Mont d’an endalc’had

Kaozeal:Salomon (roue Israel)

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Marteze e c'hallo ar c'hemmer displegañ e gemm gant un abegig bennak [1]: Perak e oa fall "Salomon" da skouer, a gaver er Bibloù brezhonek (evel hini Koad ha reoù all). "Salaun" a-hend-all e Bibl an "Tour-tan".--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 14 Du 2014 da 10:19 (UTC)[respont]

Ne gemm ket an holl gant an hevelep spered: te peogwir e kavez fall pezh a ra ar re all, ar re all peogwir e sonjont marteze e c'haller kemmañ evit lakaat poell gant ar pennadoù all: ar pennad Salamun da skouer. Goude se e c'haller atav kaozeal, ma ouzer ober. Bianchi-Bihan (kaozeal) 14 Du 2014 da 14:24 (UTC)[respont]
C'hoazh ur wech e cheñcher traoù hep teurvezout displegañ an disterañ abeg d'ar partapl (daoust da reolennoù ar wikipedia). Pegen gwir an evezhiadenn-mañ [2].--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 14 Du 2014 da 16:04 (UTC)[respont]
Petra larfe da gamarad Even ma oarfe istor evn ar baradoz ouzhpenn? Bianchi-Bihan (kaozeal) 14 Du 2014 da 18:56 (UTC)[respont]
"Salomon" ivez e-barzh Bibl Klerg, beleg ha troer anavezet mat. Reizh ha mat e oa an titl roet gant Couiros22 a roas lañs d'ar pennad. Perak mont da cheñch traoù reizh hag a zo ar stumm anavezetañ a-bell?--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 14 Du 2014 da 18:46 (UTC)[respont]
Pegen kaer da zifenn eus ar paotr Couiros. Merzet eo bet gant an holl ne gavez fazi ebet en e vrezhoneg. Eus Lannuon eo ? Bianchi-Bihan (kaozeal) 14 Du 2014 da 18:56 (UTC)[respont]
Tagadenn a-enep un implijer (a ya e vrezhoneg buan war-raok kaer 'zo lavaret), tra berzet war ar Wikipedia. Klask reiñ da c'houzout piv a c'hallje bezañ a-drek an anv-implijer-mañ-anv-implijer, tra hag a c'houlenn ur stankadenn diouzhtu hervez reolennoù ar wikipedia.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 14 Du 2014 da 19:38 (UTC)[respont]
Yann Glufenn 'ra din c'hoarzhin ... un implijer (a ya e vrezhoneg buan war-raok kaer 'zo lavaret)  : gant da gentelioù? Klask reiñ da c'houzout piv a c'hallje bezañ a-drek an anv-implijer-mañ-anv-implijer: Pa veze graet kemend-all ganit a bep eil gant da gomper Edgar ne raec'h nemet fae war ar reolennoù ... Nevez-dizoloet int ganit, pe mat evidomp-ni, ar chas ? Bianchi-Bihan (kaozeal) 14 Du 2014 da 21:43 (UTC)[respont]

E peseurt skridoù brezhonek e kaver ar stumm "Salamun" ? --Llydawr (kaozeal) 14 Du 2014 da 16:16 (UTC) Gallout a rez kemmañ evel a gari. Bianchi-Bihan (kaozeal) 14 Du 2014 da 18:56 (UTC)[respont]