Kaozeal:Pablo Picasso
Demat tudoù, sed aze ur gerig karget a spi : hag eñ n'emaomp ket o tisoñjal ar pal ? Kas war raok ar gaer-holloueziadur digor. Ho pediñ a ran da genlabourat gant kalon, youll ha kenfiziañs. Pep hini a zo ur binvidigezh, lakait da dalvezout. Trugarez evit ho komprenidigezh. Soig
Pennadoù diwar e daolennoù (hep skeudenn ebet ) a gaver er wiki italianek.Bianchi-Bihan 16 Mez 2007 da 04:11 (UTC)
Spi 'm eus n'en do den ebet ar soñj da dreiñ titloù taolennoù Picasso e Brezhoneg.... Trugarez Malo 16 Mez 2007 da 10:43 (UTC)Malo
- ha perak 'ta? --Neal (Kaozeal) 16 Mez 2007 da 10:57 (UTC)
- Sed a soñjen da gentañ pa oan krog gant an dachennad. Ur soñj all am eus graet buan. En holl yezhoù e vez troet. E pe yezh e tleje bezañ? En italianeg, evel er wiki-se? Sur on n'eo ket an anvioù gallek a zo er mirdioù amerikan! Bianchi-Bihan 16 Mez 2007 da 13:20 (UTC)
- Re wir eo. Alies e c'haller treiñ en un doare anat. --Kadwalan 16 Mez 2007 da 14:49 (UTC)
- Sed a soñjen da gentañ pa oan krog gant an dachennad. Ur soñj all am eus graet buan. En holl yezhoù e vez troet. E pe yezh e tleje bezañ? En italianeg, evel er wiki-se? Sur on n'eo ket an anvioù gallek a zo er mirdioù amerikan! Bianchi-Bihan 16 Mez 2007 da 13:20 (UTC)
Kit 'ta da wellout war Wikipedia saoz ! Pennad Pablo Picasso... chomet eo an anvioù gwirion, neuze perak cheñch ? Anv pladenn "Abbey road" ar Beatles a rankfe bezañ troet "Hent Abbey" ? Ur sotoni ha merk ur spered serret e vefe... Laoskomp an titloù ar bladennoù, al livajoù hag an traoù arzel en o yezh ORIN !
Malo 16 Mez 2007 da 19:59 (UTC)Malo
- A-du on gant Malo. Ret eo derc'hel da anv orin pep daolenn (a-wechoù e galleg, a-wechoù e kastilhaneg). Benoni (Kaozeadenn) 16 Mez 2007 da 20:05 (UTC)
Sotoni
[kemmañ ar vammenn]Fentus gwelout tud zo, bet o treiñ anvioù lec'hioù gallek (Alpoù-Provañs-Uhel), o klask derc'hel da anv orin pep daolenn. Kompreno neb a c'hallo. Mont a ri da dreiñ Danae hag ar glav alaouret en e yezh orin?
- Ne gavan ket dereat lavar eo "sotoni" menozioù disheñvel eus da re! Benoni (Kaozeadenn) 17 Mez 2007 da 16:51 (UTC)
- Me ivez, ha n'em eus ket graet. Bianchi-Bihan 17 Mez 2007 da 17:58 (UTC)
Anvioù-tud
[kemmañ ar vammenn]Pezh na vez ket troet er yezhoù all, peurvuiañ, eo an anvioù tud ha lec'hioù, just a-walc'h. Gwechall ne oa ket heñvel, hag abalamour da se e vez troet, hiziv c'hoazh, anvioù evel Jakez II diwar ar saozneg, Gwilherm II diwar an alamaneg, Loeiz XII diwar ar galleg, ha Yann-Baol II diwar al latin. N'eo ket sur e vo kendalc'het d'ober atav: fentus e vije bet troidigezh Juan Carlos e galleg! Gwechall ivez e Spagn e oa ar c'hiz da spagnolekaat an anvioù estren (Feodoro Dostoievski, Honorato de Balzac), echu eo bremañ.
