Mont d’an endalc’had

Kaozeal:Roll ar saloñsoù timbrawouriezh

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Titl, rummad, hag all

[kemmañ ar vammenn]

@Tanjee 66

  • d’am soñj e klotfe gwelloc’h an titl Roll saloñsoù timbrouriezh gant an doare da envel ar pennadoù Wikipedia.
  • evit poent n’eus rummad ebet, ha ne welan ket gant pehini ober.
  • n’on ket sur ez eo roll ar saloñsoù timbrouriezh un danvez holloueziadurel. Gant daveoù e vefe sklaeroc’h marteze.

Huñvreüs (kaozeal) 27 Gwe 2024 da 19:07 (UTC)[respont]

Trugarez evit da evezhiadennoù. Cheñchet 'm eus ar bajenn degemer evit ma vo sklaeroc'h ha poellekoc'h d'an holl.
Daoust hag ez eus un "danvez holloueziadur" amañ ? Gwir eo, techet on d'ober ur seurt "blog" eus ar porched wikipedia gouestlet d'an dimbrawouriezh, ha n'eo ket ar pal anat. Diouzh an tu all, komz eus timbraouriezh hep menegiñ ar salonsoù... Pezh a vefe gwelloc'h marteze eo displegañ petra eo ar saloñsoù-se, perak e vezont aozet, ha menegiñ er fin un toullad re a c'hoarvezo e-pad ar mizioù nesañ. Mod all, tennañ ar bajenn ma ne glot ket gant mont en dro Wikipedia.
A galon Tanjee 66 (kaozeal) 28 Gwe 2024 da 09:52 (UTC)[respont]
Din e c’haller menegiñ saloñsoù war ar porched, n’eo ket ar memes tra ha krouiñ ur pennad a rank bezañ holloueziadurel. Ha marteze e c’hall ur pennad Saloñs timbrawouriezh bezañ krouet, n’ouzon ket ha studiet eo bet ar meiziad-mañ gant enklaskerien pe re all o deus skrivet diwar e benn. Huñvreüs (kaozeal) 30 Gwe 2024 da 05:36 (UTC)[respont]