Kaozeal:Sent Breizh
Eozen hag Erwan, n'eo ket ar memes anv? Bianchi-Bihan 11 Gen 2007 da 00:06 (UTC)
Lennet 'm eus e c'hellfe Eozen bezañ par da Odon, Otto ha Ouen hag e vije bet mesket gant Erwan dre fazi. Ha ne vije ket ur sant brezhon, evel just. --Ch. Rogel 11 Gen 2007 da 00:23 (UTC)
Diouzh a ouzon eo heñvel Ewzen/ Ewzan ouzh Ezwen/Ezwan hag alese
- (z/r) da Erwan (z/r evel roudouz/roudour)
- pe da Iwan... .
Anaout a reer an anvioù tiegezh Eouzan, Esvan, Even ... Met se ne ran nemet lavarout war-lerc'h tud all, hag a ouie moarvat pezh a lavarent. Bianchi-Bihan 11 Gen 2007 da 00:40 (UTC)
Pennaenn nevez
Na vo ket lakaet ar meneg "sant" e titl ar pennadoù diwar-benn tud anavezet evel sant en un iliz bennak, nemet pa vez ezhomm evit digejañ, da lavaret eo etre kromelloù, a-dreñv an anv: sk. Erwan Helouri, Domingo de Guzmán; met Tugdual (sant), Brieg (sant) hervez disoc'h ar c'hendiviz reolata amañ |
Iltud/ Ildud
[kemmañ ar vammenn]« Perak e kaver Ildud hag Iltud ? », a c'houlennas Bianchi-Bihan : abalamour ma kaver an daou war an deiziadurioù brezhonek gant daou zeidiad, evel displeget er rannbennad, evel ma c'hoarvez gant meur a anv.
Ne renabler ket sent ha santezed Breizh en taolennoù hervez an Istor (mard eus unan), hervez an deiziadurioù brezhonek ne lavaran ket, evel displeget er rannbennad adarre. — Lagad Zoltec (kaozeal) 30 Gwe 2018 da 10:14 (UTC)
Oberour
[kemmañ ar vammenn]Mat e vefe menegiñ piv eo oberour hag embanner an deiziadurioù-se neuze, pa' int bet gwelet gant unan bennak. Bianchi-Bihan (kaozeal) 30 Gwe 2018 da 10:22 (UTC)
- Re hir e vefe listenn ar mammennoù : almanakoù XIX-XXvet kantved bet gwelet er vediaoueg, deiziadurioù Diwan, reoù profet gant embregerezhioù, lec'hiennoù Internet. Gant red an amzer ez eo aet an niver a ziforc'hioù etre ar mammennoù war vihanaat, met gwall vras eo c'hoazh : a-wechoù e kaver meur a sant(ez) ha meur a stumm evit un devezh, hervez ar vammenn bet dibabet gant aozerien an deiziadur. — Lagad Zoltec (kaozeal) 1 Her 2018 da 08:20 (UTC)
Suzig
[kemmañ ar vammenn]Gwall iskis an anv Suzig... Suzana ? Santez a Vreizh? Bianchi-Bihan (kaozeal) 30 Gwe 2018 da 12:25 (UTC)
- Suzig (11/08) a gaver war deiziadur Diwan 2018 ha war Sent Breizh. Orin an anv n'eo ket danvez ar rannbennad.
- Danvez pennadoù all e vefe orin hag Istor an tudennoù, stummoù o anvioù ha deizioù o gouelioù. — Lagad Zoltec (kaozeal) 1 Her 2018 da 08:20 (UTC)
- A! marteze n'eo ket danvez ar pennad, met er pajennoù kaozeal e c'haller komz eus traoù holloueziadurel, ober goulennoù, ha n'eo ket o implij da deurel kunujennoù hepken.
- Bianchi-Bihan (kaozeal) 1 Her 2018 da 11:50 (UTC)
- Danvez pennadoù all e vefe orin hag Istor an tudennoù, stummoù o anvioù ha deizioù o gouelioù. — Lagad Zoltec (kaozeal) 1 Her 2018 da 08:20 (UTC)