Mont d’an endalc’had

Kaozeal:Lec'hienn Web

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Ul lec'hienn a c'hell bezañ ul lec'h bennak war an Douar ivez n'eo ket?--Gwendal 10 Eos 2009 da 18:25 (UTC)[respont]

Ret sellout er geriadurioù. Me n'anavezan nemet an implij a lennan er wiki, ha ne ran ket gantañ ma-unan. Bianchi-Bihan 10 Eos 2009 da 18:29 (UTC)Gwiriet. Ha kemmet. Bianchi-Bihan 15 Meu 2010 da 17:07 (UTC)[respont]

Titl ar pennad

[kemmañ ar vammenn]

Gwelloc'h e vef envel ar pennad-mañ Tabut war ar ger lec'hienn. --Yun (kaozeal) 15 Meu 2010 da 15:46 (UTC)[respont]

Kement dizemglev zo n'eo ket un tabut. Met tabut zo bet pa veze hiniennoù o klask lakaat load e kement lec'hienn a oa. Bianchi-Bihan 15 Meu 2010 da 16:02 (UTC)[respont]
Lakaomp Dizemglev war ar ger lec'hienn neuze. --Yun (kaozeal) 15 Meu 2010 da 16:34 (UTC)[respont]
Gortozomp alioù all. Bianchi-Bihan 15 Meu 2010 da 16:48 (UTC)[respont]
Ha petra eo da ali ? --Yun (kaozeal) 15 Meu 2010 da 16:51 (UTC)[respont]
Un ali n'eo ket trawalc'h da gemm. Bianchi-Bihan 15 Meu 2010 da 17:07 (UTC)[respont]
Geo, pa ne vez ali kontrol ebet. --Yun (kaozeal) 15 Meu 2010 da 17:27 (UTC)[respont]
N'on ket bet komprenet: Hemañ eo ma ali : Un ali n'eo ket trawalc'h da gemm. Bianchi-Bihan 15 Meu 2010 da 17:38 (UTC)[respont]

Lec'hiennoù

[kemmañ ar vammenn]

Evidon-me e ranfe ar bajenn-mañ bezañ ur bajenn disheñvelout, da lavaret eo kaout liammoù eeun, hep re a varvailh tro-dro, war-zu :

  • lec'hienn arkeologel/henoniel
  • lec'hienn dreuzskuilhañ
  • lec'hienn endonañ dilerc'hioù radioaktivel
  • lec'hienn enskrivet
  • lec'hienn Genrouedad
  • lec'hienn naturel
  • lec'hienn rummet
  • lec'hienn stankell
  • lec'hienn ur stal embregerezh
  • lec'hienn velezour

Kavout a reer an termenoù-se e geriadur ar skiantoù hag an teknikoù hag e lec'hienn Ofis ar brezhoneg.

Sellit ouzh ar bajenn disheñvelout Site, keñveriit-hi gant ar bajenn Lec'hienn ha grit ho soñj. --Yun (kaozeal) 15 Meu 2010 da 18:40 (UTC)[respont]

Titl ar pennad (2)

[kemmañ ar vammenn]

A-du emaon gant Yun (kd) ha gant Termofis: dleout a rafe ar pennad bezañ anvet Lec’hienn Web. Huñvreüs (kaozeal) 12 Eos 2024 da 12:19 (UTC)[respont]

Da vezañ tennet, d’am soñj. Unan all eus ijinadennoù BB diwar ar c’hembraek, ne gaver e geriadur ebet 😫. Huñvreüs (kaozeal) 12 Eos 2024 da 12:37 (UTC)[respont]