Kaozeal:Ibil chokolad
A belec'h e teu an droienn "ibil chokolad" evit envel ar seurt gwastell-se ? "Biz dienn" eo a gaver e Geriadur ar geginouriezh embannet gant Preder (2011). "Biz-dienn" ivez gant Ofis ar Brezhoneg ([1]). Ne'm eus ket kavet anvioù all e lec'h all. --Llydawr (kaozeal) 1 Gou 2012 da 20:24 (UTC)
- Ijinet eo bet gant unan bennak ? Ijinet eo bet ganin ivez pell zo, hag ober a ran gantañ. An aotre da grouiñ gerioù ne vez ket roet gant pab nag iliz na melestradurezh ebet c'hoazh. Biz dienn a ra din soñjal e daouarn amann. N'an ket da glask ma boued e pajennoù embannadurioù Preder. Gant an Ofis e kavan fur diwall ivez pa welan [[2]] pe [[3]] ha nouspet all ... Bianchi-Bihan (kaozeal) 1 Gou 2012 da 23:26 (UTC)
- "Biz dienn" gant an Ofis ha Preder, "bazhig chokoload" gant Ménard, netra gant Favereau, "Luc'hedenn chokolad" zoken gant Tomaz Jacquet. Biz dienn a gavan mat hag a blij din--Arko (kaozeal) 20 Ebr 2020 da 17:12 (UTC)
- Berzet eo goveliañ gerioù en un holloueziadur, a zo e roll renabliñ gouiziegezh mab-den. A-hend-all, hevelep gwastell a c'hall bout dre chokolad, kafe, vanilha hag all ; n'eo na "damhir", "hirik" pe me 'oar-me : ur vazhig eo ; n'eo ket "leun a goaven", fourret eo, ha kleret war-c'horre. --90.32.244.85 20 Ebr 2020 da 17:43 (UTC)
- Testeniekaet eo biz-dienn : Un tamm biz-dienn a astenn d'ar paotr [...] (Emsav niv. 110, 1976) 2.13.141.65 20 Ebr 2020 da 17:59 (UTC)
- En un tu e lakait bleud, vioù, laezh, sukr hag en tu all e teu er-maez ur biz-koaven-chokolad. 4 000 en un eurvezh... Kalz gwelloc'h c'hoazh eo ar mekanik da fardañ kaol-koaven : [...] (Al Liamm niv. 191, 1978, p. 467) 2.13.141.65 20 Ebr 2020 da 18:03 (UTC)
- Tammoù dienn skornet a bep liv hag a bep blaz, tartez avaloù, tartez triakl, ibilien chokolad, bignez kaotigell, sivi, gwastell riz... e Harry Potter ha Maen ar Furien, p. 131... evel-just.--86.214.92.215 20 Ebr 2020 da 18:20 (UTC)
- Pe vloaziad ? Koshoc'h eget 1976 ? Nevezc'herioù droch BB n'o deus netra d'ober amañ. 2.13.141.65 20 Ebr 2020 da 18:28 (UTC)
- Setu ur skouer all, eus 2001 (Gerioù evit komz brezhoneg bemdez) : "biz dienn n.m. -où d. : éclair" 2.13.141.65 21 Ebr 2020 da 07:28 (UTC)
- Pe vloaziad ? Koshoc'h eget 1976 ? Nevezc'herioù droch BB n'o deus netra d'ober amañ. 2.13.141.65 20 Ebr 2020 da 18:28 (UTC)
- Tammoù dienn skornet a bep liv hag a bep blaz, tartez avaloù, tartez triakl, ibilien chokolad, bignez kaotigell, sivi, gwastell riz... e Harry Potter ha Maen ar Furien, p. 131... evel-just.--86.214.92.215 20 Ebr 2020 da 18:20 (UTC)
- Berzet eo goveliañ gerioù en un holloueziadur, a zo e roll renabliñ gouiziegezh mab-den. A-hend-all, hevelep gwastell a c'hall bout dre chokolad, kafe, vanilha hag all ; n'eo na "damhir", "hirik" pe me 'oar-me : ur vazhig eo ; n'eo ket "leun a goaven", fourret eo, ha kleret war-c'horre. --90.32.244.85 20 Ebr 2020 da 17:43 (UTC)
