Kaozeal:Florida (Stad)
Neuz
Aesoc'h e vefe ober gant an titl eeun "Florida" hepken, evel ma reer e kalz yezhoù all (saozneg, kembraeg, alamaneg, spagnoleg...). Eus ar stad eus Stadoù Unanet Amerika e reer anv 9 gwech diwar 10 pa veneger ar ger e pennadoù all. --Llydawr (kaozeal) 1 Gou 2012 da 20:30 (UTC)
- A-du-krenn ganit, ha kemend-all evit meur a stad all eus SUA. Tremenet em eus un eurvezh bennak o reizhañ al liammoù evit un hanter bajenn hepken. Pa weler istor ar pajennoù e weler e oa "Florida", "California", "Tennessee" ha meur a hini all c'hoazh... an anvioù orin, met unan bennak en deus kavet mat mont da zivadeziñ ar pajennoù-se hep bezañ nec'het gant ar pezh a c'halle c'hoarvezout diwar-se, hep reiñ an disterañ displegadenn, hag o reiñ titloù nevez hep tamm unvaniezh ebet ("stad", "Stad", "SUA"...).--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 1 Gou 2012 da 20:39 (UTC)
- Arabat meskañ an arguzennoù, ha n'eus ket da lakaat "unvaniezh" e-lec'h n'eus abeg ebet da glask anezhi : ret eo soñjal e vez poell gant ar re all ivez a-wechoùigoù... Anvioù zo a vez kavet e meur a vro , evel Florida, ha reizh eo lakaat anv ar vro eta, ha neuze Florida (SUA), ha Florida (Uruguay) da skouer. Anvioù all ne vezont kavet nemet en ur vro, ha naturel eo ober gant Missouri (stêr) ha Missouri (stad), pe New York (kêr) ha New York (stad) , pe Aude (stêr) hag Aude (departamant) ... Evel ma ne oa ket an holl lorc'h e Pariz n'emañ ket an holl boell er memes kokenn. Bianchi-Bihan (kaozeal) 1 Gou 2012 da 23:05 (UTC)
- Kemeromp skouer "Wyoming" (met ken gwir all eo evit meur a hini all, ha kêrioù ivez). Evit kement Wikipedia er bed e kas an titl-se d'ar Stad. Kement-se a oa gwir ivez evit ar brezhoneg betek m'eo bet cheñchet hep reiñ an disterañ abeg [1] (degasomp da soñj eo dav, hervez ar reolennoù, reiñ un displegadenn eus ar cheñchamantoù er voestig [2]). Sede m'eo bremañ WP brezhonek an hini nemetañ gant an doare ober-se. Ouzhpenn-se, o tiheñchañ ur bajenn diouzh he fal, e tegaser mesk el liammoù. Ouzhpenn bezañ ur c'holl amzer evit al lennerien hag ar genlabourerien all e vez dizurzhiet WP gant seurt doareoù.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 2 Gou 2012 da 08:18 (UTC)
- Arabat meskañ an arguzennoù, ha n'eus ket da lakaat "unvaniezh" e-lec'h n'eus abeg ebet da glask anezhi : ret eo soñjal e vez poell gant ar re all ivez a-wechoùigoù... Anvioù zo a vez kavet e meur a vro , evel Florida, ha reizh eo lakaat anv ar vro eta, ha neuze Florida (SUA), ha Florida (Uruguay) da skouer. Anvioù all ne vezont kavet nemet en ur vro, ha naturel eo ober gant Missouri (stêr) ha Missouri (stad), pe New York (kêr) ha New York (stad) , pe Aude (stêr) hag Aude (departamant) ... Evel ma ne oa ket an holl lorc'h e Pariz n'emañ ket an holl boell er memes kokenn. Bianchi-Bihan (kaozeal) 1 Gou 2012 da 23:05 (UTC)
"Florida (SUA)" ne zegouezh ket pa'z eus 9 "Florida" er Stadoù-Unanet.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 5 Gou 2012 da 15:40 (UTC)