Mont d’an endalc’had

Kaozeal:Porched:Bedoù henc'hresian hag henroman

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Bed hellenek ha roman zo mat a-walc'h. Bianchi-Bihan 11 Kzu 2006 da 16:30 (UTC)[respont]

N'on ket a-du tamm ebet :

Gallout a rafed enebiñ ivez (met den ne ra, evit c'hoazh) ouzh implij roman, peogwir n'eus netra da welout gant Roma a hiriv. Neuze e larfen: lakaomp "kozh" en dibenn mar deo ret. Ha mat pell zo. Bianchi-Bihan 13 Kzu 2006 da 05:11 (UTC)[respont]

Porched Gres ha Roma Hen

[kemmañ ar vammenn]
  • skañvoc'h, hag a-bell.
  • sklaeroc'h evit ar re n'o deveze ket graet studioù klasel (ur bern).

MP 13 Kzu 2006 da 08:08 (UTC)[respont]

Peseurt mareoù a zo da lakaat e-barzh?

[kemmañ ar vammenn]

Betek-hen ne m'eus ket gwelet hen lakaet a-dreñv d'an anvioù-kadarn, nemet henañ evel just.
Ret eo goleiñ ar pez a vez anvet 1 Prehistoric Greece, 2 Ancient Greece, 3 Hellenistic Greece ha 4 Roman Greece enni hag 5 Ancient Rome, 2 marevezh enni (memestra e galleg, met gwelloc'h e kavan gwiriañ stad ar studioù e saozneg).
Henc'hres a c'hell goleiñ Gres ar Ragistor, met lodenn gentañ Henc'hres a vez graet Gres klasel eus outi d'an aliesañ. Henroma a c'holo Rouantelezh Roma, ar Republik hag Impalaeriezh roman er C'hornôg betek 476.
Ma gav d'an dud n'eo ket mat an anvioù-gwan, perak ne vije ket berraet en ur lakaat "Portal Henc'hres hag Henroma"? Evit Bizañs eo diaesoc'h berraat da Vizañs peogwir eo Bizañs ur gêr hag ur bodad tiriadoù asamblez. Nemet implij (Portal) "Impalaeriezh ar Reter"?--Ch. Rogel 13 Kzu 2006 da 22:48 (UTC)[respont]

Se zo sur : ne vez ket lennet na klevet stank ar ger hen (pe meur e-barzh meurgan da sk.)

  • peogwir eo bet sachet diwar ar brezhoneg kozh d'ar vuhez a-nevez, evel ar c'hrouadur gant Frankestein ;
  • n'emañ nemet er geriadurioù ha troioù ha gerioù nevez krouet.

Evit pezh a sell ar porched : n'ouzon ket penaos e heller lavaret eo skañv an titl. Ha dreist-holl eo startoc'h distagañ bed henc'hresian evit skrivañ anezhañ. Ma vez pal Wikipedia bezañ ur ouiziegezh skrivet eo mat. Ma vez pal Wikipedia bezañ traoù a heller komz diwar o fenn (memes Homer(os), an Iliad(a) hag amzerioù hen) eo dav prederiañ en doare distagañ.
Gres Hen : (SAMPA) /grEs"he:n/
Roma Hen : (SAMPA) /rOma"he:n/
an div vro asambles : Gres ha Roma Hen (SAMPA) /%grEsarOma"he:n/

Evit Henc'hres : (SAMPA) /?/
Pe Henroma : (SAMPA) /?/

  • n'eo ket splann an anvioù Gres ha Roma e-barzh an troiennoù.
  • n'eo ket pleg ar brezhoneg da lakaat anv-gwan+anv-kadarn : ar vro gaer, ha n'hellet ket lavaret : * ar gaer bro ;
    • evel en saozneg ne ve ket lavaret : *a girl beautiful, * a boy shy, Ancient Greece ha n'eo ket * Greece Ancient
    • pe en galleg : Grèce antique (gant un a bihan) ha n'eo ket *Antique Grèce (nemet gant barzhed zo : Ôôôô Antîîîîque Grèce de nos aïeux !!!!).

