Vallenato
Ar vallenato zo un doare-seniñ eus Colombia, ha da gentañ-penn eus arvor ar Mor Karib, e proviñs kozh Padilla (hiriv rannet etre meur a zepartamant). Levezonet eo gant enbroidi europat, evel an Alamaned a zegasas an akordeoñs da Riohacha, La Guajira, e dibenn an XIXvet kantved.
Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Kavell ar sonerezh a vije e proviñs kozh Padilla (hiriv kreisteiz La Guajira, hanternoz Cesar ha reter Magdalena) hag un doare damzisheñvel eus Bolívar, Sucre ha Córdoba. Hiziv avat eo un doare-seniñ broadel er vro, ha klevet e vez kenkoulz all bremañ e Venezuela, Panamá, Ecuador ha Mec'hiko.
Orin[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Dont a ra an anv eus El Valle (an draonienn), dre ma teufe ar vallenato eus kêr Valledupar (diwar Valle de Upar).
Liesdoare[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Meur a zoare vallenato zo, ken e vez lavaret an anv-se un tamm eus n'eus forzh petra gant ma vo akordeoñs e-barzh. Koulskoude, hervez ar c'hiz kozh, n'eus nemet pevar doare : ar paseo, merengue, puya ha son. Levezonet eo an tonioù-se gant luskoù karib hag afrikan koshoc'h egeto, gwrizioù spagnol zo ivez. Eus ar meskaj ez eus deuet ur sonerezh a zo broadel, hervez kalz a dud er vro, kenkoulz evel cumbia.
Kanerien[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Sed un nebeud kanerien ha sonerien vallenato:
- Romualdo Brito,
- Guillermo Buitrago,
- Alejo Duran,
- Diomedes Díaz,
- Enrique Díaz,
- Luis Enrique Martínez
- Lorenzo Morales
- Jorge Oñate
- Rafael Orozco Maestre
- Abel Antonio Villa
- Emiliano Zuleta
- Ana del castillo
- Jesús Manuel Estrada
Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Isabel Sofía Picón, 13 vloaz, o seniñ vallenato gant an akordeoñs: [[1]], hag [[2]].