Mont d’an endalc’had

Odette Chevillotte

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Odeta Chevillottez)

Odette Chevillotte (Brest, 16 a viz Mae 1896 – Brelez, 16 a viz Here 1971) a oa ur skrivagnerez vrezhonek[1]. Eodez e oa hec'h anv-pluenn[2], diazezet war hec'h anv brezhonekaet Odeta Chevillottez[3].

Odette Chevillotte a oa merc'h da Julien Chevillote (1863-1933) hag a oa noter ha da Valentine Mevel (1871-1930). He zud a oa perc'henn war domanioù Kerwazdoue e Plougonvelen ha war Maner Kergroadez e Brelez. Bouzar e oa Odette abaoe he yaouankiz, ne zimezas ket hag e chomas gant he zud ha war o lerc'h e Maner Kergroadez, ma varvas e 1971. C'hwec'h bugel a oa er familh, tri faotr ha teir flac'h, c'hoar Olier Chevillotte hag Emmanuel Chevillotte e oa[3].

Liamm diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. ↑ Lukian Raoul, Geriadur ar skrivagnerien ha yezhourien, Al LIamm, 1992, p. 65-b (ISBN 978-2-7368-0034-5)
  2. 1 2 (br) Galv ar ouenn, Eodez (tro 1942-1943). Kavet : 08/05/2023.
  3. 1 2 Tiegezhioù emsaverien a brientinien gristen o timeziñ etrezo e-pad an 20vet kantved, Kanndig Imbourc'h, niv. 103, Here-Kerzu 2017, p. 5-9
  4. ↑ Taolenn Kannadig Imbourc'h diwezhañ, Agence Bretagne Presse, 18/06/2018
Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh.