Kaozeal:Kig-dañvad

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

N'eus ket eus *kig-dañvad e gwirionez ; kig-maout ha kig-oan zo, evel kig-bevin, kig-yar hag all. — Ar choler (kaozeal) 17 Mae 2020 da 11:02 (UTC)[respont]

Un anv rumm eo dañvad, maout ar par, dañvadez ar barez, oan ar menn. Haggis vez graet gant dañvad par pe barez, din da c'houzout.--Arko (kaozeal) 17 Mae 2020 da 12:06 (UTC)[respont]
Dres. Re ledan eo "dañvad" pa gomzer eus kig peogwir emañ an oan en hevelep rumm, alese "kig-oan" ; ne ziforc'her ket avat etre tad ha pa mamm : "kig-maout" (pe "maout" hepmuiken) a lavarer evit an daou. "Kig-dañvad" a gaver e Barr-Heol #47 p. 62 koulskoude, ar pezh a zo ur fazi e metoù ar c'heginerezh. Ma, n'eo ket tener ! — Ar choler (kaozeal) 17 Mae 2020 da 13:30 (UTC)[respont]
Kompren a ran, ha OPAB a ginnig "gigot de mouton : morzhed-vaout (étudié)", koulskoude e kinnig ivez "viande de mouton : kig-dañvad (recommandé)". --Arko (kaozeal) 17 Mae 2020 da 19:54 (UTC)[respont]