Kaozeal:Lanngorrow
Betek-hen eo bet implijet ar stumm-orin war eeun evit sevel pennadoù o tennañ da gêrioù ha kêriadennoù ar broioù keltiek all. Ur boas an hini eo deuet da vezañ, hag evit Kernev-Veur ivez. Kinng a ran neuze adenvel ar pennad-mañ "Lanngorrow" (kerneveureg) ha sevel un adkas gant an titl "Crantock" (saozneg). Kavet e vez amañ[1] ur roll eus stummoù kerneveurek lec'hioù ar vro-se. --Neal 5 Kzu 2006 da 15:53 (UTC)
Mat e vo ma c'hortozer un tamm ken e roio an dud o soñj a-raok kemm an anv:pe oad eo ar pennad? Bloaz? Miz? Deiz? Bianchi-Bihan 5 Kzu 2006 da 16:24 (UTC)
ne welan ket e pelec'h emañ an dalc'h. n'eo ket bet kemmet ar pennad nag an titl. tu zo da bep hini da gaozeal evel ma fell dezhañ/i. N'eo ket ret gortoz evit kemmañ (gwelloc'h atav, evel-just), ha n'eo ket ret gortoz evit kaozeal. Ha te, n'out ket kat da c'hortoz un tammig ivez a-raok goulenn diganin gortoz...? Trugarez evit da ginnig e-keñver titl ar pennad-mañ. --Neal 5 Kzu 2006 da 16:45 (UTC)
Ne gomprenan ket. Gortoz pell gortoz gwell, neta ken. Bianchi-Bihan 5 Kzu 2006 da 16:55 (UTC)
N'eus netra da gompren: 1) n'eo ket ret gozrtoz evit reizhañ pennadoù; 2) n'eo ket bet reizhaet ar pennad zoken; 3) n'eo ket ret gortoz evit kaozeal; 4) graet ez eus bet ur c'hinnig ganin o klotaat gant boazioù ar wikipedia-mañ betek-hen; 4) n'eus tamm patrom war ar bajenn-mañ evit diskwel emañ war ober c'hoazh. Achuiñ a c'hell un den da labourat war ur pennad dindan div vinutenn. Ha perak e vefe ret gortoz pelloc'h evit kinnig outañ/i ober hervez boazioù envel ar wikipedi-mañ? --Neal 5 Kzu 2006 da 17:09 (UTC)
Petra e talv n'eo ket ret gortoz evit kaozeal? Bianchi-Bihan 5 Kzu 2006 da 18:22 (UTC)
Anaout a reer un displegadenn d'an anv kernevek nevez-se?Shelley Konk 6 Kzu 2006 da 12:14 (UTC)