MP 14 Kzu 2006 da 10:19 (UTC)[respont]

Keit ha m'emaon ganti e welan ar frazenn saoznek kentañ [an Iliad] ha hini gentañ troet en [galleg] gant de Lisle. Pa vez keñveriet an eil ouzh eben e komprenan Frañsizien zo techet da grouiñ gerioù ha troiennoù nevez : (n'ouzon ket an dro e gresianeg, nemet an disoc'hoù troet en div yezh)

    • Chante, Déesse, du Pèlèiade Akhilleus la colère désastreuse, qui de maux infinis accabla les Akhaiens, et précipita chez Aidès tant de fortes âmes de héros, livrés eux-mêmes en pâture aux chiens et à tous les oiseaux carnassiers.
    • Sing, O goddess, the rage of Achilles son of Peleus, that brought countless ills upon the Achaeans. Many a brave soul did it send hurrying down to Hades, and many a hero did it yield a prey to dogs and vultures, for so were the counsels of Jove fulfilled from the day on which the son of Atreus, king of men, and great Achilles, first fell out with one another.

Kompren a ran : Achil mab Pele(us)
Ne gomprenan ket : an Abbeleus Akhilleus (a-benn komprenn : mab > ab evel 'ba Abherve). MP 14 Kzu 2006 da 11:22 (UTC)[respont]

E-keñver henc'hresian hag henroman

[kemmañ ar vammenn]

E-keñver henc'hresian hag henroman, ne 'm eus ket bet rakvarn negativel ebet pa 'm eus kavet anezho e geriadur Roparz Hemon (pas e GBAH, gwir eo). Bez e c'heller santout "dasorc'hidigezh" (résurrection - gant Vallée) ar rakger hen- evel artifikel, met spletoù a zo bet : krouet eo bet heuliadoù implijet-tre e kelaouennoù'zo : henvrezhoneg, hengembraeg a c'hell bezañ astennet da henvrezhoneger, hengresianeger h. a. Ma vije staget ouzh anv + anv-gwan e vije kollet ar perzh-se. Ouzhpen-se e welan ur splet all p'eo posubl ober un diforc'h etre Henc'hres (Grèce antique) ha Gres kozh (hini an amzerioù modern just a-raok hon hini, lakaomp).
E-keñver an doare distagañ, n'eus kudenn ebet : desket 'm eus brezhoneg komzet gant tud Al Leur Nevez a zisplege ne dalvez ar c'h evel ar jota nemet e dibennoù ar gerioù (gant nemedennoù : c'hoant, c'hoari, c'hoarzin... hag e falhunieg e vez miret ar c'h evito) hag e talvez ar c'h evel un h dous er saviadoù all (ur hi). Ur si anavezet mat ez eus d'ar re o deus kroget gant ar peurunvan pa kredont e tle Yann brezhoneger drailhañ e gourlanchenn bewech ma teu ur c'h etre e dent. N'anavezan ket ar SAMPA, met ret eo lavaret : *henresian ha nompas *henrrresian. --Ch. Rogel 14 Kzu 2006 da 23:22 (UTC)[respont]

Un draig all : gwelloc'h e kave da Vallée ober gant gresiad, gresieg (lakaet a-raok gresian ha gresianeg) hag e skriv : parler grec = gresiega, gregachi (GDFB). --Ch. Rogel 14 Kzu 2006 da 23:22 (UTC)[respont]

Respontoù

[kemmañ ar vammenn]

N'em eus ket kavet Henc'hres el levrioù a implijan. Goulenn a ran an daveoù.

Anv-kadarn + anv-gwan zo ur lezenn a-bouez eus ar brezhoneg ;

c'hoari gant *Hen+anv-bro zo ur reolenn(ig) dizimplij a-walc'h (da welet niver al levrioù Sciences Humaines embannet e brezhoneg). Kement ha c'hoari eo gwelloc'h chom komprennet gant an dud. An holl a oar pezh eo Gres : Gres Hen a chom tost d'ur machin a heller kregiñ e-barzh daoust ma n'ouzer ket an anv-gwan hen.

Ouzhpen-se e welan ur splet all p'eo posubl ober un diforc'h etre Henc'hres (Grèce antique) ha Gres kozh (hini an amzerioù modern just a-raok hon hini, lakaomp). Ch. Rogel
Gres hen (Henamzer) = Henamzer
Gres ar Grennamzer (izel, kreiz, uhel) : = Krennamzer
Gres vodern (m- ?) (amzer vodern) : eus an Azginivelezh betek an Dispac'h (gall)
Gres a-vremañ (amzer a-vremañ) : eus an Dispac'h betek hiziv
  • Ne glasken ket da lakaat ur jota/c'h kreñv e kreiz ar ger *Henc'hres : gant pezh a skrivez e komprenan Se eo Henc'hres' a dalvez CNRS tro pe dro.

