Mont d’an endalc’had

Kaozeal:Kasenn

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Ar pennad-mañ a vefe gwelloc'h e blas er wikeriadur peogwir e tesker traoù diwar-benn ar ger kasenn kentoc'h eget diwar-benn ar c'hasennoù. Da'm soñj ne zlefemp ket ober gant an droienn Implijet e vez evit komz eus ar ger en holloueziadur, na reiñ sterioù all ar ger e korf ar pennad (pajennoù digejañ pe/ha kemmennoù e penn kentañ ar pennadoù a c'heller ober eveljust). --Yun (kaozeal) 2 Gen 2007 da 08:59 (UTC)[respont]


N'on ket a-du tam ebet : M'az peus c'hoant e c'hellez degas ar ger er wikeriadur, evel-just. Ma kav iskiz dit ar pennad, setu perak em eus silet sterioù all :
Ne dalvez ket ar boan sevel ur pennad evit ar ster dre skeudennadur : petra da lakaat e-barzh?
An eil ster a zo da vezañ diorroet ha setu ar pezh 'm eus graet.
Dre vras, ne 'm eus ket kavet e vije mat sevel ur bajenn digejañ evit daou ster pennañ. Pounner e vefe.

Kavout a ran mat gwelout tud o labourat evit ar wikeriadur, met, d'am soñj, e teuio ar wikipedia da vezañ frouezhus (evit an deskadurezh, da gentañ) dindan un nebeut amzer pa vo ur wikeriadur efedus goude pell. Da c'hortoz e kavan gwelloc'h lakaat traoù yezh e pennadoù ar wikipedia (an deveradurioù, an eilsterioù pa n'eus ket da sevel ur bajenn digejañ) hag evel-se e vo aesoc'h al labour evit sevel ar wikeriadur.
Terriñ a rafen pennaenn ar wikipedia? Da gentañ holl, n'eus ket tu da seveniñ strizh pep hini eus ar reolennoù savet evit ar yezhoù "bras". Evidon-me, pa vo azazaet ar reolenn ouzh ar wikipedia brezhonek e vo kavet e talvez evit eilfurmoù'zo hepken (furmoù verb hag all) hag elfennoù yezhadur rik (raganvioù, adverboù...). Perak e vije dilamet titouroù a-bouez war implij ar gerioù p'eo ar pezh a vank ar muiañ d'ar nevez-vrezhonegerien? Gwelloc'h kinnig dezho ur sell war binvidigezh ar yezh. Chomp hep ober evel-se a vije un "nonsense". .--Ch. Rogel 2 Gen 2007 da 23:02 (UTC)[respont]

Un dever eo deomp, evel just. Dispakañ c'hoari ar yezh hep bezañ pounner. --Ch. Rogel 3 Gen 2007 da 00:49 (UTC)[respont]

A-du on ganit evel-just. Me 'garfe e larfes kement-se d'ar verourien all ivez. Bianchi-Bihan 3 Gen 2007 da 06:08 (UTC)[respont]

Kinniget e vez "froud veur" (evit ar galleg "courant océanique"; l.: froudoù meur) gant Termofis, ha "froud-vor" gant M. Ménard evit ar galleg "courant marin". Daoust hag-eñ ne c'heller ket ouzhpennañ ar gerioù-se? --Gweltaz Kerguz (kaozeal) 16 Gen 2013 da 18:38 (UTC)[respont]

Eo moarvat. Gallout a rez lakaat anezho te da-unan (laka ivez an daveennoù). Mat 'vefe ivez ober pajennoù adkas, evit ma tegouezho gant ar bajenn-mañ an dud a glaskfe "froud-vor" lakaomp.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 16 Gen 2013 da 20:01 (UTC)[respont]
Trug'! Emaon o vont d'en ober diouzhtu neuze...--Gweltaz Kerguz (kaozeal) 16 Gen 2013 da 20:33 (UTC)[respont]