Mont d’an endalc’had

Kaozeal:Ròcafòrt

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

C'hoazh ur wech e vez diheñchet danvez ur bajenn:

  1. A-enep doareoù mont en-dro Wikipedia eo, pa vez kollet dre-se istor ar bajenn, an adkasoù, hag all... (N'eo ket ar wech kentañ tamm ebet e vez lavaret an dra-se...)
  2. Fentus eo gwelet "divadeziñ" ur pennad evel-se hep goulenn ali an implijerien all (pe da vihanañ an implijer en deus labouret warnañ ha roet lañs dezhañ), daoust ma c'houlenn groñs an divadezer en degouezh e vefe kaozeet en a-raok [1]: «Mat e vije lakaat sklaer ar reolenn hag a rankfe talvezout evit an holl hiviziken: kemm ebet en anvioù ar pennadoù hep kaozeadeg a-raok. Bianchi-Bihan (kaozeal) 8 Gou 2013 da 16:12 (UTC)». "Grit evel ma lavaran, na rit ket evel ma ran."--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 15 Gou 2013 da 15:13 (UTC)[respont]
Ya, arabat e vo din heuliañ ar skouer fall. Bianchi-Bihan (kaozeal) 15 Gou 2013 da 18:11 (UTC)[respont]

Ya, kendalc'h d'ober goap eus reolennoù Wikipedia, hag eus an implijerien all.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 15 Gou 2013 da 19:02 (UTC)[respont]

Daoudra:

N'eus netra ijinet ganin. Pa vez diheñchet danvez ur bajenn evel ma rez (tra berzet war kement Wikipedia a zo) e tegasez reuz en adkasoù, liammoù diabarzh, etrewiki, hag all. Ar pezh a c'hoarvez amañ ivez. Foeltr forzh na rez eus se war a seblant.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 16 Gou 2013 da 06:32 (UTC)[respont]