Petra zo gwir-faos gant hen ? Chienlit ar jeneral de Gaulle a oa ur ger aet da vervel e-pad pellik a-raok bezañ distaget gant hennezh. Hag implijet gant tud zo a-wezhioù c'hoazh. Pa lennan pezh a skrivez e soñjan n'eus ket ur ger ouzhpenn evel hen a vezo spontus evit an dud : rakvarn negativel, rakger, artifikel, "dasorc'hidigezh"

N'ouzon ket piv eo tud Al leur Nevez.

Eus un tu eo gwir ma 'z eus un pleg evit lakaat anv+anv-gwan, met kantvedoù'zo e oa ar c'hontrol : Henvic (Hen+(G)wik = Vicus vetus) *hengant e-barzh Keringant, *hengar e-barzh Keringar (Sibiril), Cosquer (Kozhker), Popty (ti ar poazhañ = ti-forn en Erge-Vras), Haffont (font an hañv e Kombrid) Gwendrez (gwenn draezh troet meur a wech gant "sables-blancs"), an anv-familh Hénoret < Henuuoret (skoazell gozh) hag an dro-lavar kamm ki pa gar.
Adsavet eo bet implij hen gant nevezourien ar yezh e derou an XXvet ktv
Klasket 'm eus em levrioù ma 'z eus Henc'hres enno. Seblantout a ra din em eus lennet ar ger e kelaouennoù'zo (Al Liamm, Hor yezh h. a. Koulskoude em eus kavet war an Internet pajenn bersonel François Louis lec'h ma embann fichennoù pedagogel "Istoer-Douaroniezh" gant sikour Daniel Carré, Erwan ar Berr, Serj Bozec, David ar gall, Tepot Gwilhamot (Tepod Gwilhmod?) ha Jean-François Millet.
Henegipt hag Henc'hres a zo bet enskrivet en daolenn-zanvez, met pas er fichennoù o unan. Savet eo bet ar fichennoù-se evit kelennerien Skolaj Diwan Gwened ha blaz ar gwenedeg a zo warno. Kv. .Lec'hienn F. Louis.
Ne vezont ket spontet an dud gant ar galleg un tamm digomprenus a zeu gant an nevezinti kaset gant ar skinwel. Nemet dasorc'hidigezh (lakaet etre skejoù) ne welan ket perak e kav dit oe digomprenus ar gerioù arroudennet. Artifikel a zo galleg dic'hizet toud em eus tapet gant ur vaouez karhemonour. Rakger : yezh normal ar yezhadur. Ober a rez gant prefiks? Gwelet 'm eus rakger meur a wech ha jamez un all.

-

Al Leur Nevez : kevredigezh krouet diwar atiz Loeiz Roparz (er bloavezioù '60?) ha krevredet e Emgleo Breiz. Savet eo bet gant L. Roparz ha Yann-Bêr Duval, stajoù brezhoneg ha dañsal e-leizh. Aozañ a reont ur gentel zañsal e Kemper d'ar sadorn. Ne reont nemet gant ar falhuneg hag e pouezont war an deskiñ gant brezhonegerien a-vihannik.--Ch. Rogel 15 Kzu 2006 da 19:40 (UTC)[respont]

Kantvedoù zo ? War-dro deroù ar grennamzer kentoc'h ? Pa gomze ar c'hallegerien al latin(-pobl) a-benn ar fin... Anvioù-tud eo ar skouerioù roet ivez.

M'em boa lakaet liamm ar bajennad gant F. Louis dec'h Doare_envel_pennadoù_o_tennañ_da_anvioù_divoutin_gresianek#Daveo.C3.B9_brezhoneg_dre_skrid : N'eo ket an Aviel kennebeut.

Nevezinti ? : N'eus ket un dra nevez eus Gres kozh : ne vezo ket an dud (ar vrezhonegerion) o kiañ evit gouzout pezh eo CNRS. Gallout a reont lonkañ nevezinti gant an tele gallek peogwir m'emañ e kreiz an ti o soniñ bemdez. Ha Yann Brezhoneg zo maget bemdez gant e dTV Brezhoneg ?

