Kaozeal:Skrav inka

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Ne gomprenan ket mat perak eo bet divadezet anv orin ar pennad-mañ savet gant Gouerouz (un implijer hag a rae labour vat). N'eus bet roet displegadenn ebet. An anvadur lakaet gantañ a oa heñvel ouzh ar re a gaved er yezhoù all.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 18 Meu 2015 da 09:56 (UTC)

Demat deoc'h ivez, Ne gav ket din em bije skrivet en un tu bennak en devoa graet labour fall an implijer Gouerouz ? Evit an darn vrasañ eus ar pennadoù bet savet gant an den oberiant-mañ diwar-benn laboused eus broioù pell e kaver dave e-barzh TermOfis (Ofis Publik ar Brezhoneg) : bet desket diganeoc'h e oa ouzhpenn pouezus sevel pennadoù gant daveoù diziarbennus ; ar pezh a ran. Trugarez deoc'h eus ar gentel-se 'ta. Daoust ha ne vefe ket mat deoc'h ? Gwell ganeoc'h e paouezfen gant ma zammig labour adkempenn ?--Prieladkozh (kaozeal) 18 Meu 2015 da 10:14 (UTC)