Kaozeal:Lazagn
Lazagn[1] eo ar ger brezhonek evit an italianeg lasagne zo gaou. D'ar muiañ eo UR ger, krouet gant an trec'hlider e-unan moarvat, evep pidza, ha re all, ha n'eo ket ret da zen ebet ober gantañ, ur ger dianav a-grenn a-raok 2012, pa vez graet gant lasagne abaoe ma vez debret boued italian e Breizh, abaoe an XXvet kantved eta. Bianchi-Bihan (kaozeal) 23 Eos 2015 da 09:24 (UTC)
- Ar ger tagliatelle, gant ar memes spered, a dlefe bezañ taliatell (pe taliatel, rak diouzh ar c'hiz eo an dibenn -el gant an taoler anaoue), e Geriadur Ménard: met tagliatelle eo chomet, pajenn 1297. Piv eo ar paourkaezh tud-se a fell dezho divrezhonekaat ar brezhoneg, e skoaz ar pab sklêrijenner meur ar Vretoniri? Bianchi-Bihan (kaozeal) 23 Eos 2015 da 10:06 (UTC)
N'eus forzh petra
[kemmañ ar vammenn]Aliet eo ar paourkaezh divrezhonekaer gant an Trec'hlid Mitonet da glask ar wirionez e lec'hiennoù poellek ma skriver lasagn ha lazagn, pezh a ziskouez din int levezonet muioc'h gant ar ger gallek eget gant spered ar yezh :[[ https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Lazagn&diff=next&oldid=1658404 ]]; un ali eus ar fallañ, a gavan, gant an niver a sotonioù (e-keñver poell ar yezh, rak ne larfen ket evel an Trec'hlid eo paourkaezh tud kement den a skriv traoù diboell e Radio Breizh nag er wikipedia ) . gwelomp:
Lec'hienn
[kemmañ ar vammenn]Alet omp da lenn ur pennad db boued https://kletergerkleteker.wordpress.com/2012/09/06/traou-bet-tanvaet-e-kerzh-miz-eost/: Setu petra 'gaver:
- petra ‘vo tu din kinnig deoc’h : fazi e-keñver ar yezh
- kinnig a ran deoc’h liammoù e plas m’oc’h dedennet gant traoù zo : digomprenus
- Tañvaet em eus ar gimov : malv-gwenn e Geriadur Ménard, anv-stroll
- ur greunenn flamboez... Ha pa klaskin en-dro... meur a zra : ul lec'hienn vat evit deskiñ ar c'hemmadurioù!
- Aze em boa laosket da vezañ da wrez ar pezh : troienn c'hallek-rik
- anzavaomp: !
- ivez e tebran alies saladenn gant chaous evelse, ... .
- graet e vez gant gerioù divrezhonek euzhus : dulce de leche, brownie, spéculos (ur pennad spekulaas mat zo er wikipedia koulskoude, met an dave-se ne blij ket d'an trec'hlid a gav gwell al lec'hiennoù fazius)
- traoù sal, e-lec'h sall !
- Ur mennozh predti a ginnig boued mat : Les mille-feuilles e Naoned ... troienn c'hallek-rik
- lazagn, parmentier : ne vije parmañtie kentoc'h, e brezhoneg an Trec'hlider?
- Un tammig pounner eo plac’h ar stal : war a seblant n'eo ket eus pouez ar plac'h e komz an oberour, met levezonet brein eo gant un droienn c'hallek modern
- ha kêrig ar pred klok (tro 25€ evit un den) : ne oar ket ar c'hemm etre ker ha kêr, met digantañ/i e vije ret deskiñ skrivañ lazagn? biskoazh!
- jazz , a zo skrivet jaz, e geriadur an tad Ménard (fent)
- en ur c’h/KFC ha n’em eus ket kavet ken druz ha spontus hag a soñje din : ha ma sonje din, e brezhoneg
- predtioù, a zo pretioù hervez Geriadur Ménard, 1177
- kream ball : n'emañ ket Geriadur Ménard, n'ouzon ket perak
- Niark niark : n'emañ ket ivez.
Ha se zo kaoz e c'houlennan ma vo dilamet pep dave d'al lec'hienn-se, ha diwallet muioc'h ouzh daveoù an Trec'hlider. Bianchi-Bihan (kaozeal) 23 Eos 2015 da 14:22 (UTC)
ne gomprenan ket perak e talc'h an trec'hlider da ober dave d'ar gazetenn ya, ken leun a fazioù!
pennad 1
[kemmañ ar vammenn]Gwelomp ar pennad http://yabzh.com/2013/02/kentel-ar-pevar-avel
- E Lanmeur ... , Lanneur, e brezhoneg, pe Lanveur, met ne oar ket ar skridaozer nag anv brezhonek al lec’h, nag ar c’hemmadurioù ;
- e vez troet ar speredoù war an ekologiezh : gant an ekologiezh
- e skol ar “4 Vents.” : sur ez aio an Trec’hlid da zeskiñ anvioù an avelioù da gazetenner(ez) Ya.
pennad 2
[kemmañ ar vammenn]Gwelomp http://yabzh.com/2014/10/glenn-an-doujet-vad-ra-dan-ene-troin-hunvreou-da-wir
- Met ne vehe ket tu kavout ur plac’h: tu da, e brezhoneg
- Ne zeuan ket a-benn da gontañ ar fazioù el linenn-mañ : Peogwir e ven mantret, a-wezhadoù, gwelet tud zo asantiñ traoù ne ranken ket asant’ !
Ne gredan ket e talv ar boan peurlenn ar pennadoù roet da zave gant an Trechlider awenet fall. Bianchi-Bihan (kaozeal) 23 Eos 2015 da 15:37 (UTC)
Ar pothouarn oc'h ober goap eus ar billig
[kemmañ ar vammenn]Dirollerezh a-berzh un den, leun e bennadoù war wikipedia a vioù-koukoug hag a verlañchadennoù e yezhoù all, anez ober anv eus ar garzajoù dozvet gantañ, evel ur fazi 1000 bloaz amañ [1].--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 23 Eos 2015 da 17:17 (UTC)