Me zo a-du ganit Ch. Rogel : Greomp ar brezhoneg digomprenablusañ posubl evit an dazontdud, hag o bugaled. MP

Me 'gave din

[kemmañ ar vammenn]
me 'gave din e oa un tammig 'vel "pikol" pe "mell". lâret vez ivez "kozh koazioù" (disheñvel, evel-just diouzh "koazioù kozh"), "paourkaez den" gant an anv-gwan dirak an anv-kadarn. diark e vez lakaet "hen" e kembraeg ha koulskoude e vez lakaet an anvioù-gwan da heul an anvioù-kadarn er yezh-se ivez peurliesañ. implijet am boa me "hen" evel rakger e "henc'hresianeg" (evit ober an diforch etre "ancien" ha "vieux") met ne lâran ket eo reizh. ha kemmet e vez goude "hen-" ma vez implijet evel rakger?

--Neal 15 Kzu 2006 da 15:46 (UTC)[respont]

Pikol ha mell zo bet anvioù-kadarn, implijet evel anvioù-gwan bremañ. Kaez zo un anv-gwan ispisial, bet gantañ ur furm evit al liester. Eus ar c'hembraeg e anavezan : Llywarc'h Hen, gant hen a-dreñv. Ur rakger lennegel eo penn-da-benn : da lavaret eo n'eus nemet an divizoù lennek o deveze pleget d'ar pleg-mañ-pleg.
Pezh a gavan drol a-walc'h eo krouiñ troiennoù kompliket (da skouer *Henc'hres) evit traoù a-ziazez. Soñjit er re n'o deveze ket amzer na c'hoant da lenn Wikipedia brezhoneg bep noz e-lec'h mont d'ur fest-noz bennak pe bezañ o sellet ouzh TF1. MP
bez oan o soñjal kentoc'h e "henc'hresianeg" kentoc'h evit "Henc'hres"... evit ar c'hembraeg, bremañ e vez laket dirak kentoc'h (an anv-gwan boas evit lâret "kozh" an hini eo), da skouer cy:Hen Wlad fy Nhadau. kar eo d'ar gouezeleg "sean"[1] d'am soñj (kv. "helio-" ~ "sol-").

--Neal 15 Kzu 2006 da 20:06 (UTC)[respont]

Disrannañ

[kemmañ ar vammenn]

D'am soñj vije gwelloc'h ober daou bortal disheñvel: unan war Henc'hres (hag a c'hellfe marteze mont betek ar prantad bizantat) hag unan war Henroma... Bez 'zo dija unan war Henegipt...Benoni 13 Kzu 2006 da 22:57 (UTC)[respont]

Didroc'hañ marevezhioù an Henamzer

[kemmañ ar vammenn]

War ar memes patrom eo bet savet portalioù gallek ar saoznek. N'eo ket bet bodet Henc'hres ha Bizans peogwir e vije bet re a draoù e-barzh (15 ktvd + 11 ktvd = 26 ktvd !) gant teulioù niverus evit Bizans hag e tenn istor an impalaeriezh da istor Rusia, Italia, Afrika, Indez, Persia, Afghanistan, Mezopotamia hag all. Mat eo ober gant Gres klasel evel amzeriad kentañ an Henc'hres(met eil lodenn ar portal : goude Gres ar Ragistor), met n'ouzon ket c'hoaz petra a vo degemeret evit "hellénistique". --Ch. Rogel 13 Kzu 2006 da 23:59 (UTC)[respont]

Komzet e vez eus Krennamzer Uhel, pe kentañ.
Marteze e vije ret kregiñ gant listenn an traoù da dreiñ? Bianchi-Bihan 14 Kzu 2006 da 12:20 (UTC)[respont]

Setu an amzeroniezh (pe gronologiezh) Gres rakbizantat a ginnigan diwar voazioù an henistorourien :

  • Gres ar Ragistor (Neolitik) -4000 - -1150
  • Henc'hres - 1150 - +375
    • Gres ar Minoourien (?) -1150 - -600
    • Gres klasel -600 - -323
    • Gres hellenadek (geriadur Preder = mat eo) -323 > -146
    • Gres roman > -146 - +375

goude e teu ar Gres bizantat (Impalaeriezh roman ar Reter) betek 1460, ar Gres otoman, ar Gres dizalc'h (1832). --Ch. Rogel 15 Kzu 2006 da 19:40 (UTC)[respont]

Pajenn dilezet abaoe bloaz. Ur pebern pennadoù nevez zo bet graet abaoe Bianchi-Bihan 17 Kzu 2007 da 23:15 (UTC)[respont]