Anvioù-lec'hioù
[kemmañ ar vammenn]Abbey Road zo un anv-lec'h, evel Moulin de la Galette. Anat eo n'eus ket da dreiñ anezho muioc'h eget Stalingrad (Kêrstalin) na Dar-es-Salam (Kêr ar Peoc'h). Nemet n'eo ket bet evel-se a-viskoazh: nag a anvioù-lec'hioù italianek zo bet troet, e galleg pe yezhoù all. Heñvel ivez gant an dud Bocaccio, Leonardo da Vinci. Koulskoude, ma vije bet flandrezek e-lec'h saoznek an anv Abbey Road (Abdeiweg ?) e vije bet troet e galleg ha yezhoù all, hep chipotal.
Sonerezh
[kemmañ ar vammenn]Sellomp ouzh Wolfgang-Amadeus hag e genseurted: n'eo ket en o yezh orin eo anavezet o oberoù atav:
- de:Eine kleine Nachtmusik, zo ivez fr:Petite musique de nuit (Mozart) , a chom en alamaneg e saozneg hag er yezhoù all peurvuiañ, evel
- de:Die Zauberflöte, zo ivez fr:La Flûte enchantée, a vez troet peurvuiañ: en:The Magic Flute.
- ar gerioù evel de:Simfonie hag all a vez troet atav.
D'am soñj
- n'eo ket falloc'h ar wikioù all evit se
- eo arabat, evit oberennoù arzel, sevel ur reolenn ha ne servijo nemet da lakaat bec'h.
Met gwelet em eus, pa veze furoc'h gortoz, hor mistri hastañ buan gourc'hemenn diwar o c'hadorioù, pa vije bet gwell dezho chom sioul.
Neuze
[kemmañ ar vammenn]Na sotoni na "merk ur spered serr" na strizh n'eo treiñ anvioù an oberennoù, na hiroc'h eget an anv, an oberenn en he hed. Nemet sotoc'h eget Saozon e vije tud ar wiki italianeg. Ha ken sot all, ezvel just, embannerien ar geriadurioù Larousse, ha Robert.
D'am soñj eo fur treiñ an anvioù dre vras, hep ober ur reolenn strizh. Ha lezel, hep lezenniñ, an dud a ra al labour da labourat sioul. Evit ur wech!!! Bianchi-Bihan 17 Mez 2007 da 08:03 (UTC)
Opere
[kemmañ ar vammenn]- Moulin de la Galette (1900)
- Autoritratto (1991)
- Evocazione (1901)
- Arlecchino pensoso (1901)
- Autoritratto - Io, il re (1901)
- Margot (1901)
- Donna in blu (1901)
- I due saltimbanchi (1901)
- La bevitrice d'assenzio (1901)
- Ritratto di Jaime Sabartès (1901)
- Le due sorelle (1902)
- La famiglia Soler (1903)
- La vita (1903)
- Madre con bambino malato (1903)
- Ritratto di Benet Soler (1903)
- Il vecchio chitarrista cieco (1903)
- Il vecchio ebreo (1903)
- La Celestina (1904)
- Acrobata e giovane equilibrista (1905)
- Due acrobati con cane (1905)
- Famiglia di Arlecchino con scimmia (1905)
- Ragazza di Maiorca (1905)
- Ragazzo con pipa (1905)
- Ragazzo che conduce un cavallo (1905-06)
- Ritratto di Gertrude Stein (1905-06)
- Due fratelli (1906)
- Autoritratto (1907)
- Les demoiselles d'Avignon (1907)
- Donna con ventaglio (1908)
- La casetta in giardino (1908)
- La contadina (1908)
- La driade (1908)
- Tre donne (1908-09)
- Serbatoio a Horta de Ebro (1909)
- Donna con mandolino (1909)
- Donna con pere (1909)
- Donna con ventaglio (1909)
- Fabbrica di mattoni a Tortosa (1909)
- L'appuntamento (1909)
- Natura morta con bottiglia di liquore (1909)
- Ritratto di Ambroise Vollard (1909-10)
- Ma Jolie (1911-12)
- Chitarra (1912-1913)
- Natura morta con sedia impagliata (1912)
- Violino, bicchiere di vino, pipa e calamaio (1912)
- Chitarra (1913)
- Donna con camicia in poltrona (1913)
- Bottiglia di Bass, clarinetto, chitarra, violino (1914)
- Chitarra sul tavolo (1914)
