Kaozeal:Mell-droad ouezelek
Neuz
"Mell-droad" zo ur ger benel, evel m'en diskouez ar c'hemmadur troad > droad ; "ar vell-droad" eta, evel "ar vell". Ha kemmadur ivez en anv-gwan war-lerc'h : "ar vell-droad ouezelek" neuze, ma reer gant ar ger "gouezelek". "Mell-droad Iwerzhon" zo kinniget evit se gant TermOfis (Ofis ar Brezhoneg [1]), "mell-droad iwerzhonat" a gaver e geriadur galleg-brezhoneg M. Ménard (p. 596), ha "mell-droad ouezelek" en Atlas ar bed keltiek (p. 83). --Llydawr (kaozeal) 24 Gen 2014 da 16:28 (UTC)
- "Mell-droad ouezelek" a vefe ar stumm reishañ hervez ar reolennoù, met ledet-kaer eo ar stumm "mell-droad gouezelek", da gentañ penn gant ar re a ra war-dro [2] ("lig breizhat mell-droad gouezelek"). Techet eo ar yezh a-vremañ da chom hep ober kemmadurioù 'zo: 1. ar c'hemmadur G/C'H just a-walc'h (gwelet Yezhadur bras ar brezhoneg, §138 notenn b «Koulskoude ar c'hemmadur G/C'H goude ur gensonenn nann-linkus a zo en arvar ivez (her gwelout a raimp splannoc'h en ur studiañ al liesgerioù).»; 2. er gerioù hir war-lerc'h an anvioù-kadarn.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 24 Gen 2014 da 16:58 (UTC)