Kaozeal:Merzhin

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Ur gerig seven da Bianchi-Bihan[kemmañ ar vammenn]

Salud deoc'h (adarre),

Skrivañ a ran rakar ne'm eus ket tapet kavout ar mod da skrivañ el lodenn anvet "kaozeadenn" evit ar pennad "merlin / merzhin". Komz a rit eus "Reizhañ ur falsreizhadenn: gwelloc'h kompren evit kemm)" pa reizhan "merzin" gant "merzhin". Ha lavaret a rit ez eo 'z' pa vez 'dd' e kembraeg, ta ta ta, pas en degouezh-se. Adlennit Fleuriot hag ar re all hag e weloc'h ez eus un diforc'h bras evit a sell ar brezhoneg evit a sell ar c'hluster kozh "rd", aet eo da "rdd" e kembraeg (en un doare reizh d>dd) met aet da "rth" e brezhoneg (marteze en ur heuliañ un emdroadur rd>rt>rth>rzh nemet ha rd>rdd>rth>rzh a vefe bet?). Ha se zo kaoz e kaver "tarzh" e brezhoneg e kichen "tardd" e kembraeg. Spi m eus em eus desket un dra bennak deoc'h.

Ho tigarez a c'houlennan adarre ma'm eus postet kement-mañ e lec'h ma ne dlefe ket bezañ.

Fulub Cayenne.

Desket em bo un dra bennak eta, met gouzout pelec'h eo bet skrivet a garfen.
A-raok kemm seurt traoù e vije mat ober e doare mont en-dro ar wikipedia: KKK, kaozeal kent kemm.
Ma emaout e Cayenne ez eus brezhonegerien all er vro-hont. Bianchi-Bihan 29 Gou 2009 da 01:07 (UTC)[respont]
N'em eus ket kavet (c'hoazh) traoù diwar-benn rdd/rzh e-barzh levrioù pe e-barzh kelaouennoù.
Dre furchal e geriadurioù kembraeg, em eus kavet : urdd/urzh ; bardd/barzh ; bwrdd/bourzh ; ffordd/forzh (diwar ord- ; bard- ; bord- ; ? )
Evit forzh= kalz : diwar al latin fortis moarvat ?
forzh = heñchoù a vefe neuze da dostaat ouzh ar c'hembraeg ffordd = hent.

--Aveldro (kaozeal) 7 Du 2013 da 14:22 (UTC)[respont]

Kavet e vez da skouer e-barzh en:Kenneth H. Jackson, A historical phonology of Breton p.654.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 7 Du 2013 da 15:17 (UTC)[respont]
Ya, un toulladig zo c'hoazh evel-se : cerdded/kerzhet, tarddu/tarzhañ ... Hag e-kichen e kaver rth/zh e-barzh parth/parzh, berth/berzh, nerth/nerzh, serth/serzh, gwerthu/gwerzhañ, Mawrth/Meurzh, chwerthin/c'hoarzhin, porth /porzh, torth/torzh ... Bianchi-Bihan (kaozeal) 8 Du 2013 da 05:40 (UTC)[respont]