Kaozeal:Odeta Chevillottez
Odeta Chevillottez
[kemmañ ar vammenn]Cheñchet eo bet ar pennad gant un den dizanv evit difaziañ vioù-koukoug hag ouzhpennañ un daveenn ('pezh zo mat), met adskrivet eo bet ivez doare digeriñ ar pennad d'un doare iskis a gav din ha na glok ket gant peurrest pennadoù Wikipedia. Skrivet em eus war patrom ar skrivagnerezed all, da lavarout eo Loeiza an Duigoù, Añjela_Duval, Madalen an Amour, Vefa de Bellaing, Mich Beyer, etc hag a zo holl war ar memes patrom.
Brezhonegour (kaozeal) 8 Mae 2023 da 13:29 (UTC)
Odeta Chevillottez pe Odette Chevillotte
[kemmañ ar vammenn]Peseurt anv dibab ? War ar poent-mañ ne oan ket sur, met choazet 'm eus krouiñ ar pennad gant an anv brezhonek, ar pezh a vez graet alies a-walc'h 'barzh wikipedia e brezhoneg evit ar skrivagnerien (Añjela Duval ha n'eo ket Marie-Angèle Duval ; Vefa de Bellaing ha n'eo ket Geneviève Charbonnier). Anv-pluenn ar skrivagnerez-mañ a oa diazezet war hec'h anv brezhoneg (Eodez ; Odeta Chevillottez), hag e sine war e-seblant "O . C" ('pezh a c'hael bezañ brezhonek pe gallek).
Brezhonegour (kaozeal) 8 Mae 2023 da 13:35 (UTC)
- An dud o deus gwelet levrioù gant anvioù A. Duval ha Vefa de B (hec'h anv gwreg). Daoust hag UL levr zo gant O "Chevillotez"? Ma he deus skrivet gant hec'h anv gallek dreist-holl n'eus ket da glask ober gant un anv all amañ. Beurleudiskobol (kaozeal) 8 Mae 2023 da 14:04 (UTC)
- Skrivet he deus ul levr hepken war e seblant gant an anv-pluenn Eodez diazezet war hec'h anv brezhonek. Ar pennadoù 'oa sinet gant "O . C", 'pezh a c'hael bezañ brezhonek pe gallek, setu perak n'eo ket ken simpl hervezon. Brezhonegour (kaozeal) 8 Mae 2023 da 14:11 (UTC)
- Abegoù a-walc'h da leuskel he gwir anv ganti. Beurleudiskobol (kaozeal) 8 Mae 2023 da 15:45 (UTC)
- Skrivet he deus ul levr hepken war e seblant gant an anv-pluenn Eodez diazezet war hec'h anv brezhonek. Ar pennadoù 'oa sinet gant "O . C", 'pezh a c'hael bezañ brezhonek pe gallek, setu perak n'eo ket ken simpl hervezon. Brezhonegour (kaozeal) 8 Mae 2023 da 14:11 (UTC)