Kaozeal:Flamenco
Ma vez skrivet jazz, Rock 'n' roll, Grunge, ha me oar-me petra c'hoazh, e vije ret skrivañ flamenco ha mat pell zo. Skrivet e vo jota, ha n'eo ket c'hota, vallenato, ha n'eo ket valienato, Malagueña ha n'eo ket malagenia, blues ha n'eo ket glazienn. Penaos e vo skrivet cow-boy? Koboy? 'M eus aon eo kouezhet Kleñved ar Jord Herbert war ar wikipedia adarre. Kement ha kaout soñj:
A-hend-all, ma fell d'ar merour Kadwalan chaseal ar yezhoù estren eus ar wikipedia, e c'hall teurel ur sell ouzh http://br.wikipedia.org/wiki/Rummad:Barrez. Mall ganin gwelout. Bianchi-Bihan 21 Du 2011 da 09:25 (UTC)
Kement ha treiñ, arabat ober van, ma ne fell ket d'ar merour mirout flamenco (anv ar rummad evit ar poent c'hoazh), koulz treiñ mat; ar ger flamenco a zo :
- pe flamank, anv un den eus Flandrez
- pe flammeg, anv un evn techet da vezañ roz, liv ar vuhez en he bravañ.
Bianchi-Bihan 21 Du 2011 da 17:26 (UTC)
- Diouzh un tu e c'houlenner "kenemglev" evit cheñch un titl, hag ivez ali pe asant saver ur pennad (n'ouzon ket avat hag-eñ ez eo ur reolenn eus WP, n'on ket sur), met diouzh an tu all e weler n'eus ket bet doujet amañ d’an div "bennaenn"-se.--Trec'hlid mitonet 23 Du 2011 da 08:17 (UTC)
N'eo ket diaes: ur rummad: flamenco zo, ha flamenco eo a gaver en un 20 pennad bennak abaoe bloavezhioù. Bianchi-Bihan 23 Du 2011 da 08:26 (UTC)
- Ya ne ziskouez ket Bianchi-Bihan kompren penaos e tivizer gant ar re all. War ar bajenn Preussen da skouer. Din-me flamenko zo kerkoulz ha flamenco. Pa vez skrivet c pe k ez eo ar mems soniad ha muioc'h diouzh doare ar brezhoneg.--Kadwalan 27 Du 2011 da 18:48 (UTC)
Te hag a oar divizout zo vont da zisplegañ dimp? Mall ganin gwelout! Da c'hortoz e c'hallez lenn al linennoù-mañ : [[1]] . Abaoe meur a vloaz eo bet votet gant labour an implijerien, rak tud zo a labour amañ. Met ma rez fae warne se evel-just e ri adarre hervez da faltazi ... . Poan o devez lod o kompren n'eo ket brezhonek ar bed, h gwell e vije klask brezhonekaat Breizh eget klask brezhonekaat ar flamenco, dreist-holl gant un tamm "k" dister-disterik: flamank eo an droidigezh. Bianchi-Bihan 27 Du 2011 da 18:57 (UTC)
Skrivet em bije-me flamenco evel ma skrivfen ivez ceilidh hag ur bern traoù all, met kavet e vez ar skrivadur "flamenko" en euskareg da skouer; hag an displegadur dre "flamank" n'eo nemet unan a-douez ur bern reoù all.--Trec'hlid mitonet 28 Du 2011 da 20:59 (UTC)
- Ar gerioù spagnolek, betek an anvioù-tud, a vez euskarekaet gant "k" aes, korrida, Pako hag all, afer an euskaregerien eo, n'hon eus da blediñ nemet gant hon yezh. Tud zo o deus dibabet skrivañ "CD" ha "cow-boy" e Geriadur an Here ha "corrida" zo ivez. Flamenco a vank. Bianchi-Bihan 28 Du 2011 da 21:46 (UTC)
Ur flamenco all
[kemmañ ar vammenn]Teodoro de Croix, lesanvet El Flamenco. Bianchi-Bihan 22 Kzu 2011 da 16:42 (UTC)