Maouez noazh en ur gador-vrec'h ruz
Neuz
Maouez noazh en ur gador-vrec'h ruz (titl orin e galleg: Femme nue dans un fauteuil rouge) zo un daolenn 130 cm x 97 livet e 1932 gant al livour spagnol Pablo Picasso.
Emañ war-ziskouez en diskouezva Tate Modern e Londrez, dindan an anv Nude Woman in a Red Armchair.
Ar vaouez a weler eo Marie-Thérèse Walter, unan eus dousoù ha karantezioù bras Picasso.
Ur c'helc'h peurvat eo he dremm, rannet e div lodenn avat, ma soñjer e daou selled, a dal hag a gostez, hag ivez en ur penn all, a zehou, stouet da bokat d'ar vaouez.
Liamm diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (en) [http://www.tate.org.uk/servlet/ViewWork?cgroupid=999999961&workid=11861&searchid=8537 An oberenn e lec'hienn ofisiel an Tate Gallery.