Kaozeal:Gwalarn (kelaouenn)

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Ar gerioù modern hag arnevez a oa en doare diwezhañ, ar pezh a zo reizh pa venner arverañ heñvelsterioù kuit ag adlavarennoù.
Ar bomm "modern hag arnevez" a oa ivez avat ; goude bezañ lennet pajenn Fabriz Coupechoux ma embann bout mennet da na ober gant pozioù gallek trefoet — ha peogwir e savan a-du gantañ — em eus lamet *modern. 2.13.217.193 1 Du 2012 da 11:56 (UTC)

Mat eo e mod-se. E gwirionez e ris ma soñj adskrivañ buan-ha-buan ar pennad-se peogwir e oa paour-du an danvez anezhañ. Pezh zo truezus evit un dra ken pouezus ha Gwalarn evit hon sevenadur-ni (kement-all a vefe d'ober gant ar pennadoù Iliz katolik ha Brezhoneg a zo kalz deurusoc'h, pinvidikoc'h danvez ar pennadoù a gomz anezho er wikipedia gallek : gant ar vezh !) . Evit na skrivañ bidennoù e ris ma soñj tennañ splet a bennad Favereau e Lennegezh ar brezhoneg en XXvet kantved. E c'herioù-eñ ez arveris. E se e skrivis ar pennad war ar prim. Labour zo c'hoazh : klask skeudennoù evit ma vo ar pennad bourrusoc'h da lenn, arverañ mammennoù liesseurt (Olier Mordrel, Youenn Olier, Pierrette Kermoal...) a-benn e binvidikaat.
A-hend-all, ober gant "modern hag arnevez" ned eo ket ken souezhus-se pa soñjer e vez graet alies gant lavarennoù a seurt gant "buan ha fonnapl" pe "sioul ha seder" e brezhoneg. Stambouc'h eo, tra ken.--Fabrig Coupechoux (kaozeal) 1 Du 2012 da 18:01 (UTC)