Kaozeal:Geriadur Hemon-Huon
Ne reomp ket holl gant ar memes gerioù, na gant an neptuegezh : meur a hini a ra fazi pe fazi, met ar fallakrañ ac'hanomp a ra ijinadennoù : https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Geriadur_Hemon-Huon&diff=next&oldid=1602416. Evel Kervernarzh ha Kordevez ? Bianchi-Bihan (kaozeal) 27 Du 2014 da 15:25 (UTC)
- Kement hini ac'hanomp a c'hall ober fazi pe fazi, anat eo. Met skrivañ traoù hep gwiriañ netra a zo ober goap eus al lennerien, ha pa weler traoù faos evit degas tabut, ma n'eo ket evit evit touelliñ, evit petra eo?--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 28 Du 2014 da 10:01 (UTC)
Dres pezh a laren : ... pa weler traoù faos evit degas tabut, ma n'eo ket evit touelliñ,. Ne welan takenn neptuegezh wikipedian ebet en un ali personel a live ken uhel, ganet diwar ar gredenn e c'haller lenn e spered an dud, ha savet gant ar c'hoant da gontañ droug diwar-benn labour ar re all. Bianchi-Bihan (kaozeal) 28 Du 2014 da 14:50 (UTC)
- Polow, ne gomprenan mann ez kemmoù : https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Geriadur_Hemon-Huon&diff=1630769&oldid=1630759 : n'hallfes ket sklaeraat? Bianchi-Bihan (kaozeal) 27 Meu 2015 da 14:42 (UTC)
- N'eus mister ebet koulskoude er pezh am eus graet :
- Meneg am eus graet eus an embannadur am eus dindan ma dorn - an daou en ul levr, ya, "moulet ez eus bet 11.000 skouerenn eus al levr-mañ, 6.000 skouerenn anezho keinet e plastik" (ma hini en o zouez) - merket 1978, hag er bajenn gentañ (n'em boa ket gwelet a-raok) un dedi "E koun an Aotrou F. VALLEE/Roparz Hemon" hag ur c'hopyright "L. Nemo 1978/Embanner R. Huon" ; moulet gant "TI-MOULEREZH 'Les Presses Bretonnes' 22000 Sant-Brieg"…
- El linenn "betek-hen" em eus ouzhpennet un "evel", diwar patrom al linenn war-lerc'h diwar-benn "derou" : heptañ al linenn a vefe bet er-maez eus ar sujed ;
- Ha kemeret ma flijadur o vont da welout penaos e oa kont gant ar "glout/gloud"…
Ne welan ket mat petra a vefe a-dreuz pe digomprenus… Po'low (kaozeal) 27 Meu 2015 da 16:30 (UTC)
- Se 'c'h arru 'wejoù : an hini a skriv a oar eus petra 'mañ kaozeal, ha n'eo ket evit kompren perk ne gompren ket al lennerien all. Ec'h an da adlenn sioul. Bianchi-Bihan (kaozeal) 27 Meu 2015 da 16:40 (UTC)
Dibenn e vuhez
[kemmañ ar vammenn]- https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Geriadur_Hemon-Huon&diff=next&oldid=1630777. E "dibenn e vuhez" n'eo ket un deiziad holloueziadurel. Bianchi-Bihan (kaozeal) 27 Meu 2015 da 14:48 (UTC)
Diwall
[kemmañ ar vammenn]Savet eo ar pennad db Geriadur Hemon-Huon. Embannadur diwezhañ : 2005. Neuze, pa fell d'un den dianav ("kuzhet a-drek e IP" da laras piv-din-me) ober anv eus ur geriadur all embannet e 2014 ne ra nemet degas mesk. Tennet e vo ganin. n'en deus nemet sevel ur pennad all, diwar-benn ar geriadur all. Bianchi-Bihan (kaozeal) 18 Du 2015 da 07:34 (UTC)
- Gevier ha tagadennoù ad hominem. Gwelet Kaozeal:Nouveau_Dictionnaire_Breton-Français/Français-Breton evit gouzout hiroc'h. Rudlamot (kaozeal) 18 Du 2015 da 18:23 (UTC)