Kaozeal:Rostrenenn
E-barzh deiziataer Skol an Emsav eo skrivet Rostrenenn. Ar memes tra eo evel just, met gwelloc'h e vefe d'an holl skrivañ heñvel. Sur a-walc'h ez eus abegoù mat da zibab skrivañ Rostrenenn. --Abalan 10 Gwe 2007 da 16:17 (UTC)
- Pe e teuint o-unan pe ez aimp d'o c'hlask. Da belec'h avat? Rufus 10 Gwe 2007 da 16:24 (UTC)
Tren o tont eus Draen, Draen pe drein o vezañ "ur c'hreskennig lemm a valir ouzh korz plant zo" (Geriadur Brezhoneg An Here) hag a gaver war ar rozenn da skouer, liammet kreñv eo an drein gant istor Rostren...--Gwendal 10 Gwe 2007 da 18:16 (UTC)
A-du a-walac'h on gant Gwendal, ouzhpenn-se e vez lavaret Rostren gant tud ar vro! N'eo ket ret doujañ da Skol an Emsav...--Tonks 14 Gwe 2007 da 18:34 (UTC)
Daveoù all:
[kemmañ ar vammenn]"Rostrenenn, Rostrenn" a gaver e Skol-Uhel ar Vro (1993: p. 72) Lec'hanvadur Breizh. Répertoire bilingue des noms de lieux en Bretagne", Roazhon: Servijoù ar Brezhoneg Skol-Uhel ar Vro (Ar Greizennn-enklask war an anvioù-lec'h / la Commission de Toponymie).
"Rostrenenn" a gaver e www.geobreizh.com [1]. Sellit ouzh ar mammennoù amañ [2]
"Rostrenenn" a gaver en Ofis ar Brezhoneg (2005) Kumunioù Breizh / Communes de Bretagne: Roll ofisiel Ofis ar Brezhoneg reizhet da ziwezhañ Gouere 2005 / Liste oficielle Office de la Langue Bretonne dernière révision en date juillet 2005 (da bellgargañ amañ [3])
Neal (Kaozeal) 14 Gwe 2007 da 18:56 (UTC)
- Bez' e c'heller lenn an arguzennoù skrivet gant Fulup er bajenn Kaozeal:Geriadurouriezh ar brezhoneg. Mat e vije deomp heuliañ ar skouer vat-se ha paouez da cheñch ar stummoù hep displegadenn ebet (d.s. [4]).--Yun (kaozeal) 15 Gwe 2007 da 14:46 (UTC)
- A-du. Poellek an dibab d'am soñj pa geñverier an daveoù war an dachenn-mañ. Neal (Kaozeal) 15 Gwe 2007 da 18:30 (UTC)
- Ar pep gwellañ a vije bet mirout ar stumm Rostrenen a gaver e geriadurioù Roparz Hemon hag ivez gant Jean-Yves Plourin en e Initiation au breton familier et argotique... Met pa gaver bremañ ar stumm Rostrenenn er skridoù, kenkoulz ober gantañ. --Llydawr 17 Gwe 2007 da 18:24 (UTC)
Eus pelec'h e teu an "enn"-mañ a gavfer e fin an anv? Ne gomprenan ket: war peseurt diazezoù eo bet divizet skrivañ Rostrenenn? Draenenn a ranker lavar evit draen?--Gwendal 21 Gwe 2007 da 08:33 (UTC)
Me 'gave din e oa anehzañ un apokoptenn, d.l.e Rostren (bet klevet ganin evel-se) diwar Rostren(enn) pe un troc'hadur Rostrenn (stumm berraet ofisiel hervez ofis ar brezhoneg) diwar Rostr(en)enn evel amann diwar ama(ne)nn. N'on ket sur avat Neal (Kaozeal) 21 Gwe 2007 da 12:28 (UTC)