- Natura morta verde (1914)
- Ritratto di ragazza (1914)
- Arlecchino (1917)
- Sipario per "Parade" (1917)
- Ritratto di Olga in poltrona (1917)
- Pierrot (1918)
- Bicchiere, bouquet, chitarra e bottiglia (1919)
- Donna seduta (1920)
- I tre musici (1921)
- Tre donne alla fontana (1921)
- Grande bagnante (1921-22)
- Due donne che corrono sulla spiaggia (1922)
- Arlecchino - Ritratto di Jacinto Salvado (1923)
- Il flauto di Pan (1923)
- Arlecchino musicista (1924)
- Paulo vestito da Arlecchino (1924)
- Il bacio (1925)
- I tre ballerini (1925)
- Studio con testa di gesso (1925)
- L'atelier della modista (1926)
- Bagnante seduta (1930)
- La crocefissione (1930)
- Donna nuda su una poltrona rossa (1932)
- Il sogno (1932)
- Studio per la copertina di Minotaure (1933)
- Corrida (1934)
- Nudo in giardino (1934)
- La Musa (1935)
- Minotauromachia (1935)
- Donna che piange (1937)
- Ritratto di Marie-Thérèse (1937)
- Sulla spiaggia (1937)
- Guernica (1937)
- Dora Maar seduta (1937)
- Ritratto di Nush Eluard (1937)
- Donna seduta (1938)
- Maya con la bambola (1938)
- Il maglione giallo (1939)
- Serenata al mattino o L'aubade (1942)
- Le tre età dell'uomo (1942)
- Femme en vert - Dora Maar (1943-44)
- La cucina (1948)
- Massacro in Corea (1951)
- L'ombra (1953)
- Donne di Algeri (1955)
- Donna nuda davanti al giardino (1956)
- Las Meninas (1957)
- La Californie (1958)
- Jacqueline au ruban jaune (1961-62)
- Femme assise - Jacqueline (1962)
- Il pittore e la modella (1963)
- Visage (1970)
- Donna sul divano I (1970-71)
Respont da Bianchi-Bihan.
[kemmañ ar vammenn]Rebechet eo bet ganin digant B-B da vezañ graet freuz o implij al listenn taolennoù kinniget gantañ war ar bajenn kaozeadenn a-benn adlakaat en o yezh orin anvioù taolennoù Picasso. Dre ma 'm eus ur gudenn war ma urzhiataer o vont war e bajenn-kaoz e respontin amañ. E-giz-se e c'hellin reiñ dezhañ ma zoare da soñjal war ar pezh en deus desellet evel ur sotoni, un droienn hag a gavan dichek. Ha memes ma oa ket se hag az poa c'haont lavar Bianchi, e respontin en un doare dieub a-walc'h.
N'eo ket freuz ar pezh 'm eus graet, sañset omp labourat en ur mod sirius war ul livour, ha war a seblant n'eo ket heuliet ar gêr-stur... Ha kavout a rafez fin skrivañ "Ar jokond" ? Un oberenn arzel, ha pa vefe un daolenn pe ur ganaouenn, a rank chom en e yezh orin... ne ran nemet al labour en un doare sirius... ha ma tud o skrivañ traoù droch war ar pennad hag e oan o tennout, freuz e vefe ? Nann, ar freuzerien wir, n'eo ket me, met te kentoc'h. Ne c'hellez ket gwellout gêr estren ebet e Wikipedia Brezhoneg ? Neuze eo ret en em enskrivañ en Adsav, ket e Wikipedia ! An holloueziadur digor : Digor, gwelout a rez ? Ket serret warnomp-ni oc'h unan, DIGOR. N'eo ket diaes da gompren boulc'hurun !
Un oberenn a zo graet en ur yezh, ha ret eo gward. Ha perak arguzenniñ traoù droch bepred, evel "Ya met ar wikioù all a ra" ! Gna gna gna... ur genstrivadeg eo pe betra ? Perak ar c'hoant-mañ da vezañ ken droch ag ar re all ? Ret e vo brasaat, paotr... ha dizoloiñ an arz ivez, bez 'zo ur bern traoù didennus a c'helli kavout...
Bremañ e laoski an dud labourat e peoc'h, spi 'm eus d'an nebeutañ. "Evit ur wech..."