- "Biz dienn" gant an Ofis ha Preder, "bazhig chokoload" gant Ménard, netra gant Favereau, "Luc'hedenn chokolad" zoken gant Tomaz Jacquet. Biz dienn a gavan mat hag a blij din--Arko (kaozeal) 20 Ebr 2020 da 17:12 (UTC)
Nag a reuz evit un tamm ibil chokolad! Testeniekaet ouzhpenn! A-wechoù e tebran unan da Sul. Ha didrouz. Bianchi-Bihan (kaozeal) 20 Ebr 2020 da 18:38 (UTC)
- Goude ma kaver mat pe fall seurt gerioù goveliet e c'heller chom hep ober tagadennoù personel marteze ? War ar foñs, testeniet ez eus bet kalzig a dra, lod koshoc'h pe neveshoc'h... Biz dienn memestra a seblant bezañ an hini ledanoc'h e ster, dre ma c'hell bezañ gant chokolad, banilh, kafe ha sitroñs zoken --Lekemok (kaozeal) 20 Ebr 2020 da 18:42 (UTC)
- Kalzik a dra ? Gourc'hemennoù ! Ur sapre labour 'peus graet aze ! Met... perak ne lakit ket amañ un darn eus ar skouerioù niverus-se ho peus kavet er skridoù kozh ? 2.13.141.65 20 Ebr 2020 da 19:37 (UTC)
- "Testeniekaet" e-barzh ul levr hepken, troet ganit. N'eo ket gwall gendrec'hus. Evel just ne anavez ket an dro-lavar poblek-mañ : "Mont da leuskel un ibil chokolad". 2.13.141.65 20 Ebr 2020 da 18:53 (UTC)
An holl c'herioù-se zo bet "goveliet" deiz pe zeiz gant den pe zen, ne vern e pe yezh. Ar ger "biz" a vez implijet gant lod diwar ar ger saoznek finger, evel e-barzh "fish fingers" https://en.wikipedia.org/wiki/Fish_finger. Kernaudour a gav droch kement tra a ran abaoe bloavezhioù, un enor din, neuze n'on ket re souezhet gant e varnadennoù arguzennet kaer ha bepred neptu. Bianchi-Bihan (kaozeal) 20 Ebr 2020 da 18:52 (UTC)
- Respont a raen d'an IP a-us (evit bezañ sklaer). Evel just e vez goveliet gerioù (n'eo ket ur gunujenn eus va ferzh, "goveliañ" a gavan bravoc'h eget "ijinañ") dizehan, goude-se klaskomp asambles pere a vez implijet pe pere eo ar poellekañ. --Lekemok (kaozeal) 20 Ebr 2020 da 19:03 (UTC)
- Lavaret e vez biz dienn gant an dud abaoe 40 vloaz da nebeutañ. 2.13.141.65 20 Ebr 2020 da 19:19 (UTC)
Ne gredfen ket larout "gant an dud" : "gant tud zo", kentoc'h , ha gant tud all e vez laret traoù all. Digoret eo brezel etre ibilien ha bizied. E galleg eo etre chocolatien ha pain au chocolat. Kant bro, kant giz. Bianchi-Bihan (kaozeal) 20 Ebr 2020 da 20:09 (UTC)
Kernaudour a gav droch kement tra a ran abaoe bloavezhioù, un enor din, neuze n'on ket re souezhet gant e varnadennoù arguzennet kaer ha bepred neptu.
: piv eo Kernaudour, a zo taget ad hominem dre "un enor din" evel pa vije un ibil chokolad anezhañ ? Hag ur varnadenn arguzennet a c'hall bout neptu ? --90.32.244.85 20 Ebr 2020 da 20:12 (UTC)
- Bezañ plantet nevezc'herioù diezhomm a-vil-vern e-barzh da droidigezhioù eus levrioù Harry Potter ne cheñch netra en afer : kenderc'hel a ra an dud da lavarout biz dienn, evel ma raent a-raok. 2.13.141.65 20 Ebr 2020 da 20:23 (UTC)
- Me n'on ket "an dud", te n'out ket ivez.
- Ma larfe "an dud" "biz dienn" eveldout ne vefe ket bet kement anezho o krouiñ gerioù all.
