Kaozeal:Gwalldaol an 3 a viz Even 2017 e Londrez

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Krouet da 00:46 : efedusoc'h eget BFM TV, FranceInfo, iTélé ha LCI war un dro ! Ha ken kleñvedek hag ar chadennoù skinwel-se eo deuet da vezañ ar Wikipedia brezhonek ! Mall warnon : emichañs e vo anavezet anv-bihan an holl sponterien a-raok kreisteiz.--86.214.63.225 4 Mez 2017 da 08:23 (UTC)

Ali personel roet gant un dorn kuzh. Ur pennad evel hemañ a gaver e meur a yezh, ken "kleñvedek" all e rank bezañ an holl wikipediaoù eta. Un irienn etrebroadel marteze. Ali personel all : poent paouez gant ar chadennoù skinwel pa lakaont ar speredoù da virviñ. Bianchi-Bihan (kaozeal) 4 Mez 2017 da 08:59 (UTC)

Demat Aotrou dianav, Ne teuen ket a-benn da gousket neuze em eus ouzhpennet ar pennad kleñvedek-se. A-raok e oa rediet ar Brezhoneg da gomz eus relijion (Buhez ar Sent....) hiziv-an-deiz neuze ez eo rediet da gomz eus balafenned ha kizhier dindan stumm pennadeoù teir linenn? Siwazh deomp an amboubal Al-Baghdadi en deus bet galvet miz du tremenet da sevel ur c'halifad nevez e Bro-Saoz ha lod tud a zo o heuliañ e urzhioù. Gwalldaolioù daonet all a vo, met tu 'zo chom hep komz eus-se evel just. Un dra all em boa embannet dija: ar Wikipedia Brezhoneg a rank mont etrezek pep tachenn eus ar vuhez evit al lennerien. Pal pennañ hol labour a zo reiñ da lenn pennadoù diazezet mat evit ar brezhonegerien (forzh penaos e vefent). A galon --Dishual (kaozeal) 4 Mez 2017 da 09:52 (UTC)

Ar re o deus soñjoù war labour ar re all a vefe mat dezho diskouez petra int gouest d'ober. Me ne blij ket din ar pennadoù db ar sportoù, ar raperien, ha kant tra all, ne lennan ket anezho, ha mat pell zo. Bianchi-Bihan (kaozeal) 4 Mez 2017 da 16:02 (UTC)