Malo83.195.214.195 18 Mez 2007 da 14:54 (UTC)
Kinnig diskoulm
[kemmañ ar vammenn]Setu un tamm, diskoulm a c'hellfe plijout d'an holl marteze: da gentañ menegiñ en un doare sklaer emañ renablet an holl taolennoù hervez pep o zitl orin e korf ar pennad (ouzhpennet am eus an tamm testenn-se er pennad da c'hortoz - tennet e c'hello bezañ evel-just) ha warlerc'h renabliñ an oberennoù evel-hen: [[Maouez noazh en ur gador-vrec'h ruz|Donna nuda su una poltrona rossa]] ha menegiñ er pennad-se anv orin an daolenn evel em eus graet gant ar pennad-se evit skouerikaat an hentenn a ginnigan amañ. Ouzhpenn-se am eus savet un adkas eus an eil stumm d'egile evit aesaat ar c'hlask --Neal (Kaozeal) 18 Mez 2007 da 15:14 (UTC)
- A-du gant Neal.--Kadwalan 18 Mez 2007 da 16:10 (UTC)
- Kinnig Neal a seblant fur. Da ziwall zo avat: an darn vrasañ eus an titloù lakaet war ar bajenn a zo en italianeg, padal emañ an titloù orin e galleg pe e kastilhaneg peurvuiañ. Ne welan abeg ebet da lakaat an titl en italianeg, hag a zo troidigezhioù ivez... Benoni (Kaozeadenn) 18 Mez 2007 da 15:27 (UTC)
- Kuzuilhañ a rafen a-walc'h heuilhañ skouer ar wiki saosnek: lakaat an anv orin da gentañ, hag un droidigezh dindan (daoust ma na vez ket heuilhet ar reolenn-se ganto en un doare gwall strizh). Gw. aze da skouer: en:List of Picasso artworks 1889-1900, en:List of Picasso artworks 1901-1910, hag all. Benoni (Kaozeadenn) 18 Mez 2007 da 15:36 (UTC)
- Mat e vefe din. --Neal (Kaozeal) 18 Mez 2007 da 16:04 (UTC)
- Ar pezh a zo, pe ne'm eus ket komprenet kinnig Benoni pe n'emañ kinniget an traoù evel-henn war ar bajenn e saozneg diwar-benn Picasso. Daoust ha gallout a rafes sklaeraat da soñj gant ur skouer ?--Kadwalan 18 Mez 2007 da 16:10 (UTC)
- Ya. Setu: kinnig a ran lakaat da skouer (evit listennadoù oberennoù Picasso) "Femme nue dans un fauteuil rouge" (anv ofisiel an daolenn) ha dindan Maouez noazh en ur gador-vrec'h ruz (an droidigezh e brezhoneg). War lerc'h, ingal eo din dindan peseurt titl e vo anv ar pennad, dre ma n'eo ket ganin e vint savet (n'emaon ket a-enep d'ar pezh en deus kroget Bianchi-Bihan d'ober), met d'am soñj e vije ret kaout un adkas etre ar furm ofisiel hag ar furm e brezhoneg. Benoni (Kaozeadenn) 18 Mez 2007 da 16:18 (UTC)
- Ar pezh a zo, pe ne'm eus ket komprenet kinnig Benoni pe n'emañ kinniget an traoù evel-henn war ar bajenn e saozneg diwar-benn Picasso. Daoust ha gallout a rafes sklaeraat da soñj gant ur skouer ?--Kadwalan 18 Mez 2007 da 16:10 (UTC)
- Mat e vefe din. --Neal (Kaozeal) 18 Mez 2007 da 16:04 (UTC)
- Kuzuilhañ a rafen a-walc'h heuilhañ skouer ar wiki saosnek: lakaat an anv orin da gentañ, hag un droidigezh dindan (daoust ma na vez ket heuilhet ar reolenn-se ganto en un doare gwall strizh). Gw. aze da skouer: en:List of Picasso artworks 1889-1900, en:List of Picasso artworks 1901-1910, hag all. Benoni (Kaozeadenn) 18 Mez 2007 da 15:36 (UTC)
- Kinnig Neal a seblant fur. Da ziwall zo avat: an darn vrasañ eus an titloù lakaet war ar bajenn a zo en italianeg, padal emañ an titloù orin e galleg pe e kastilhaneg peurvuiañ. Ne welan abeg ebet da lakaat an titl en italianeg, hag a zo troidigezhioù ivez... Benoni (Kaozeadenn) 18 Mez 2007 da 15:27 (UTC)
Fulor
[kemmañ ar vammenn]- Fuloret eo Malo peogwir e kav tud n'int ket a-du gantañ. C'hoarvezout a ray adarre, evel-se emañ ar vuhez. Start e vo.