- Da alioù personel db an oberennoù a venegez zo da embann en ul lec'h all. Bianchi-Bihan (kaozeal) 20 Ebr 2020 da 21:47 (UTC)
- Me a ra evel ar re all : lavarout a ran biz dienn. A-walc'h a skouerioù testeniekaet zo bet roet amañ, a gav din : Emsav (1976), Al Liamm (1978), Gerioù evit komz brezhoneg bemdez (1998), Geriadur ar Geginouriezh (2011), Ofis Publik ar Brezhoneg... Te zo da unan penn gant da ibil chokolad dozvet ganit e 2012. Gouzout a ran ne blijo ket dit klevout se, met tud 'zo a vev e brezhoneg, ha n'hon eus ket gortozet da droidigezh eus Harry Potter e 2012 evit gouzout penaos lavarout biz dienn. 2.13.141.65 21 Ebr 2020 da 07:28 (UTC)
- Ya, a bell zo em eus gwelet e oas troet da welet ar bed eus da vegel ha da soñjal ne oa nemedout hag a vev e brezhoneg, ha d'ober fae war labour ar re all. Bianchi-Bihan (kaozeal) 21 Ebr 2020 da 08:59 (UTC)
Kinnig
[kemmañ ar vammenn]Kinnig a ran votiñ db ma c'hinnig (n'eus nemet an implijerien disklêriet hervez ar reolennoù a c'hall votiñ) :
- anvet e vo ar pennad hervez an anv a vo roet dezhañ ar muiañ a votoù
- meneget e vo an holl anvioù renablet er pennad.
Bianchi-Bihan (kaozeal) 20 Ebr 2020 da 21:56 (UTC)
- En kement yezh a zo e Wikipedia n'emañ ket ar ger chokolad e titl ar pennad... nemet e brezhoneg gant *"Ibil chokolad". Pegen droch ! Hag ur pennad Ibil zo ivez, evel just. N'eo ket sañset Wikipedia bezañ ur mirdi evit ijinadennoù ar varzhed digomprenet ha digenvez. 2.13.141.65 21 Ebr 2020 da 07:45 (UTC)
- En kement wikipedia zo n'eo ket an IPoù a zibab anvioù ar pennadoù. Bianchi-Bihan (kaozeal) 21 Ebr 2020 da 08:59 (UTC)
Merourien
[kemmañ ar vammenn]Opala harz an tan, mar plij ganeoc'h ! Ne ouien ket o adlasañ ar gaozeadenn amañ e tigeraen ur brezel. Ne c'hallomp ket asantiñ da tagadennoù a seurt-se amañ. Ezhomm bras hon eus eus merourien evit ma vefe doujet d'ar reolennoù emzalc'h ha d'an dud dre-vras. Da c'hortoz, paouezit da skandalat mar plij, evit ma c'hallfemp labourat gant ur spered seder. Trugarekaat en a-raok. --Arko (kaozeal) 21 Ebr 2020 da 11:08 (UTC)
- A-du krenn --Lekemok (kaozeal) 21 Ebr 2020 da 11:19 (UTC)
Diverkañ prim
[kemmañ ar vammenn]Ne gavan ket ez eus da ziverkañ ar bajenn, met da c'hortoz 'vije siouloc'h an traoù a-benn kemer un diviz a-stroll war anv ar bajenn, an dra-se zo kaoz 'm eus diverket ar patrom {{delete}} a oa bet lakaet. Ma n'hoc'h ket a-du hag e kavit abegoù a-walc'h da ziverkañ ar bajenn, lavarit. --Lekemok (kaozeal) 23 Ebr 2020 da 18:38 (UTC)
- Ur pennad Biz dienn zo, savet gwelloc'h ha reishoc'h diwar-benn an hevelep danvez. --90.32.247.154 23 Ebr 2020 da 18:43 (UTC)
- Demat Lekemok. Testeniekaet mat eo biz dienn, hag *ibil chokolad n'eo ket. 'Teus ken 'met dispegañ da c'henoù diouzh bouloù Bianchi-Bihan e-pad ur vunutenn ha sellout ouzh ar skouerioù niverus a-walc'h a zo bet roet er bajenn-mañ. Peurliesañ e vez arveret ar ger ibil evit envel traoù diouto o unan, pe a-dreuz, pe iskis un tamm, pe farsus, pe disheñvel diouzh an traoù all... pezh na glot tamm ebet amañ. Er c'hontrol, servijet e vez ar bizoù dienn kichen ha kichen... evel bizied un dorn. 2.14.178.194 23 Ebr 2020 da 19:27 (UTC)
- Bezomp sklaer amañ : ne gavan ket abeg kement-se en anv biz dienn, da gentañ penn abalamour da zienn a glot gwelloc'h gant ar wastell a c'hell bezañ fardet gant meur a vloaz disheñvel. Ne oan ket evit barnañ ar choaz etre biz hag ibil, trugarez evit ar resisadurioù a roez amañ - lod a c'hellje lavaret ne vez debret ar bizioù-ibiloù-dienn kichen ha kichen met en o-unan, daoust ma vezont diskouezet evel-se war an daol... ma vez ouzhpenn unan, met n'emañ ket amañ an dalc'h.
