen)
- Ar Stad ledenezat (Enez ar vertuz)
- - N’ez eus nemed ar Stad hag a hallfe ober an dra-ze. Ni n’or-beus ket aotre (Keit ha ma vo esperañs LAGADEG Yann-Vadezour)
- "Ar Mell Pod Melen ?" a c'houlennis, souezhet. "Morse ne glevis meneg eus un anv ken iskis bet roet da unan bennak eus listri ar Stad gant ar C'hallaoued! Ha n'eo ket eus Melpomène a vennit komz ?"(Kontadennoù Kerne p 92)
- « O ! ra vehet milliget, pennoù Stadoù », (Kammdro an Ankou, 3-09-1915.- embannadurioù disheñvel zo : « O ! reveet miliget, penneu Stadeu »)
- - Ret eo deomp sevel gwer an dorioù ha derc'hel hor mouchedoù àr hor fri : nend eus ket a harz. Nag a Vretoned a zo kouezhet amañ, e-kreiz o nerzh, evit difenn ur Stad ha n'en deus graet, a-c'houde kant ha kant vlez 'zo nemet c'hoari an dall d'o bro !, (Kammdro an Ankou, 16-09-1914)
Anv a rez eus disoc'hoù un enklask war Google. A-du e vi ganin moarvat evit lavaret e kaver a bep seurt war ar gwiad e forzh petore yezh hag ez eo arvarus-kenañ gwiriañ reizhskrivadur ur ger war-bouez un enklask gant Google. Kavour a reer a-wezhioù kement a skouerioù skrivet fall hag a skouerioù skrivet mat. Lakaomp e c'hallomp stadañ e vez graet hanter-hanter memes tra. N'eo ket abalamour da se e c'haller ober un dibab eus an doare-se da skrivañ da'm soñj. Pas evit ar pep brasañ eus an dud d'an nebeutañ. Ne soñj ket din o dije bet tro kalz a dud d'en em soñjal war ar c'hraf-se. Skrivañ a reont hep pennlizherenn abalamour ma'z eo un anv divoutin e-giz ma c'hoarvez ivez e galleg gant kalz tud. (menegiñ a ran ar galleg amañ abalamour ma kaver ivez ar ger Stad gant ur bennlizherenn ennañ, ne gemeran ket skouer diwarnañ)
Evit a sell pennadoù Kervella hag ar fed ma kaver hag an Notennoù, ne nac'han ket ez eus bet skrivet hag e vez skrivet c'hoazh mod all gant tud zo. C'hoarvez a ra vat gant ar brezhoneg evel gant ar yezhoù all pa'z int bet kelennet er skolioù d'un niver bras a dud. Diazezet e vez reolennoù pe doujet e vez muioc'h ouzh ar re a oa evit na veze graet a-raok. Ar skridoù n'int ket tra un nebeud lenneien ken, gant o doareoù skrivañ dezhe o-unan a-wezhioù, met hini un niver a dud o deus ezhomm gouzout penaos skrivañ er memes doare. Abalamour da se e soñj din e ranker mont da-heul al levrioù dave a-vremañ a ya o-unan da-heul ur boaz kozh a-walc'h ha pa ne vefe skrivet du war wenn. Kalz a draoù a-hend-all n'int ket skrivet er yezhadurioù. Gortoz a rimp ur Grévisse brezhoneger evit displegañ an traoù-se dimp tout... Setu aze. Skrivañ a ri evel 'teus c'hoant, evel just, met din-me ez eo gwell lakaat ur bennlizherenn. A galon --Kadwalan 21 Gwe 2007 da 08:43 (UTC)
Div wech
[kemmañ ar vammenn]Marteze n'eo ket ret embann div wech evezhiadenn Kadwalan: netra nevez en eil embannadur. Bianchi-Bihan 21 Gwe 2007 da 13:22 (UTC)
Un diforc'h etre « stad » pe « Stad »
[kemmañ ar vammenn]Anat e teu an divrannerezh « stad / Stad » pa ranker treiñ an daou vomm gallek-mañ :
- Sous une dictature institutionnelle, je vis dans un état lamentable.
- Sous une dictature institutionnelle, je vis dans un État lamentable.
Bras eo an diforc'h etrezo ; lezel a ran pennoù ker bras all ar Wikipedia brezhonek d'o zreiñ.
2.13.205.62 9 Gen 2015 da 22:12 (UTC)