Kaozeal:Puig
Pajenn lezet en ur stad divalav abaoe ouzhpenn daou vloaz. War ar marc'had eo faos an etrewiki. Un dra all ha na gomprenan ket: gant ur wikipedia brezhonek emaomp. Ar brezhoneg a zlefe bezañ mestr er gêr, ha "puig" da vezañ miret evit ar brezhoneg, evel ma oa da gentañ. N'eo ket nadidik ken an holloueziadur gant an divadezioù-se (graet hep reiñ abeg ebet dre vras).--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 18 Gou 2013 da 09:18 (UTC)
- Ya, aesoc'h e vefe kavout an traoù ma vefe bet miret ar pennad Puig evel ma oa etre 2009 ha 2011, diwar-benn an evn anvet evel-se e brezhoneg, ha krouet ur bajenn disheñvelout Puig (disheñvelout) evit an talvoudegezhioù all a c'hall kaout ar ger e yezhoù all. Ha reizh e vefe al liammoù etrewiki, ouzhpenn. --Llydawr (kaozeal) 18 Gou 2013 da 10:15 (UTC)
- E doare ebet ne welan perak e vije aesoc'h: puig zo ur ger katalanek hag a dalv menez (puy e galleg, anavezet en douaroniezh), ha kement-se zo anevezetoc'h ha kalz koshoc'h eget anv an evn a zo bet krouet nevezik zo gant den ne oar piv. Bianchi-Bihan (kaozeal) 18 Gou 2013 da 12:22 (UTC)
- «kement-se zo anevezetoc'h ha kalz koshoc'h eget anv an evn a zo bet krouet nevezik zo gant den ne oar piv» A-raok kondaoniñ e vije ret barn, hag a-raok barn e vije ret studiañ an teuliad. Ar ger "puig" a zo ur ger pobl hag ez eo, anavezet, koulz hag an adstummoù anezhañ, abaoe pellik zo dija, ha bet studiet er gelaouenn a yezhoniezh Hor Yezh (er bloavezh 1999 a gav din).--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 18 Gou 2013 da 15:43 (UTC)
- E doare ebet ne welan perak e vije aesoc'h: puig zo ur ger katalanek hag a dalv menez (puy e galleg, anavezet en douaroniezh), ha kement-se zo anevezetoc'h ha kalz koshoc'h eget anv an evn a zo bet krouet nevezik zo gant den ne oar piv. Bianchi-Bihan (kaozeal) 18 Gou 2013 da 12:22 (UTC)
Kondaoniñ! N'eus forzh petra. Hervezout e vije "kondaoniñ" lavarout e vez krouet gerioù ! Seurt rakkredennoù zo graet moarvat evit kregiñ ur gaoz war diazezoù mat. Kont dimp 'ta gant piv e oa graet ar studi a venegez, kement hag ober, ma ne varvimp ket e pec'hed marvel an diouiziegezh. Bianchi-Bihan (kaozeal) 18 Gou 2013 da 16:26 (UTC)
- N'eo ket bet lennet mat ganit ar pezh am boa skrivet. N'eo ket ur ger "krouet", evel ma kendalc'hez da lavaret, met ur ger pobl, evel meneget uheloc'h. Hor Yezh eo ar gelaouenn diazez evit studi ar brezhoneg. Kavet e vez el levaouegoù mat, er skolioù-meur, h.a., gallout a reer bezañ koumanantet ivez evel-just.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 18 Gou 2013 da 16:32 (UTC)
- Pell zo em eus merzet e plije dit distummañ ster ar gerioù skrivet gant ar re all. ... Peogwir ez omp en un holloueziadur, ha ganit al levrioù mat ha n'emaint ket gant an holl, ne gomprenan ket perak n'hallfes ket lakaat an daveoù a zamvenegez (pennad, pajenn, oberour) e-barzh ar pennad en un doare splann. Ma 'peus diegi oc'h ober ne ray den ez lec'h. Bianchi-Bihan (kaozeal) 18 Gou 2013 da 19:09 (UTC)
- Roet em boa ar bloavezh da c'hortoz gwell, ha d'an tamaller eo da brouiñ ar pezh a lavar. Prou da gentañ ar pezh az peus lavaret dre ziv wech ken sklaer: «ez eo ur ger krouet nevezik zo gant den ne oar piv»...--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 18 Gou 2013 da 20:01 (UTC)
- Pell zo em eus merzet e plije dit distummañ ster ar gerioù skrivet gant ar re all. ... Peogwir ez omp en un holloueziadur, ha ganit al levrioù mat ha n'emaint ket gant an holl, ne gomprenan ket perak n'hallfes ket lakaat an daveoù a zamvenegez (pennad, pajenn, oberour) e-barzh ar pennad en un doare splann. Ma 'peus diegi oc'h ober ne ray den ez lec'h. Bianchi-Bihan (kaozeal) 18 Gou 2013 da 19:09 (UTC)
N'on ket e servij ho meurded. Bianchi-Bihan (kaozeal) 19 Gou 2013 da 03:38 (UTC)
- E servij kumuniezh ar wikipedourien vrezhoneg evel ac'hanomp holl.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 19 Gou 2013 da 15:45 (UTC)
Evel an holl? Diaes da grediñ pa weler kement a rogoni gant ar re a gred reiñ urzhioù. Bianchi-Bihan (kaozeal) 19 Gou 2013 da 18:51 (UTC)
Danvez ar pennad
[kemmañ ar vammenn]Un dra 'zo sur: er stad m'emañ an traoù d'an 20 a viz Gouhere 2013, n'eo ket ken ur bajenn disheñvelout, met ur pennad gouestlet d'ar ger katalanek "puig" (tremenet eur eta eus ur bajenn "puig" gouestlet d'ar brezhoneg – un evn – d'ur bajenn disheñvelout, ha goude-se d'ur ger katalanek). Evit ober vad e vefe dav disrannañ an traoù. Ober ur bajenn disheñvelout eus "puig" ha kas danvez ar bajenn-mañ d'ur bajenn a vefe "puig (katalaneg)", lakaomp, an titl anezhañ. A-hend-all, bepred ken fall eo an etrewiki.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 20 Gou 2013 da 10:18 (UTC)