Kaozeal:Roll ar melestradurezhioù o deus embannet timbroù

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia
  • Timbroù hervez o bro e lec'h dre vro, evel ma vez graet gant anv ar rummadoù?
  • Roll timbroù hervez o bro, rak ur roll eo?

Huñvreüs (kaozeal) 14 C'hwe 2024 da 07:35 (UTC)[respont]

Ya, n'eo ket sklaer. Div bajenn gant an hevelep titouroù a zo : "Dre vro" hag "Hervez ar vro", unan a ginnig ur roll hervez urzh al lizherenneg, egile dre ar c'hevandirioù. Gwelloc'h moarvat mirout ur rummad hepken.
Mod all, n'eo ket ur "roll timbroù" eo, met "roll ar melestradurezhioù o deus embannet timbroù". Pezh zo skrivet er Wikipedia e saozneg, galleg... Ur pennad a c'hortoz bezañ skrivet a zo war ar portal (a-zehou), a ginnigfe an anvioù-se hepken, tra ma gavfe pep hini titouroù diwar-benn timbroù ur vro bennak er rann "Hervez ar vro". Aze c'hoazh ez eus peadra da eeunaat. Tanjee (kaozeal) 14 C'hwe 2024 da 14:08 (UTC)[respont]