Mont d’an endalc’had

Kaozeal:Nouveau Dictionnaire Breton-Français/Français-Breton

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Ma vije bet digoret ar geriadur-se gant aozer ar pennad-mañ en dije gallet lenn an Avant-propos, pajenn 3, ha lenn ar pezh a oar kement den a furch ar geriadurioù : un 12vet embannadur eus geriadur Hemon-Huon eo, a ro da gompren an dud o deus graet war-dro.
Met ar pezh na blij ket da aozer ar pennad eo ez eo bet renet al labour nevesaat ha klokaat gant Divi Kervella, a zo Trec'hlid mitonet e spered klañv ar paourkaezh den.
Kinnig a ran ma vije diverket ar pennad didalvez ha pilpous-se. Rudlamot (kaozeal) 18 Du 2015 da 18:16 (UTC)[respont]

Setu ma respont
  1. N'eus reolenn ebet (nemet e spered klañv an den a skriv uheloc'hik) a lavar da zen e rank lenn ul levr evit menegiñ eo bet embannet, na bezañ bet en Emgann Hastings evit komz anezhañ.
  2. Pa vez daou anv disheñvel da zaou levr disheñvel e vez savet daou bennad disheñvel.
  3. N'emañ ket al levr ganin evit poent, n'ouzon ket gant piv eo graet, ha ne verkin ket ken na vo bet gwiriet ganin : n'on ket techet da grediñ ar gaouier bras Edgar Rudlamot. Kinnig a ran, adkinnig evit an nouspetvet gwech, e vije rediet da gemmañ an anv-se, dibabet gantañ evit c'hoari e Zaechad. Bianchi-Bihan (kaozeal) 18 Du 2015 da 18:50 (UTC)[respont]

Atav ar memes diskan...

  1. Gwelloc'h e vez atav gouzout diwar-benn un danvez a-raok skrivañ forzh petra. Hollret eo bezañ lennet danvez sirius diwar-benn Emgann Hastings a-raok skrivañ ditouroù sirius (i.e. daveet), kuit a skrivañ forzh petra.
  2. "6vet mouladur kresket e 1978, adanvet neuze Nouveau Dictionnaire Breton Français" a lenner e Geriadur Hemon-Huon : hag ul levr disheñvel eo evit kement-se ? Feiz fall.
  3. E 2014 e oa bet embannet 12vet doare GHH, hag ur c'helenner war ar brezhoneg ne oar ket diwar e benn...
  4. N'eo ket ret e vefe gwiriet ganit evet ma vefe gwir : an ISBN a oa bet roet gant 90.32.31.91 (n'emañ ket e Nouveau Dictionnaire Breton-Français/Français-Breton, evel-just), me am eus roet un daveen all amañ uheloc'h. Feiz fall adarre.
  5. Lakaat "Edgar" ha me da c'haouierien, klask ma rediañ da gemmañ ma c'hont : an diskan boas adarre.
  6. MET MA LAKAAT A-LIVE GANT TUD DAECH ZO PEADRA DA'Z SKARZHAÑ EUS AR WIKIPEDIA BREZHONEK DA VIKEN, MALLOZH RUZ !
  7. NE ZEGEMERIN DIGAREZ EBET EVIT UN EMZALC'H A-SEURT-SE. Rudlamot (kaozeal) 18 Du 2015 da 20:08 (UTC)[respont]

Il est interdit de crier ou beugler. Merci. Bianchi-Bihan (kaozeal) 18 Du 2015 da 20:16 (UTC)[respont]

GEVIER ADARRE a-berzh hon dizonest ha diskelaouer meur. Emañ ar ger "balkon" er geriadur-se (p.71), daoust d'ar pezh a lavar "aozer" ar pennad. Ha ret e vo gouzañv pell c'hoazh seurt doareoù vil ha divalav?Trec'hlid mitonet (kaozeal) 28 Du 2015 da 15:59 (UTC)[respont]
Fazi ganin neuze e-kreiz tan ar gaozeadenn. Reizhet e vo. Bianchi-Bihan (kaozeal) 28 Du 2015 da 19:20 (UTC)[respont]
Ur fazi marteze gant an hini a skriv N'eus ket da cheñch skridoù ar re all er pajennoù kaozeal : n'eus bet kemmet ger ebet : miret ouzh an hucherien da huchal, netra ken. Bianchi-Bihan (kaozeal) 30 Du 2015 da 18:51 (UTC)[respont]

Ret eo sevel e vouezh a-enep an doareoù dizonest.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 1 Kzu 2015 da 13:28 (UTC)[respont]

Ret eo kaozeal pa weler fazi, doare ordinal ar wikipedia da labourat. Nevez dit ? Bianchi-Bihan (kaozeal) 17 Gen 2016 da 17:43 (UTC)[respont]

Gevier adarre

[kemmañ ar vammenn]

[1]. Bepred prest da gontañ gevier. Emañ ar pennger en embannadur 2005.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 17 Gen 2016 da 14:59 (UTC)[respont]

Pa ri ur geriadur, klask ober ar c'hemm etre fazi ha gevier. Fazioù ar re all a servij dit d'o c'hondaoniñ. Gwir eo ne rez hini ebet gwech ebet. Bianchi-Bihan (kaozeal) 17 Gen 2016 da 15:01 (UTC)[respont]
Kontañ traoù hep gwiriañ, hastañ d'o lakaat. Graet ar memes tra uheloc'h gant "balkon". Lakaat kemm a ran etre "fazi" ha "falstamall", pa welan skrivet ganit er skrid: "Skarzhet ez eus bet un nebeud gerioù (…) hag a zisplije d'ar skridaozerien nevez." Pegen neptu! pegen arguzennet kaer!--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 17 Gen 2016 da 16:33 (UTC)[respont]
A? n'int ket skarzhet ken?
Evit an neptuegezh ne gredan ket e c'hallfes reiñ kentel ebet da zen ebet. Bianchi-Bihan (kaozeal) 17 Gen 2016 da 16:43 (UTC)[respont]
Pa weler out bet o skarzhañ skrid un implijer all (Rudlamot) er bajenn gaozeal-mañ (tra berzet) [2] e weler ez out prest da gendelc'her gant da zoareoù.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 17 Gen 2016 da 18:07 (UTC)[respont]
Da sorc'henn-te. Koulz ha me e oarez eo difennet "huchal", ha kunujenniñ. Pa gaver loustoni e vez ret naetaat. Koulz ha me e oarez piv eo ar Rudlamot-se, ha perak en deus kemeret an anv-se.Bianchi-Bihan (kaozeal) 18 Gen 2016 da 07:04 (UTC)[respont]

Leubeurc'henniñ

[kemmañ ar vammenn]

Salud, N'emañ ket em c'herz nag an embannadur diwezhañ na hini 2005 ha, dre-se, e prometan mont da bardonañ. Gwir eo e kaver ar ger "leubeurc'henniñ" en embannadurioù 1978 ha 2002 koulskoude : mat eo teuler evezh al lennerien ouzh ar seurt traoù iskis.--Prieladkozh (kaozeal) 17 Gen 2016 da 15:50 (UTC)[respont]

Koulz eo lavarout petra a gaver en ur geriadur ha petra ne gaver ket. E-barzh hemañ evel er re all. Bianchi-Bihan (kaozeal) 24 Gwe 2017 da 18:06 (UTC)[respont]

Tamall e gaou

[kemmañ ar vammenn]