Mont d’an endalc’had

Kaozeal:Gaillimh

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Mat e vefe -a gredan- brezhonekaat diouzh kinnig Loeiz Andouard (sellout ouzh Kaozeal:Kontelezh Korkig) Gaillimh e Galliv (evel eo bet graet a-hend-all evit Korkig e lec'h Corcaigh)

Meven 8 Ebr 2009 da 06:50 (UTC)[respont]

N'eus nemet a) menegiñ an anv brezhonekaet gant un dave da levr pe da bennad Loeiz Andouard mar karer; b) ober un adkas adalek Galliv, mar deo evel-se eo skrivet gantañ. Met an anv ofisiel eo a zo da virout evel titl ar pennad. Bianchi-Bihan 8 Ebr 2009 da 09:46 (UTC)[respont]

Perak bezañ ken aonik rak ar stummoù brezhonekaet-se ? Pe mod-all perak pennadoù anvet Dulenn kentoc'h eget Baile Átha Cliath, pe Kêrdiz kentoc'h Caerdydd ? Nevez oa bet ar stummoù Dulenn ha Kêrdiz pa oant bet krouet, pell zo bremañ. Degemeret-mat int bremañ. Perak nag ober kement-all gant ar stumoù degaset gant Loeiz Andouard ? Dreist-holl evit an iwerzhoneg : piv a c'hall -hep bezañ e-unan iwerzhoneger- distagañ Gaillimh, Corcaigh pe Luimneach ?

Meven 8 Ebr 2009 da 11:37 (UTC)[respont]

Din n'eo ket un afer a aon, met un afer a boell, a) an anv ofisiel ; b) nemet pa vez anvioù brezhonek hollvrudet, implijet e gwirionez, ch) n'eo ket anavezet kinnigoù Andouard, n'int ket implijet gant kalz tud, marteze an iwerzhonegerien a zo war un dro brezhonegerien, un niver gwall zister eta. Met alioù all a vo moarvat ma n'eo ket aet an holl da douristañ. Bianchi-Bihan 8 Ebr 2009 da 14:58 (UTC)[respont]