- Ur rebechig a netra em boa graet dezhañ, gant ur bedadenn da gaozeal, war a seblant n'eo ket bet komprenet. Ma n'eo ket un tamm freuz a oa bet graet gantañ, eus ar seurt a vez kastizet e wikioù all, n'ouzon ket petra e oa.
- Ma soñj ar re all kontrol din, n'o deus ken 'met lavarout. Malo a lar e soñj, ha mat e ra, hag ober a ran eveltañ, mat pell zo.
- Brav eo tamall din (unan all en deus graet kemend-all) bezañ implijet ar ger sotoni. Ne wel ket e oa dre fent ec'h adimplijen ar ger taolet gantañ un tamm a-raok. Setu e frazenn: 'Ur sotoni ha merk ur spered serret e vefe. N'eus ken gwelout uheloc'h.
- Brav eo kavout dichek ar ger gant unan all. Ne gav ger ebet da lavarout diwar-benn an implij graet gantañ. Met ouzhpenn bezañ diouiziek war an arz ez on divarrek da brizañ mousfent ar yaouankiz dichek.
- Un nebeud arguzennoù zo bet dispaket dezhañ, ne fell ket dezhañ gwelout hini ebet. N’eus nemet e re-eñ a zo mat, anat dimp. N'eus forzh, setu un nebeud re all.
- N'eus ket pell e oa anv eus taolenn Le Cri, taolenn Munch, bet laeret, bet adkavet. Un daolenn norvegat: hep klask an anv, e vefe gouest Malo da larout din an anv er yezh orin ? Koulskoude, ha pa ne oarfe ket, n'afen ket da larout eveltañ n'anavez netra en arz. Pep hini a oar un dra bennak, pep hini zo diouiziek war meur a dra.
- Lavarout a ra: "Un oberenn arzel, ha pa vefe un daolenn pe ur ganaouenn, a rank chom en e yezh orin..." An traoù a rankfe bezañ evel-hen pe evel-hont da ober plijadur dezhañ, met n’eo ket evel-se emañ ar vuhez war an douar, nag an arz en istor, hag an istor zo gwall hir.
- Meskañ a ra un toullad traoù:
- an oberennoù a rank bezañ en ur yezh: kanaouennoù, barzhonegoù, romantoù, hag a vije, mar komprenan, arabat treiñ! Sur-mat e vo kala a dud a-du gantañ! Ma! Ne gomzin ket eus se amañ, met gallout a rafen displegañ perak ez eus mesk er jeu-se diouzh ezhomm;
- an oberennoù ha n'emaint ket e yezh ebet, met e mein pe arem, piramidennoù Egipt, templ Ankgor, ramz Rodos, Venus Milos (un delwenn brudet, gant ur fazi en anv),
- an oberennoù evel al livadurioù, a vez troet peurvuiañ (kement-se am boa c'hoant diskouez gant an anvioù italianek, ha n'em bije ket taolet biken eveltañ evit tennañ anvioù all, ha distruj liammoù gant pennadoù brezhonek savet gant un den all), met gwir eo ne vezont ket troet atav. Da skouer Mona Lisa, anavezet en anv-se er bed-holl, pa ne oar ket kalz a C'hallaoued eo anv gwir o « Joconde ».
- Tamall a ra din-me traoù ijinet gantañ :
- skrivañ "Ar jokond"
- freuzañ e labour : peseurt labour?
- Bezañ enepestren": Ne c'hellez ket gwelout gêr estren ebet e Wikipedia Brezhoneg ? Anat ne oar ket eus petra emañ o komz. Fentus da lenn memes tra, neketa merourien, war-lerc’h reuz an departamantoù gall warlene ?