- Dreist-holl e felle din kavet amzer da leuskel tud-all er wiki-mañ da reiñ o soñj, evit pellaat un tamm eus ar brezel savet etre Bianchi-Bihan hag un nebeud IPoù a zo aet war tachennoù pellik eus al labour a gasomp. Ouzhpenn-se, ha pa vije divizet delc'her biz dienn, e vije poellekoc'h sevel un adkas : unan bennak a lenno Harry Potter e brezhoneg a glasko gant ibil chokolad, ne vern pegen fazius e kavit an term-se. A galon --Lekemok (kaozeal) 23 Ebr 2020 da 19:54 (UTC)
- Hag aet ar maout gant Kerrain neuze ? Ur ger ouzhpenn ijinet gantañ en em gavo e Wikipedia, hag er geriadurioù da zont ? Naren ! Hollret eo diverkañ an ijinadenn-se, a-douez lod all. Biz dienn (a rankfe bout Biz-dienn) zo testeniekaet : dellezek neuze da vout e Wikipedia. *Ibil chokolad n'eo testeniakaet gant ar stêr-se nemet en un droidigezh gant an hevelep Kerrain : dizellezek da vout e Wikipedia.
- Da ziwall zo : gouest eo Kerrain da lakaat *ibil chokolad er Wikeriadur ha da groaziañ an daveoù ; meur a wech en deus graet en dro-gamm-se (unan eus an abegoù ma'z eo bet skarzhet eus ar Wiktionnaire hag eus ar Wikipédia, ha ma'z eus aet tud kuit eus ar Wikeriadur, siwazh). ---90.32.112.96 23 Ebr 2020 da 20:33 (UTC)
- Lennit ar pezh em boa skrivet dec'h en-dro : n'eo ket tamm ebet ar pezh zo bet lavaret. --Lekemok (kaozeal) 24 Ebr 2020 da 06:54 (UTC)
Ar wikipedia zo kaset en-dro gant "implijerien" hag a ziviz petra zo mat pe fall da lakaat e-barzh. An IPoù a zegas o sklêrijenn a ziavaez, hep kunujennoù mar gallont, ha ma n'hallont ket e tlefe o c'haozioù bezañ diverket evel er wikioù all, ha ne chomfe ket kalz tra eus o frezeg. Ar re zo deuet da lakaat reuz, da gemmañ anvioù pennadoù hep goulenn ali an implijerien, evel pa ne vefe ket anezho, nag eus ar reolennoù a zispleg splann n'o deus galloud ebet war vestroni ar pennadoù, a vez anvet roñfled en holl wikioù, ha n'eus ket da zerc'hel kont anezho. Bianchi-Bihan (kaozeal) 24 Ebr 2020 da 02:39 (UTC)
- Hervezon, red eo kendeuziñ Ibil chokolad e Biz dienn (ha laosk an adkas, pas diverkañ ar bajenn-mañ). A gln, VIGNERON (kaozeal) 25 Ebr 2020 da 09:37 (UTC)
- Sklaer evel lagad an naer, ha diverkañ loustonioù ar roñfled. Bianchi-Bihan (kaozeal) 25 Ebr 2020 da 09:58 (UTC)