Kaozeal:Orthorhyncus cristatus

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Demat, Estroc'h evit en Antilhez Bihanañ e kaver al labous, a gav din...--Prieladkozh (kaozeal) 19 Meu 2015 da 17:49 (UTC)

An Inizi Gwerc'h (pe Virgin Islands e saozneg) a zo inizi er Mor Karib, etre an Antilhez Bihanañ hag an Antilhez Brasañ.--Prieladkozh (kaozeal) 20 Meu 2015 da 13:46 (UTC)
N'eo ket ar pezh a zo lavaret war ar wikipedia brezhonek nag an hini saoznek da skouer.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 20 Meu 2015 da 13:55 (UTC)
Bet tennet ar frazenn uheloc'hik eus ar pennad diwar-benn... an Inizi Gwerc'h.--Prieladkozh (kaozeal) 20 Meu 2015 da 13:57 (UTC)
Wiki saoznek: «The Virgin Islands are the western island group of the Leeward Islands, which are the northern part of the Lesser Antilles, and form the border between the Caribbean Sea and the Atlantic Ocean.»--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 20 Meu 2015 da 14:02 (UTC)
Lennet em boa, ya. Wiki gallek : «Les îles Vierges constituent un archipel des Antilles à la limite entre les grandes et les petites Antilles.»--Prieladkozh (kaozeal) 20 Meu 2015 da 14:07 (UTC)

Kemeromp neuze mammennoù diavaez dre ma n'hall ket ar Wikipedia bezañ un dave evit ar Wikipedia. Evit ar saozneg e c'haller gwelet an "Encyclopaedia Britannica" amañ [1] (a laka anezho e-barzh al "Lesser Antilles" eta), hag evit ar galleg, gwelomp ar Petit Larousse: «VIERGES (îles) (…) archipel des Petites Antilles partagé entre la Grande-Bretagne (…) et les États-Unis (…)»--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 20 Meu 2015 da 14:28 (UTC)

Ha sellet ho peus ouzh ar "Geographic range" diskouelet war al lec'hienn Avibase e-keñver al labous ?--Prieladkozh (kaozeal) 20 Meu 2015 da 15:11 (UTC)
Ya, ha ne welan ket mat pelec'h emañ an dalc'h, pa gaver ivez da skouer (saozneg ha galleg) [2] [3] [4].--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 20 Meu 2015 da 16:55 (UTC)
  • Orthorhyncus cristatus cristatus: Barbados (Lesser Antilles)
  • Orthorhyncus cristatus exilis: E Puerto Rico, Virgin Islands and Lesser Antilles to St. Lucia
  • Orthorhyncus cristatus ornatus: St. Vincent (Lesser Antilles)
  • Orthorhyncus cristatus emigrans: Lesser Antilles (Grenadines and Grenada)--Prieladkozh (kaozeal) 20 Meu 2015 da 17:11 (UTC)

Lavaret em boa deoc'h em boa sellet ouzh ar bajenn, neuze ne dalveze ket ar boan deoc'h adskrivañ an traoù. War a seblant avat n'ho poa sellet ouzh ar pezh am boa meneget:

  • «O. c. exilis (J. F. Gmelin, 1788) – E Puerto Rico S through Lesser Antilles to St Lucia.»
  • «Orthorhyncus cristatus cristatus(Puerto Rico, Lesser Antilles) »
  • «Zone géographique : Porto Rico et Petites Antilles.»

C'hoazh ur wech, ne welan ket pelec'h emañ an dalc'h, p'eo sklaer emañ an Inizi Gwerc'h en Antilhez Bihanañ. Meneg Avibase a c'hall bezañ displeget e meur a zoare. Goulakaat a c'haller e felle dezho bezañ sklaer marteze, pe n'emañ ket Puerto Rico hag an Inizi Gwerc'h (pe ul lodenn anezho da vihanañ) er memes "ekozon" hag ar peurrest… Met piv ac'hanomp a ouio biken?--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 20 Meu 2015 da 18:05 (UTC)

Ne gav ket din e talve ar boan respont din gant un ton ken kentelius-se ivez. Ne gomprenit ket ar pezh emaon o klask lakaat war wel abaoe penn-kentañ ar gaozeadenn. Pelec'h emañ an Inizi Gwerc'h d'ho soñj, en Antilhez Bihanañ pe en Antilhez Brasañ ?--Prieladkozh (kaozeal) 20 Meu 2015 da 18:34 (UTC)

http://www.geolounge.com/caribbean-islands-lesser-antilles/ --Couiros22 (kaozeal) 20 Meu 2015 da 19:19 (UTC)

Demat, N'eo ket ouzhoc'h e oa bet savet ar goulenn.--Prieladkozh (kaozeal) 21 Meu 2015 da 08:24 (UTC)
Digor eo ar pajennoù kaozeal d'an holl, ha muioc'h c'hoazh d'ar re o deus kemeret perzh el labour war ar pennad.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 21 Meu 2015 da 10:07 (UTC)
Demat deoc'h ivez. Emichañs, ya. Emaon o c'hortoz ho respont bepred, koulskoude. Pa soñjan : n'ouzoc'h ket lâret na "Demat" na "Salud" ?--Prieladkozh (kaozeal) 21 Meu 2015 da 10:32 (UTC)