- Bezañ eus an tu dehou pellañ: Neuze eo ret en em enskrivañ en Adsav, ket e Wikipedia ! N’emaomp ket pell eus poent Goodwin. Kunujennoù war-zigarez soñjal disheñvel.
- Bezañ digor hervezañ a vije lezel anv an oberennoù e galleg : petra soñjez, Kadwallan?
- Un oberenn a zo graet en ur yezh, ha ret eo gward, emezañ. Gwir eo : lezomp Sofokles en e yezh.
- Arguzennoù poellek : Ha perak arguzenniñ traoù droch bepred, evel "Ya met ar wikioù all a ra" ! Gna gna gna.... “ Amañ ne dalv ket ar boan respont.
- Ret e vo brasaat, paotr... Santout a reer ar c’hoant ar paotr bihan da zeskiñ d’e dad-kozh ober bugale.
- ha dizoloiñ an arz ivez, bez 'zo ur bern traoù didennus a c'helli kavout... Atav ar memes istor: n’eus nemet un den a gompren an arz er bed-maén, ha me an hini eo!
- Bremañ e laoski an dud labourat e peoc'h. Da c’hortoz, n’eus ket bet gwelet kalz labour graet. Met bevomp en esperañs.
Trawalc'h, gwelomp petra zo c'hoarvezet d'ar pennadoù e-keit ma oan e lec'h all. Bianchi-Bihan 18 Mez 2007 da 18:08 (UTC)
- repontet eo bet da Valo dija ganin evel merour evel m'ac'h eus bet tro da welet sur-mat: n'eo ket dav lakaat eoul ar an tan. aesoc'h eo kompren emzalc'h tud nevez-deuet war ar raktres. -- Merour (Neal) (Kaozeal) 18 Mez 2007 da 18:24 (UTC)
- An dud nevez deuet en ur vro a gustum bezañ doujusoc'h. Brav eo kavout digarez d'ar freuzerien ha "kompren o emzalc'h". Ma vije graet an dra-se ez ti gant ur studier? Bianchi-Bihan 18 Mez 2007 da 18:30 (UTC)
- Da gentañ-holl n'eo ket ken gwir all ar pezh a skrivez: war ar Wikipedia e vez pedet ouzh ar re gante muioc'h a skiant-prenet doujañ ouzh ar re nevez-deuet ha da eil n'eo ket Wikipedia na ma zi na da hini met hini an holl (malo en hon zouez) ha n'ouzon ket hag-eñ eo Malo studier pe get ha ne vern ket din.
- Daveennoù:
Merour (Neal) (Kaozeal) 18 Mez 2007 da 19:03 (UTC)
Er pennadoù-se ez eus kaoz da zigareziñ ar fazioù. N'eo ket da aotren ar c'hunujennoù. Sur-mat ez eus ur bajenn Please do not bite the oldtimers. Bianchi-Bihan 18 Mez 2007 da 20:59 (UTC)
Buan
[kemmañ ar vammenn]N'eus ket bet ezhomm pell amzer evit adlakaat reuz. Lezel a rin an dud ken barrek da ziskouez o arz, hag echu dont war-dro amañ. Bianchi-Bihan 18 Mez 2007 da 18:33 (UTC)
- Arabat mont re bell ganti! Gwelloc'h eo deoc'h sioulaat ho taou hag en em renkañ evit sevel ur pennad a feson war Picasso. Benoni (Kaozeadenn) 18 Mez 2007 da 18:42 (UTC)
- Labourat war-dro al liverezh a rin, livadurioù Picasso ivez evel war-dro al livadurioù all, met an arzourien yaouank a raio war dro Pablo, kement ha diskouez petra int gouest d'ober. Over.Bianchi-Bihan 18 Mez 2007 da 21:03 (UTC)
Demat tudoù, sed aze ur gerig karget a spi : hag eñ n'emaomp ket o tisoñjal ar pal ? Kas war raok ar gaer-holloueziadur digor. Ho pediñ a ran da genlabourat gant kalon, youll ha kenfiziañs. Pep hini a zo ur binvidigezh, lakait da dalvezout. Trugarez evit ho komprenidigezh. Soig