Kaozeal:Erotegezh
Neuz
Meur a gudenn zo er pennad-mañ.
- Direizh eo termeniñ an anv-kadarn "erotegezh" dre an anv-gwan "erotek".
- Ne c'hall den bezañ "dirak ar gwel eus un den all".
- Un dra bennak erotek eta zo un dra hag a vroud pe a sach an den... Hag erotegezh eo bezañ broudet da lorgnañ un den kunujennus ? Hag erotegezh eo bezañ sachet gant an tan-gwall a zo o paouez pegañ e ti an amezeg ?
- Disheñvel eo erotegezh diouzh revelezh pe diouzh karantez dre ma'z eo un doug pe ur sach war ar c'horf d'ar broud reizhel, d'ar stad a garantez, da c'hoarioù ar broud erotek. : digomprenus din.
- pa vez gwalc'het an ezhomm reizhel un den. : ?
- Erotegezh a vez lavaret eus kened un dra liammet ouzh ar broud reizhel. : n'eus liamm ebet etre kened hag erotegezh.
- Gant ar wazed eo eus ar gweled dreist-holl e teu an erotegezh. : evel pa ne vefe ket tu da santout an erotegezh en deñvalijenn, dre an touch paneveken, pe dre an ijin anezhañ hepken zoken.
- Ar merc'hed hepken a vije erotek hervez ar pennad hag e skeudennoù ; ar baotred ivez a c'hall genel an erotegezh, e spered ar maouezi paneveken.
- Fall-put eo kinnig ar bajenn, gant skeudennoù lakaet forzh pelec'h e-keñver ar skrid, evel p'en defe bet an aozer c'hoant da fourrañ ar muiañ a skeudennoù merc'hed.
- Anat eo eo bet peget an daveennoù a-ziwar pajennoù Wikipedia all.
— 2.13.221.148 25 Gen 2015 da 19:59 (UTC)
- Ya, fall-put eo dit labour ar re all, Edgar, se a ouzomp a bell zo. Ma fell dit kenlabourat e vo mat ober war un ton all. kalz eus an traoù a zo fall dit a zo heénvel er wikioù all. Kerzh di da gaozeal war an ton-se hag e vi degemeret mat. Bianchi-Bihan (kaozeal) 26 Gen 2015 da 05:53 (UTC)
Erotegezh en henc'hresianeg
[kemmañ ar vammenn]Kemmet eo bet ar pennad gant Edgar dizanv, ma lenner bremañ traoù digomprenus a bep seurt.
- En henc'hresianeg e rae dave da Eros hag ez arouezie ar garantez virvidik kejet gant ar c'hoant revel. Goulenn : ar ger erotegezh a oa e hengresianeg ? Bianchi-Bihan (kaozeal) 2 C'hwe 2015 da 06:09 (UTC)
- Pelloc'h: Liveoù an erotegezh hag an divezhouriezh a liammer outi a ra an diforc'h etre ar buritaniezh hag an disolited a zo daou benn an hevelep skeul, hir ha didroc'h eta. Puritaniezh a oa en Henc'hres? Bianchi-Bihan (kaozeal) 2 C'hwe 2015 da 06:14 (UTC)
- An erotegezh, eus an henc'hresianeg Ἔρως, "c'hoant revel", "karantez revel", zo ur ger kemplezhek e dalvoudegezh en darn vuiañ eus ar yezhoù.
- Ur ger sklaer eo, savet diwar Eros.
- Met petra eo ster ar ger kemplezhet?. Marteze ur ger kemplezhek? Bianchi-Bihan (kaozeal) 2 C'hwe 2015 da 06:12 (UTC)
- ez eo bet liammet start an daranverezh ouzh an daranverez : ret eo bezañ digomprenus, en un holloueziadur? Bianchi-Bihan (kaozeal) 2 C'hwe 2015 da 06:59 (UTC)
- (Sevenadurel kentoc'h eget enganet eo an erotegezh,) ne c'haller ket he c'hrennañ d'an darempredoù revel : troienn c'hallek. Bianchi-Bihan (kaozeal) 2 C'hwe 2015 da 07:16 (UTC)
oberennoù
[kemmañ ar vammenn]- L'""Erotique comparee"" , gant Charles de Villers, 1806