Kaozeal:Meilh Drougêr

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Ranket cheñch an titl hag ar skeudenn. Koulskoude e oa mat an anv (ne vanke nemet an tired-kognek) abaoe miz Gouhere 2010, koulz hag ar skeudenn [1], war ar bajenn milin-avel a oa bet saver ar pennad o labourat warni just a-raok. Perak mont da lakaat un anv fall hag ur skeudenn fall? Diaesoc'h e oa faziañ eget ober mat…--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 20 Du 2013 da 10:31 (UTC)[respont]

Ho Meurdez, ar fazioù a vez graet mann nemet evit gallout tridal ha birviñ gant ar blijadur da vezañ difaziet ganti. Bianchi-Bihan (kaozeal) 21 Du 2013 da 05:00 (UTC)[respont]

Pa weler petra emaout aet d'ober diouzhtu: mont da adlakaat ar skeudenn fall (ma weler mat n'eo ket ar memes hini tamm ebet), e teu anatoc'h-anatañ n'emaout o kemer perzh er WP nemet evit strobañ ar mont war-raok, lakaat an dud da goll amzer, faziañ al lennerien, ha dre-se degas brud fall d'ar raktres.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 21 Du 2013 da 09:55 (UTC)[respont]

Siklezonoù ordinal. Ha displegadenn ebet. Bianchi-Bihan (kaozeal) 21 Du 2013 da 11:41 (UTC)[respont]
Beg ar Van, titl ur ganaouenn gant Alan Stivell e 1981...--Prieladkozh (kaozeal) 21 Du 2013 da 14:07 (UTC)[respont]
Souezhus eo an titl. Eno, e Trougêr ez eus div vilin ([2], [3] pe [4]). Ha div skeudenn a ziskouezer er pennad ivez. Perak ober gant an unander evit an titl neuze ? --Llydawr (kaozeal) 21 Du 2013 da 16:49 (UTC) Kinnig a ran lakaat an titl el liester neuze. --Llydawr (kaozeal) 25 Du 2013 da 11:38 (UTC)[respont]

Peogwir eo un anv lakaet gant an Trec'hlid, n'hall ket bezañ fall, keta? "Perak mont da lakaat un anv fall hag ur skeudenn fall?" emezañ, db labour ar re all, evel-just. "Diaesoc'h e oa faziañ eget ober mat…" emezañ. Pa'z eo graet mat gantañ, n'hall ket bezañ fall, anat. Neuze, kit da c'hoari kontañ milinoù da Gleden. Bianchi-Bihan (kaozeal) 21 Du 2013 da 17:27 (UTC)[respont]

Pa vez anv eus unan hepken e vez anv eus an hini vras (klaskit war ar Rouedad), evel ma oa bet lakaet gant Llydawr e-unan e 2010 war ar bajenn Milin-avel. Ha n'eur ket tremenet eus ur vilin vihan koad da unan vras maen evel ma'z eus bet klasket lakaat ac'hanomp da grediñ hiziv.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 21 Du 2013 da 18:16 (UTC)[respont]