Kaozeal:Rio de Janeiro

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Setu amañ ur bajenn na servij ket da galz a dra da'm meno, nemet da goll amzer evit al lennerien. Pa seller un tamm e weler e ra ar genlabourerien tost da vat bep tro gant "Rio de Janeiro" hepken evit ar gêr (Rio de Janeiro (kêr) evit ar poent), anavezetoc'h eget ar stad anvet "Rio de Janeiro (stad). Ar pezh a zegas liammoù kamm bep tro (ha daou glik ha koll amzer bep tro; e-lec'h ur c'hlik war-eeun). Evel ma n'eo ket niverus ar pennadoù gant Rio de Janeiro en titl (2 hepken), e vefe koulz ober evel evit New York. "New York" a gas d'ar gêr war-eeun, ha war ar bajenn-se e kaver e krec'h, ar meneg evit adkas al lenner war-du ar bajenn gouestlet d'ar stad. Ar pezh a glot gant ar c'hlask: e miz Mae 2013 e oa bet gwelet 278 gwech ar bajenn "New York" ha 199 hini New York (stad), hag evit Rio de Janeiro eo brasoc'h c'hoazh ar c'hemm: 105 evit ar gêr, 46 evit ar stad, ha 27 hepken evit ar bajenn (digejañ) "Rio de Janeiro". Mont d'an eeunañ, d'an anatañ eo an erbedadenn a gaver en holl wikipediaoù evit dibab an titloù.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 25 Gou 2013 da 10:06 (UTC)

Lakaomp. Daoust hag eñ e c'haller kaozeal etre tud par? Kinnig : lakaat ar gêr en anv-mañ, gant meneg en nec'h eus an holl bennadoù all (ne welan nemet div d'ar muiañ) ? Bianchi-Bihan (kaozeal) 25 Gou 2013 da 12:17 (UTC)

Poblañs[kemmañ ar vammenn]

Skrivet ez eus

  • Pardas (ar ouennoù gant kerent n'int ket eus ar memes ouenn)

N'eus ket a ouennoù en denelezh ; gouennelouriezh eo skrivañ kontrol. — Lagad Zoltec (kaozeal) 25 Gwe 2017 da 08:51 (UTC)

Frañsez Kervella, e-barzh Dindan gouriz ar bed, a venege "gouenn ar Bahouined". "Ar gouennoù all o deus kalz dispriz ha dismegañs ouzh ar Bahouined ha n'en em veskont ket ganto", a skrive c'hoazh. Daoust ha gouennelour e oa ? --Hans Abherve (kaozeal) 25 Gwe 2017 da 09:16 (UTC)

N'eus tagadenn ad hominem ebet em evezhiadenn.
Gouennelouriezh eo rannañ an denelezh a-ouennoù. N'eus na "gouenn ar Bahouined" na "gouennoù all", enepskiantel a-grenn eo skrivañ kontrol.
Gouennelour eo ar bommoù a venegit, petra bennak m'int bet skrivet gant F. Kervella.
Ar pezh ne dalvez ket e oa ar skrivagner a-du gant damkaniezhoù ar mare ; etre 1939 ha 1944 e skrivas Dindan gouriz ar bed a-zivout e labour e Gabon, a zo bet un drevadenn c'hall eus 1910 betek 1960 — ar pezh ne dalvez ket ivez e oa un trevadennour eus F. Kervella. Boutin e oa hevelep komzoù d'ar mare, kar int d'ar re a lenner e Tintin au Congo hag a zo bet dislavaret gant Hergé diwezhatoc'h.
Paot e oa ar bommoù-se kent an Eil Brezel-bed, met gouennelour da vat e oant pa oant bet embannet e brwiki d'an 10 Gwe 2013.
Lagad Zoltec (kaozeal) 25 Gwe 2017 da 10:15 (UTC)